Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Ezekiel 8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 8

1 D'ar c'hwec'hvet bloaz, d'ar c'hwec'hvet miz, d'ar pempvet eus ar miz, evel ma oan azezet em zi ha ma oa henaourien Juda azezet dirazon, e kouezhas warnon dorn an Aotrou AOTROU.

2 Neuze e sellis, ha setu e veze gwelet evel ur stumm tan; adalek stumm e zivgroazell betek traoñ e oa tan. Adalek e zivgroazell betek krec'h e oa ur stumm gouloù o skediñ evel liv arem lufret.

3 Hag ec'h astennas doare un dorn, a grogas ennon dre vlev va fenn. Ar Spered am savas etre an douar hag an neñv hag am degasas da Jeruzalem e gweledigezhioù doueel, ouzh toull dor an diabarzh troet etrezek an hanternoz, e-lec'h ma en em gave idol ar warizi, a atiz gwarizi.

4 Ha setu, gloar Doue Israel a oa eno, evel m'em boa e welet e gweledigezh en draonienn.

5 Hag e lavaras din: Mab an den, sav da zaoulagad etrezek hent an hanternoz. Neuze e savis va daoulagad etrezek hent an hanternoz, ha setu, etrezek an hanternoz, ouzh dor an aoter, en digor, e oa idol ar warizi-mañ.

6 Hag e lavaras din: Mab an den, hag e welez ar pezh a ra an dud-se hag an euzhusterioù bras a ra amañ ti Israel, evit pellaat ac'hanon diouzh va santual? Met tro, hag e weli c'hoazh euzhusterioù brasoc'h.

7 Degas a reas ac'hanon da zigor al leurenn; hag e sellis, ha setu, e oa un toull er voger.

8 Hag e lavaras din: Mab an den, treuz ar voger. Hag e treuzis ar voger, ha setu, e oa un nor.

9 Hag e lavaras din: Kae e-barzh, ha gwel an euzhusterioù fallakr a reont amañ.

10 Mont a ris eta hag e sellis, ha setu ma oa a bep seurt stlejviled ha loened euzhus hag idoloù ti Israel livet war ar voger tro-dro.

11 Bez' e oa dek den ha tri-ugent a-douez henaourien ti Israel, gant Jaazania mab Shafan en o zouez. Hag en em zalc'hent en o sav dirazo, pep hini un ezañsouer en e zorn, a-belec'h e save ur goabrenn deñval a ezañs.

12 Hag e lavaras din: Mab an den, hag ec'h eus gwelet ar pezh a ra henaourien ti Israel en deñvalijenn, pep hini en e gambr skeudennoù? Rak e lavaront: An AOTROU ne wel ket ac'hanomp, an AOTROU en deus dilezet ar vro.

13 Hag e lavaras din: Met tro, hag e weli c'hoazh euzhusterioù brasoc'h a reont.

14 Degas a reas ac'hanon da zigor dor ti an AOTROU troet etrezek an hanternoz. Ha setu ma oa aze maouezed o ouelañ Tammuz.

15 Hag e lavaras din: Mab an den, hag ec'h eus gwelet? Met tro, hag e weli c'hoazh euzhusterioù brasoc'h.

16 Hag e tegasas ac'hanon da leurenn an diabarzh eus ti an AOTROU, ha setu, e digor templ an AOTROU, etre ar porched hag an aoter, e oa war-dro pemp den warn-ugent o treiñ o c'hein da dempl an AOTROU, o dremm etrezek ar sav-heol, o stouiñ dirak an heol etrezek ar sav-heol.

17 Hag e lavaras din: Mab an den, hag ec'h eus gwelet? Ha re nebeut eo evit ti Juda ober an traoù euzhus a reont amañ? Rak leuniet o deus ar vro gant feulster hag atizet o deus va c'hounnar. Ha setu, e tostaont ur skourrig ouzh o fri.

18 Ha me ivez a raio gant fulor, va lagad n'esperno ket, hag e vin didruez. Pa griint a vouezh uhel da'm divskouarn, ne selaouin ket outo.

Lean sinn:



Sanasan