Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Filipiz 1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 1

1 Paol ha Timote, servijerien Jezuz-Krist, d’an holl sent e Jezuz-Krist a zo e Filipi, d’an eskibien ha d’an diagoned:

2 Ar c’hras hag ar peoc’h ra vo roet deoc’h a-berzh Doue hon Tad hag an Aotrou Jezuz-Krist!


Trugarekadennoù ha pedennoù

3 Trugarekaat a ran va Doue bep gwech ma soñjan ennoc’h,

4 o pediñ bepred evidoc’h holl gant levenez em holl c’houlennoù,

5 abalamour ma hoc’h eus bet lod en Aviel adalek an deiz kentañ betek vremañ.

6 Krediñ a ran gant fiziañs penaos an hini en deus deraouet an oberenn vat-se ennoc’h he feurc’hraio betek deiz Jezuz-Krist.

7 Reizh eo em befe ar menozioù-se ac’hanoc’h holl, rak me am eus ac’hanoc’h holl em c’halon, c’hwi kenlodeien ganin er c’hras, hag em ereoù hag e difenn an Aviel hag o startaat anezhañ.

8 Rak Doue a zo test din pegement e karan ac’hanoc’h holl a-greiz kalon e Jezuz-Krist.

9 Pediñ a ran evit kement-mañ, evit ma kresko ho karantez muioc’h muiañ e pep anaoudegezh hag e pep skiant,

10 evit ma c’hellot anavezout an traoù a zo dispar ha ma viot glan ha divlam a-benn deiz Jezuz-Krist,

11 leuniet gant frouezh ar reizhder a zo dre Jezuz-Krist, evit gloar ha meuleudi Doue.


Paol ereet evit Krist

12 Koulskoude, breudeur, e fell din e ouefec’h penaos ar pezh a zo c’hoarvezet ganin a zo troet kentoc’h evit kreskadurezh an Aviel,

13 en hevelep doare ma’z eo deuet va ereoù enorus e Krist er pretordi a-bezh hag en holl lec’hioù all,

14 hag an darn vrasañ eus ar vreudeur en Aotrou, o kemer kalon em ereoù, a gred disklêriañ ar ger gant muioc’h a hardizhegezh hag hep aon.

15 Gwir eo penaos hiniennoù a brezeg Krist dre avi ha tabut, met reoù all a ra a volontez vat.

16 Darn a brezeg Krist gant ur mennozh a dabut ha nann gant glanded, o krediñ kreskiñ va glac’har em ereoù,

17 met ar re all a ra dre garantez, oc’h anavezout penaos on bet lakaet evit difenn an Aviel.

18 N’eus forzh? E pep doare bennak ma vefe, pe dre ur gred diskouezus pe gant wirionez, Krist a zo prezeget, hag eus kement-se en em laouenaan hag en em laouenain c’hoazh.

19 Rak gouzout a ran e troio kement-se da’m silvidigezh dre ho pedennoù ha dre sikour Spered Jezuz-Krist,

20 hervez va gortoz start ha va esperañs, penaos ne’m bo mezhegezh e netra, met penaos en holl fiziañs e vo rentet gloar da Grist em c’horf c’hoazh bremañ evel bepred, pe dre va buhez pe dre va marv.

21 Rak evidon Krist eo ar vuhez, hag ar marv a zo din ur gounid.

22 Met mar d-eo mat evit va labour bevañ er c’hig, n’ouzon ket ar pezh a dlean c’hoantaat.

23 Gwasket on eus an daou du, o kaout ar c’hoant da zilojañ ha da vezañ gant Krist, ar pezh a vefe kalz gwelloc’h din,

24 met talvoudusoc’h e vefe deoc’h e chomfen er c’hig.

25 Anavezout mat a ran, me a chomo hag a gendalc’ho ganeoc’h holl, evit ho kreskidigezh hag ho levenez er feiz,

26 evit m’ho po ennon, dre va distro en ho touez, ul lec’h d’en em veuliñ gant leunder e Jezuz-Krist.


An hevelep stourm

27 Lakait evezh hepken d’en em ren en un doare dellezek eus Aviel Krist, evit, pe e teuin d’ho kwelout pe e vin ezvezant, ma klevin lavarout ac’hanoc’h e talc’hit start en un hevelep spered da stourm gant un hevelep ene evit feiz an Aviel,

28 hep kaout aon e doare ebet eus an enebourien, ar pezh a zo evito ur brouenn a gollidigezh met evidoc’h a silvidigezh. Ha kement-se eo a-berzh Doue,

29 rak roet en deus deoc’h ar c’hras, abalamour da Grist, nann hepken da grediñ ennañ met c’hoazh da c’houzañv evitañ,

30 o ren ur stourm heñvel ouzh an hini ma hoc’h eus va gwelet ennañ ha ma’c’h anavezit emaon c’hoazh ennañ.

Lean sinn:



Sanasan