Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Galated 6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 6

1 Breudeur, mar degouezh d’un den bezañ kavet en ur faot bennak, c’hwi hag a zo speredel, eeunit anezhañ gant ur spered a zouster. Laka evezh da-unan gant aon na vefes ivez temptet.

2 Dougit bec’hioù an eil egile hag e peurc’hrot evel-se lezenn Krist.

3 Mar soñj d’un den bezañ un dra bennak, pa n’eo netra, en em drompl e-unan.

4 Ra eveshaio pep hini ouzh e oberoù e-unan, neuze en devo un abeg da gavout gloar ennañ e-unan ha nann en ar re all,

5 rak pep hini a zougo e vec’h e-unan.

6 An hini a zo kelennet e ger Doue ra roio eta lod eus e vadoù d’an hini a gelenn anezhañ.

7 N’en em dromplit ket, ne reer ket goap eus Doue. Ar pezh en devo un den hadet, a vedo ivez.

8 An hini a had evit ar c’hig a vedo eus ar c’hig ar vreinadurezh. Met an hini a had evit ar Spered a vedo eus ar Spered ar vuhez peurbadus.

9 N’en em skuizhomp ket oc’h ober ar mad, rak e vedimp en amzer dereat, ma n’en em zistardomp ket.

10 Dre-se, e-pad ma hon eus al lec’h, greomp ar mad e-keñver an holl ha dreist-holl e-keñver ar re a zo eus tiegezh ar feiz.

11 Gwelit pebezh lizherennoù bras am eus skrivet deoc’h gant va dorn va-unan.

12 Ar re holl a fell dezho plijout hervez ar c’hig a vount ac’hanoc’h start da vezañ amdroc’het, ha kement-se hepken evit na vint ket heskinet abalamour da groaz Krist.

13 Rak an amdroc’hidi o-unan ne viront ket al lezenn, met fellout a ra dezho e viot amdroc’het evit kavout gloar en ho kig.

14 Met pell diouzhin ar soñj da gavout gloar e netra all nemet e kroaz hon Aotrou Jezuz-Krist. Drezañ ar bed a zo bet kroazstaget evidon, evel ma’z on bet va-unan evit ar bed.

15 Rak e Jezuz-Krist an amdroc’h hag an diamdroc’h n’int netra, met ret eo bezañ ur grouadenn nevez.

16 Evit ar re holl a heulio ar reolenn-se, ra vo ar peoc’h hag an drugarez warno ha war Israel Doue!

17 A-hend-all na zeuio den d’ober poan din, rak dougen a ran em c’horf merkoù an Aotrou Jezuz.


Saludoù da glozañ

18 Breudeur, ra vo gras hon Aotrou Jezuz-Krist gant ho spered! Amen.

Lean sinn:



Sanasan