Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Ezekiel 6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 6

1 Komz an AOTROU a voe disklêriet din o lavarout:

2 Mab an den, tro da zremm ouzh menezioù Israel, hag e profedi a-enep dezho.

3 Lavar: Menezioù Israel, selaouit komz an Aotrou AOTROU. Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU d'ar menezioù ha d'ar c'hrec'hiennoù, d'ar stêrioù ha d'an traoniennoù: Setu me amañ, hag e lakain ar c'hleze da zont warnout, hag e tistrujin hoc'h uhellec'hioù.

4 Hoc'h aoterioù a vo diskaret, ho peulioù-heol a vo bruzunet, hag e lakain da gouezhañ ho lazhidi dirak hoc'h idoloù.

5 Lakaat a rin korfoù marv mibien Israel dirak o idoloù, hag e stlabezin hoc'h eskern en-dro d'hoc'h aoterioù.

6 El lec'h m'emaoc'h o chom, ho kêrioù a vo gwastet, an uhellec'hioù a zeuio da vezañ distro, en doare ma vo gwastet ha diskaret hoc'h aoterioù, bruzunet ha distrujet hoc'h idoloù, lakaet a dammoù ho peulioù-heol, kaset da netra hoc'h oberennoù.

7 Al lazhidi a gouezho en ho touez, hag e ouiot ez on me an AOTROU.

8 Koulskoude e lezin un nemorant ac'hanoc'h, a dec'ho dirak ar c'hleze e-touez ar broadoù, pa viot stlabezet e meur a vro.

9 Ho re hag a vo en em dennet o devo soñj ac'hanon e-touez ar broadoù ma vint dalc'het enno, dre ma em bo rannet o c'halon avoultr a zo en em zistroet diouzhin, kenkoulz hag o daoulagad avoultr a zo aet war-lerc'h o idoloù. Heug o devo outo o-unan en abeg d'an droug o devo graet hag en abeg d'o holl euzhusterioù.

10 Hag e ouezint ez on me an AOTROU, ha n'eo ket en aner am eus gourdrouzet anezho eus an holl boanioù-se.

11 Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Sko gant da zorn, sko gant da droad, ha lavar: Siwazh, evit an holl euzhusterioù fall ti Israel! Rak e kouezhint dre ar c'hleze, dre an naonegezh ha dre ar vosenn.

12 An hini a vo pell a varvo dre ar vosenn, an hini a vo tost a gouezho dre ar c'hleze, an hini a vo manet hag a vo sezizet a varvo dre an naonegezh. Evel-se e vo sevenet va c'hounnar a-enep dezho.

13 Hag e ouiot ez on me an AOTROU pa vo o lazhidi gourvezet e-touez o idoloù, en-dro d'o aoterioù, war bep krec'hienn uhel, war bep lein menez, dindan pep gwezenn c'hlas, dindan pep dervenn dev, e pep lec'h ma kinnigent c'hwezh-vat d'o holl idoloù.

14 Astenn a rin va dorn warno, hag e lakain ar vro da vezañ gwastet, krinoc'h eget gouelec'h Dibla, hag e ouezint ez on me an AOTROU.

Lean sinn:



Sanasan