Geneliezh 13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 13 Abram ha Lot 1 Abram a bignas eus an Ejipt etrezek ar c'hreisteiz, eñ, e wreg, kement a oa dezhañ ha Lot gantañ. 2 Abram a oa gwall binvidik e tropelloù, en arc'hant hag en aour. 3 Neuze e tistroas dre lec'hioù eus ar c'hreisteiz betek Betel, betek al lec'h ma oa bet e deltenn da gentañ etre Betel hag Ai, 4 el lec'h ma oa an aoter en doa graet diagent. Hag Abram a c'halvas eno anv an AOTROU. 5 Lot a gerzhe gant Abram. Eñ ivez en doa deñved, ejened ha teltennoù. 6 Ar vro ne oa ket bras a-walc'h evit ma chomjent asambles, rak o madoù a oa ken stank ma ne c'helljont ket chom asambles. 7 Un tabut a savas etre mesaerien tropelloù Abram ha mesaerien tropelloù Lot. Ar Gananeiz hag ar Ferezianed a oa neuze o chom er vro. 8 Abram a lavaras da Lot: Gant na vo ket, me az ped, tabut etre me ha te, nag etre va mesaerien ha da vesaerien, rak ni a zo breudeur. 9 Ha n'emañ ket dirazout an holl vro? Pella eta diouzhin: mar kemerez a-gleiz, mont a rin a-zehou, ha mar kemerez a-zehou, mont a rin a-gleiz. 10 Lot, o sevel e zaoulagad, a welas holl blaenenn ar Jordan a oa douret penn-da-benn. A-raok ma tistrujas an AOTROU Sodom ha Gomora, o vont etrezek Zoar e oa evel liorzh an AOTROU, evel bro Ejipt. 11 Lot a zibabas evitañ holl blaenenn ar Jordan hag ez eas ouzh kostez ar sav-heol. Hag e pellaas an eil digant egile. 12 Abram a chomas e bro Ganaan. Lot a chomas e kêrioù ar blaenenn hag a fichas e deltennoù betek Sodom. 13 Tud Sodom a oa fall ha pec'herien bras dirak an AOTROU. 14 An AOTROU a lavaras da Abram goude ma oa pellaet Lot dioutañ: Sav eta da zaoulagad ha sell diouzh al lec'h emaout ennañ etrezek an hanternoz, ar c'hreisteiz, ar sav-heol hag ar c'huzh-heol, 15 rak an holl vro a welez a roin dit ha da'z lignez da viken. 16 Ober a rin ma vo da lignez evel poultr an douar; mar gell unan bennak kontañ poultrenn an douar, da lignez ivez a vo kontet. 17 Sav, kerzh dre ar vro a-hed hag a-led, rak he reiñ a rin dit. 18 Neuze Abram a zougas e deltennoù hag a zeuas da chom e dervennoù Mamre, a zo en Hebron. Hag e savas eno un aoter d'an AOTROU. |