Geneliezh 11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 11 Tour Babel 1 An douar holl en doa an hevelep yezh hag an hevelep gerioù. 2 Met c'hoarvezout a reas penaos, o vezañ aet eus tu ar sav-heol, e kavjont ur blaenenn e bro Shinear hag e chomjont eno. 3 Lavarout a rejont an eil d'egile: Deuomp, greomp brikennoù ha poazhomp anezho en tan. Ar brikennoù a zalc'has lec'h dezho a vein, ha ter-douar a bri-raz. 4 Lavarout a rejont: Deuomp, savomp deomp ur gêr hag un tour a vo e benn en neñvoù, ha brudomp hon anv gant aon na vefemp stlabezet war-c'horre an douar holl. 5 An AOTROU a ziskennas da welout ar gêr hag an tour o doa savet mibien an dud. 6 Hag an AOTROU a lavaras: Setu ez int ur bobl hepken hag o deus holl an hevelep yezh, ha setu ar pezh a grogjont d'ober. Bremañ netra n'o harzfe d'ober ar pezh o defe soñjet. 7 Deuomp, diskennomp ha kemmeskomp eno o yezh e doare na glevint ket yezh an eil d'egile. 8 An AOTROU o stlabezas ac'hane war-c'horre an douar holl, hag e paouezjont da sevel ar gêr. 9 Setu perak hec'h anv a voe galvet Babel, rak an AOTROU en doa kemmesket eno yezh an douar holl, hag ac'hane an AOTROU o stlabezas war-c'horre an douar holl. 10 Setu lignez Sem: Sem a vevas kant vloaz hag a voe tad da Arpaksad, daou vloaz goude al liñvadenn-veur. 11 Sem, goude ma voe bet tad da Arpaksad, a vevas pemp kant vloaz, hag a voe tad da vibien ha da verc'hed. 12 Arpaksad a vevas pemp bloaz ha tregont hag a voe tad da Shelak. 13 Arpaksad, goude ma voe bet tad da Shelak, a vevas pevar c'hant tri bloaz, hag a voe tad da vibien ha da verc'hed. 14 Shelak a vevas tregont vloaz hag a voe tad da Eber. 15 Shelak, goude ma voe bet tad da Eber, a vevas pevar c'hant tri bloaz, hag a voe tad da vibien ha da verc'hed. 16 Eber a vevas pevar bloaz ha tregont hag a voe tad da Beleg. 17 Eber, goude ma voe bet tad da Beleg, a vevas pevar c'hant ha tregont vloaz, hag a voe tad da vibien ha da verc'hed. 18 Peleg a vevas tregont vloaz hag a voe tad da Rehu. 19 Peleg, goude ma voe bet tad da Rehu, a vevas daou c'hant nav bloaz, hag a voe tad da vibien ha da verc'hed. 20 Rehu a vevas daou vloaz ha tregont hag a voe tad da Serug. 21 Rehu, goude ma voe bet tad da Serug, a vevas daou c'hant seizh vloaz, hag a voe tad da vibien ha da verc'hed. 22 Serug a vevas tregont vloaz hag a voe tad da Nakor. 23 Serug, goude ma voe bet tad da Nakor, a vevas daou c'hant vloaz, hag a voe tad da vibien ha da verc'hed. 24 Nakor a vevas nav bloaz warn-ugent hag a voe tad da Derak. 25 Nakor, goude ma voe bet tad da Derak, a vevas kant naontek vloaz, hag a voe tad da vibien ha da verc'hed. 26 Terak a vevas dek vloaz ha tri-ugent hag a voe tad da Abram, Nakor hag Haran. 27 Setu lignez Terak: Terak a voe tad da Abram, Nakor hag Haran. Haran a voe tad da Lot. 28 Haran a varvas dirak Terak e dad, e bro e c'hanedigezh, en Ur ar Galdeiz. 29 Abram ha Nakor a gemeras gwragez. Anv gwreg Abram a oa Sarai, hag anv gwreg Nakor a oa Milka merc'h Haran tad Milka ha tad Jiska. 30 Sarai a oa gaonac'h: n'he doa ket a vugale. 31 Terak a gemeras Abram e vab, Lot mab Haran e vab bihan ha Sarai e verc'h-kaer gwreg Abram e vab, hag ez ejont asambles er-maez eus Ur ar Galdeiz evit mont da vro Ganaan. Dont a rejont betek Charan hag e chomjont eno. 32 An amzer ma vevas Terak a voe eta daou c'hant pemp bloaz, ha Terak a varvas e Charan. |