Ezekiel 5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 5 1 Ha te, mab an den, kemer ur c'hleze lemm, ha kemer ivez un aotenn varver a dremeni war da benn ha war da varv. Hag e kemeri ur valañs da bouezañ, hag e lodenni ar pezh az po troc'het. 2 Un drederenn a zevi en tan e kreiz kêr, pa vo peursevenet deizioù ar seziz; un drederenn a skoi gant ar c'hleze tro-dro dezhi; an drederenn diwezhañ a stlabezi en avel, hag e tennin ar c'hleze war o lerc'h. 3 Koulskoude e kemeri un nebeudig anezho, a lakai e pleg da vantell. 4 Hag eus ar re-se c'hoazh e kemeri reoù bennak a daoli e-kreiz an tan hag a zevi en tan. Ac'hane e teuio un tan a-enep holl di Israel. 5 Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu ar Jeruzalem-mañ am boa lakaet e-kreiz ar broadoù hag ar broioù a zo en-dro dezhi. 6 Troet he deus va barnedigezhioù da fallagriezh muioc'h eget ar broadoù, ha va reolennoù muioc’h eget ar broioù a zo en-dro dezhi, rak disprizet o deus va barnedigezhioù ha n'o deus ket kerzhet hervez va reolennoù. 7 Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Dre ma'z oc'h en em ziskouezet disentoc'h eget ar broadoù a zo en-dro deoc'h, ma n'hoc'h eus ket kerzhet hervez va reolennoù na miret va barnedigezhioù, ma n'hoc'h eus ket zoken miret barnedigezhioù ar broadoù a zo en-dro deoc'h, 8 en abeg da-se evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu em eus droug ouzhit, hag e rin va-unan va barnedigezhioù en da greiz, dirak daoulagad ar broadoù. 9 En abeg da'z holl euzhusterioù, me a raio dit ar pezh na'm boa ket c'hoazh graet ha na rin biken ken. 10 Tadoù a zebro o mibien en da greiz, ha mibien a zebro o zadoù. Evel-se e rin va barnedigezhioù a-enep dit, hag e stlabezin an nemorant d'an holl avelioù. 11 Me a zo bev, eme an Aotrou AOTROU; saotret ac'h eus va santual gant da holl draoù kasonius ha da holl euzhusterioù, neuze me ivez en em denno, va lagad n'esperno ket ac'hanout, hag e vin didruez. 12 Un drederenn ac'hanout a varvo gant ar vosenn hag a vo kuzumet gant an naonegezh en da greiz; un drederenn a gouezho gant ar c'hleze tro-dro dit; un drederenn a stlabezin d'an holl avelioù, hag e tennin ar c'hleze war o lerc'h. 13 Sevenet e vo va c'hounnar, hag e paouezo va fulor warno, hag em bo keuz. Pa em bo sevenet va fulor a-enep dezho, e ouezint penaos me an AOTROU am eus komzet em gwarizi. 14 Ober a rin ac'hanout un distruj, un dismegañs e-touez ar broadoù a zo en-dro dit, dirak daoulagad an holl dremenidi. 15 Bez' e vi un dismegañs hag ur vezh, ur skouer hag ur souezh evit ar broadoù a zo en-dro dit, pa rin va barnedigezhioù a-enep dit, gant kounnar, gant fulor, ha gant kastizoù fuloret. Me an AOTROU am eus komzet. 16 Pa daolin a-enep dezho biroù marvus an naonegezh evit ho tiskar hag a gasin d'ho tistrujañ, e kreskin an naonegezh warnoc'h, hag e terrin evidoc'h bazh ar bara. 17 Kas a rin a-enep deoc'h an naonegezh hag al loened fall, a lamo diganit da vugale. Ar vosenn hag ar gwad a dremeno dre da zouez, hag e lakain ar c'hleze da zont warnout. Me an AOTROU am eus komzet. |