Ezekiel 9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 9 1 Hag e krias a vouezh uhel da'm divskouarn o lavarout: Tostait kastizerien kêr, pep hini gant e venveg-distrujañ en e zorn. 2 Setu c'hwec'h den a zeuas dre hent an nor uhelañ troet etrezek an hanternoz, pep hini gant e venveg-distrujañ en e zorn. En o zouez e oa un den gwisket gant lin, o tougen ur pod-liv skriver en e c'houriz. Mont a rejont e-barzh hag en em zalc'hjont e-kichen an aoter arem. 3 Neuze gloar Doue Israel a savas dreist ar cherubin ma oa warnañ, etrezek treuzoù an ti. Hag e c'halvas an den gwisket gant lin, an hini a zouge ur pod-liv skriver en e c'houriz. 4 An AOTROU a lavaras dezhañ: Kae dre greiz kêr, dre greiz Jeruzalem, hag e ri ur merk war dal an dud a hirvoud hag a huanad en abeg d'an holl euzhusterioù a vez graet en he c'hreiz. 5 Hag e lavaras d'ar re all, en doare ma klevjen: Tremenit dre gêr war e lerc'h, ha skoit! Ra n'esperno ket ho lagad, ha ra viot didruez. 6 Lazhit anezho holl betek an distruj: tud kozh, tud yaouank, gwerc'hezed, bugale, maouezed; met na dostait ket ouzh kement hini a zougo ar merk; krogit gant va santual. Kregiñ a rejont gant ar re gozh a oa dirak an ti. 7 Hag e lavaras dezho: Saotrit an ti, leugnit al leurenn gant an dud lazhet. Kit er-maez! Hag ez ejont er-maez hag e skojont e kêr. 8 Evel ma skoent ha ma chomen c'hoazh eno, e kouezhis war va dremm hag e kriis o lavarout: A! AOTROU Aotrou! Ha fellout a ra dit distrujañ holl nemorant Israel, en ur skuilhañ da fulor war Jeruzalem? 9 Hag e lavaras din: Direizhder ti Israel ha Juda a zo bras dreist pep muzul, hag ar vro a zo leun a wad, kêr a zo leun a falloni. Rak e lavaront: An AOTROU en deus dilezet ar vro, an AOTROU ne wel ket. 10 Ha me ivez, va lagad n'esperno ket, hag e vin didruez, hag e lakain o hentoù war o fenn. 11 Ha setu, an den gwisket gant lin hag a zouge ur pod-liv en e c'houriz a gontas ar pezh a oa bet graet o lavarout: Graet em eus evel ma ez poa gourc'hemennet din. |