Galated 3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 3 Al lezenn hag ar feiz 1 O Galated diskiant! Piv en deus ho strobinellet evit na sentfec’h ken ouzh ar wirionez, c’hwi hag a zo bet diskouezet Jezuz-Krist ken sklaer dirak ho taoulagad evel kroazstaget ennoc’h? 2 Fellout a ra din gouzout an dra-mañ hepken diganeoc’h: Ha resevet hoc’h eus ar Spered dre oberoù al lezenn, pe dre brezegerezh ar feiz? 3 Ha ken diskiant oc’h deuet? Goude bezañ kroget gant ar Spered, daoust hag e fell deoc’h peurechuiñ bremañ gant ar c’hig? 4 Ha gouzañvet hoc’h eus kement en aner, mar d-eo koulskoude en aner? 5 An hini eta a ro deoc’h ar Spered hag a ra mirakloù en ho touez, hag ober a ra kement-se dre oberoù al lezenn pe dre brezegerezh ar feiz? 6 Evel ma kredas Abraham e Doue ha ma voe kement-se kontet dezhañ da reizhder, 7 gouezit eta penaos ar re o deus ar feiz a zo mibien Abraham. 8 Ar Skritur, o rakwelout e reishaje Doue ar baganed dre ar feiz, he deus kemennet diagent an Aviel da Abraham, o lavarout: An holl vroadoù a vo benniget ennout! 9 Dre-se ar re a gred a zo benniget asambles gant Abraham an den-a-feiz. 10 Met ar re holl en em stag ouzh oberoù al lezenn a zo dindan ar vallozh, rak skrivet eo: Milliget eo kement den ha na gendalc’h ket en holl draoù a zo skrivet e levr al lezenn evit ober anezho. 11 Ha penaos den na vo reishaet dirak Doue dre al lezenn, kement-se a zo sklaer abalamour: An den reizh a vevo dre ar feiz. 12 Hogen al lezenn ne zeu ket eus ar feiz, met e lavar: An den a raio an traoù-se a vevo drezo. 13 Krist en deus hon dasprenet eus mallozh al lezenn, o vezañ bet graet mallozh evidomp, rak skrivet eo: Milliget eo kement hini a zo krouget ouzh ar c’hoad, 14 evit ma en em skuilhje bennozh Abraham war ar baganed dre Jezuz-Krist ha ma resevjemp dre ar feiz ar Spered a oa bet prometet. Al lezenn hag ar bromesa 15 Breudeur, komz a ran e doare an dud, pa vez startaet un emglev zoken gant tud, ne zeu den all ebet d’e derriñ pe da lakaat un dra bennak ouzhpenn warnañ. 16 Hogen ar promesaoù a zo bet graet da Abraham ha d’e lignez. N’eo ket lavaret: D’e lignezoù, evel pa vije bet meur a hini, met evel pa vije unan hepken: Ha da’z lignez, da lavarout eo Krist. 17 Setu ar pezh a lavaran: diwar-benn un emglev a oa bet a-ziaraok startaet gant Doue e Krist, al lezenn, deuet pevar c’hant tregont vloaz goude, n’he deus ket gallet e freuzañ ha terriñ ar bromesa. 18 Rak mar deufe an hêrezh dre al lezenn, ne vefe ken dre ar bromesa. Met Doue en deus e roet da Abraham dre ar bromesa. 19 Perak eta al lezenn? Lakaet eo bet abalamour d’an disentidigezh, betek donedigezh al lignez a oa bet graet ar bromesa dezhi. Embannet eo bet dre aeled ha dre zorn un hanterour. 20 Hogen an hanterour n’eo ket etre unan hepken, met Doue a zo unan hepken. 21 Ha bez’ emañ eta al lezenn a-enep promesaoù Doue? N’eo ket! Ma vije bet roet ul lezenn hag a c’hellje reiñ ar vuhez, ar reizhder a zeuje e gwirionez eus al lezenn. 22 Met ar Skritur he deus serret pep tra dindan ar pec’hed, evit ma vije roet ar bromesa dre ar feiz eus Jezuz-Krist d’ar re a gred. 23 A-raok ma teuas ar feiz, e oamp serret dindan dalc’h al lezenn, e sell d’ar feiz a dlee bezañ diskuliet. 24 Evel-se al lezenn a zo bet hor rener en deus hon degaset da Grist, evit ma vijemp reishaet dre ar feiz. 25 Met ar feiz o vezañ deuet, n’emaomp ken dindan ar rener-se. N’out ket sklavour ken, met mab 26 Rak holl oc’h mibien da Zoue dre ar feiz e Jezuz-Krist, 27 c’hwi-holl hag a zo bet badezet e Krist, hoc’h eus gwisket Krist warnoc’h. 28 N’eus ken na Yuzev na Gresian, n’eus ken na sklavour na den frank, n’eus ken na gwaz na gwreg, rak holl emaoc’h unan e Jezuz-Krist. 29 Ha mar d-oc’h da Grist, ez oc’h lignez Abraham hag an heritourien hervez ar bromesa. |