Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Ezekiel 7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 7

1 Komz an AOTROU a voe disklêriet din o lavarout:

2 Ha te, mab an den, evel-henn e komz an Aotrou AOTROU ouzh bro Israel: An diwezh! An diwezh a zeu war bevar c'horn ar vro!

3 Bremañ emañ an diwezh warnout, hag e kasin va c'hounnar a-enep dit, hag e varnin ac'hanout hervez da hentoù, hag e lakain warnout da holl euzhusterioù.

4 Va lagad n'esperno ket ac'hanout, hag e vin didruez, hag e lakain warnout da hentoù, ha da euzhusterioù a vo en da greiz, hag e ouiot ez on me an AOTROU.

5 Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Ur gwalleur, ur gwalleur nemetañ! Setu, dont a ra!

6 An diwezh a zeu, an diwezh a zeu! Dihunet eo a-enep dit! Setu, dont a ra!

7 Da dro a zo deuet, annezad ar vro! Ar mare a zo deuet, an deiz a dosta, deiz a spouron, ha ne vo kriadenn ebet war ar menezioù.

8 Bremañ emaon o vont da skuilhañ va fulor warnout ha da deurel va c'hounnar a-enep dit, hag e varnin ac'hanout hervez da hentoù, hag e lakain warnout da holl euzhusterioù.

9 Va lagad n'esperno ket ac'hanout, hag e vin didruez, hag e lakain warnout da hentoù, da euzhusterioù a vo en da greiz, hag e ouiot ez on me an AOTROU a sko.

10 Setu an deiz! Setu, dont a ra! Da dro a zo deuet, bleuniet eo ar wialenn! Dispaket eo al lorc'hentez!

11 Ar feulster a sav evit dont da vezañ gwialenn an drougiezh, ne vano netra anezho, nag eus o engroez, nag eus o safar, ha den ne hirvoudo warno.

12 Ar mare a zo deuet, an deiz a dosta! Ra ne vo ket laouen ar prener, ra ne vo ket glac'haret ar gwerzher, rak ez eus fulor a-enep o holl engroez.

13 Rak ar gwezher ne zistroio ket d'ar pezh en devo gwerzhet, ha pa vefe bev zoken, rak ar weledigezh diwar-benn o holl engroez ne vo ket torret, ha den n'en em greñvaio e direizhder e vuhez.

14 Seniñ a ra an drompilh ha pep tra a zo prest, met den ne gerzh d'an emgann, rak emañ va c'hounnar war o holl engroez.

15 Ar c'hleze en diavaez, ar vosenn hag an naonegezh en diabarzh! An hini a vo er parkeier a varvo dre ar c'hleze, an hini a vo e kêr a vo debret gant an naonegezh hag ar vosenn.

16 Ar re a zo en em dennet a dec'ho, hag e vint heñvel ouzh koulmed an traoniennoù war ar menezioù, an holl o huanadiñ, pep hini evit e zireizhder.

17 An holl zornioù a vo dinerzh, an holl c'hlinoù a deuzo da zour.

18 En em c'hourizañ a raint gant seier, ar spouron o goloio, ar vezh a vo war o holl zremmoù, o holl bennoù a vo touzet.

19 Teurel a raint o arc'hant er straedoù, o aour a vo un heug dezho. Nag o arc'hant nag o aour ne c'hellint o dieubiñ da zeiz kounnar bras an AOTROU. Ne roint ket o gwalc'h d'o eneoù, ne leugnint ket o bouzelloù, rak o direizhder a zeu da vezañ ur maen-kouezh evito.

20 Lorc'hus e oant eus o c'hinklerezh kaer, met graet o deus gantañ skeudennoù eus o euzhusterioù hag eus o zraoù kasonius. Setu perak em eus graet anezhañ un heug dezho.

21 E reiñ a rin evel preizh da zaouarn an diavaezidi, hag evel diwisk da re zrouk an douar, a saotro anezhañ.

22 Hag e tistroin va dremm diouto, hag e vo saotret va lec'h kuzhet; tud taer a zeuio ennañ hag en saotro.

23 Kempenn chadennoù! Rak ar vro a zo leun a dorfedoù, ha kêr a zo leun a feulster.

24 Me a lakaio da zont an droukañ eus ar broadoù, hag e tiberc'hennint o ziez, hag e lakain da baouez lorc'h ar re c'halloudek, hag e vo saotret o lec'hioù santel.

25 An distruj a zeu! Klask a raint ar peoc'h, met ne vo ket.

26 Gwalleur war walleur a zeuio, hag e vo brud war vrud. Goulenn a raint ur weledigezh digant ar profed, met al lezenn a vo kollet gant an aberzhourien, hag ar c'huzul gant an henaourien.

27 Ar roue a zougo kañvoù, ar priñs a wisko dic'hoanag, daouarn pobl ar vro a greno. Ober a rin dezho hervez o hentoù, hag o barnin hervez o barnedigezhioù, hag e ouezint ez on me an AOTROU.

Lean sinn:



Sanasan