Geneliezh 10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 10 Diskennidi mibien Noe 1 Setu amañ lignez mibien Noe, Sem, Cham ha Jafed. Bet o deus mibien goude al liñvadenn-veur. 2 Mibien Jafed a voe: Gomer, Magog, Madai, Javan, Tubal, Meshek ha Tiraz. 3 Mibien Gomer: Ashkenaz, Rifad ha Togarma. 4 Mibien Javan: Elisha, Tarsiz, Kitim ha Dodanim. 5 Ganto e voe poblet inizi ar broadoù en o douaroù, pep hini hervez e yezh, hervez o ziegezhioù, en o broadoù. 6 Mibien Cham a voe: Kush, Mizraim, Pud ha Kanaan. 7 Mibien Kush: Saba, Havila, Sabta, Raema ha Sabteka. Mibien Raema: Seba ha Dedan. 8 Kush a voe tad da Nimrod, an hini a grogas da vezañ galloudek war an douar. 9 Bez' e voe ur chaseour galloudek dirak an AOTROU, setu perak e lavarer: Evel Nimrod, chaseour galloudek dirak an AOTROU. 10 Deroù e rouantelezh a voe Babel, Erek, Akkad ha Kalne, e Bro Shinear. 11 Eus ar vro-se ez eas en Asiria hag e savas Ninive, Reobod-Ir, Kalak 12 ha Rezen etre Ninive ha Kalak; ar gêr vras eo. 13 Mizraim a voe tad d'al Ludimed, d'an Anamimed, d'al Lehabimed, d'an Naftuhimed, 14 d'ar Batruzim, d'ar Gasluhim ma teuas diouto ar Filistined, ha d'ar Gaftorim. 15 Kanaan a voe tad da Sidon e gentañ-ganet, da Hed, 16 d'ar Jebuziz, d'an Amoreaned, d'ar C'hirgazianed, 17 d'an Hevianed, d'an Arkianed, d'ar Sinianed, 18 d'an Arvadianed, d'ar Zemarianed, d'an Hamatianed. Goude, tiegezhioù ar Gananeiz en em skignas. 19 Harzoù ar Gananeiz a voe adalek Sidon, o tont war-zu Gerar betek Gaza, o tont war-zu Sodom, Gomora, Adma ha Zeboim betek Lesha. 20 Ar re-se eo mibien Cham, hervez o ziegezhioù, hervez o yezhoù, en o douaroù, en o broadoù. 21 Sem, breur da Jafed an hini henañ, a voe tad da vibien ivez, da holl vibien Eber. 22 Mibien Sem a voe: Elam, Ashur, Arpaksad, Lud hag Aram. 23 Mibien Aram: Uz, Hul, Geter ha Mash. 24 Arpaksad a voe tad da Shelak, Shelak a voe tad da Eber. 25 Eber a voe tad da zaou vab: anv unan a oa Peleg rak en e amzer e voe lodennet an douar, hag anv e vreur a oa Joktan. 26 Joktan a voe tad da Almodad, Shelef, Hazarmaved, Jerak, 27 Hadoram, Uzal, Dikla, 28 Obal, Abimael, Seba, 29 Ofir, Havila ha Jobab. Ar re-se holl a voe mibien da Joktan. 30 O annez a voe adalek Mesha, o tont war-zu Sefar betek menez ar sav-heol. 31 Ar re-se eo mibien Sem, hervez o ziegezhioù, hervez o yezhoù, en o douaroù, en o broadoù. 32 Ar re-se eo tiegezhioù mibien Noe, hervez o rummadoù, en o broadoù. Diouto e voe deuet broadoù an douar goude al liñvadenn-veur. |