Ezekiel 48 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 48 1 Setu anvioù ar meuriadoù: Adalek penn an hanternoz, a-hed hent Hetlon, betek digor Hamad, Hazar-Enan, harz Damask war-zu an hanternoz, war vevenn Hamad, eus ar sav-heol d'ar c'huzh-heol, e vo lodenn Dan. 2 Ouzh harz Dan, eus ar sav-heol d'ar c'huzh-heol, e vo lodenn Aser. 3 Ouzh harz Aser, eus ar sav-heol d'ar c'huzh-heol, e vo lodenn Neftali. 4 Ouzh harz Neftali, eus ar sav-heol d'ar c'huzh-heol, e vo lodenn Vanase. 5 Ouzh harz Manase, eus ar sav-heol d'ar c'huzh-heol, e vo lodenn Efraim. 6 Ouzh harz Efraim, eus ar sav-heol d'ar c'huzh-heol, e vo lodenn Ruben. 7 Ouzh harz Ruben, eus ar sav-heol d'ar c'huzh-heol, e vo lodenn Juda. 8 Ouzh harz Juda, eus ar sav-heol d'ar c'huzh-heol, e vo al lodenn savet a ginnigot: pemp mil warn-ugent ilinad a ledander, hag an hirder evel unan al lodennoù eus ar sav-heol d'ar c'huzh-heol. Ar santual a vo en he c'hreiz. 9 Al lodenn a savot evel ur prof d'an AOTROU en devo pemp mil warn-ugent ilinad a hirder, ha dek mil a ledander. 10 Al lodenn santel savet-mañ a vo evito, evit an aberzhourien: pemp mil warn-ugent ouzh an hanternoz, dek mil a ledander ouzh ar c'huzh-heol, dek mil ouzh ar sav-heol, pemp mil warn-ugent ouzh ar c'hreisteiz. Santual an AOTROU a vo en he c'hreiz. 11 D'an aberzhourien santelaet e vo, da vibien Zadok, ar re o deus miret va servij ha n'o deus ket diheñchet, pa ziheñche mibien Israel evel ma tiheñche al Levited. 12 Dezho e vo ul lodenn savet diwar al lodenn savet diaraok diwar ar vro, ul lodenn santel-meurbet, a-hed harz al Levited. 13 Ouzh harz an aberzhourien, al Levited o devo pemp mil warn-ugent ilinad a hirder, ha dek mil a ledander. An holl hirder a vo pemp mil warn-ugent, hag al led a vo dek mil. 14 Ne werzhint ha ne eskemmint netra diouti, frouezh kentañ ar vro ne vint ket douget eno, rak un dra santel eo evit an AOTROU. 15 Ar pemp mil a chomo e ledander, diwar ar pemp mil warn-ugent, a vo ul lec'h boutin evit kêr, evit he chomlec'hioù hag evit he fabourzioù. Kêr a vo er c'hreiz. 16 Ha setu he muzulioù: kostez an hanternoz, pevar mil pemp kant; kostez ar c'hreisteiz, pevar mil pemp kant; kostez ar sav-heol, pevar mil pemp kant; kostez ar c'huzh-heol, pevar mil pemp kant. 17 Fabourzioù kêr o devo ouzh an hanternoz daou-c'hant hanter-kant, ouzh ar c'hreisteiz daou-c'hant hanter-kant, ouzh ar sav-heol daou-c'hant hanter-kant, ouzh ar c'huzh-heol daou-c'hant hanter-kant. 18 Ar pezh a chomo war an hirder a-hed al lodenn savet diwar al lodenn santel, en devo dek mil ouzh tu ar sav-heol ha dek mil ouzh tu ar c'huzh-heol. Hag e vo a-hed al lodenn savet diwar al lodenn santel, ha leve an daou bennad-se a vo ar boued evit ar re a labouro e kêr. 19 Ar re a labouro e kêr, a-douez holl veuriadoù Israel, a labouro er pennadoù-se. 20 An holl lodenn savet he devo pemp mil warn-ugent war bemp mil warn-ugent. Ur c'harrez e vo al lodenn savet, oc'h enderc'hel domani kêr. 21 An nemorant a vo evit ar priñs, d'an daou du d'al lodenn savet santel ha da zomani kêr, a-hed ar pemp mil warn-ugent eus al lodenn savet betek harz ar sav-heol, ha war-zu ar c'huzh-heol a-hed ar pemp mil warn-ugent betek harz ar c'huzh-heol, a-hed al lodennoù, evit ar priñs; al lodenn savet santel ha santual an ti a vo er c'hreiz. 22 Evel-se, d'ar priñs e vo ar pezh en em gavo etre harz Juda hag harz Benjamin, nemet domani al Levited ha domani kêr, a vo e-kreiz domani ar priñs. 23 Ha setu evit nemorant ar meuriadoù. Eus ar sav-heol d'ar c'huzh-heol, e vo lodenn Venjamin. 24 Ouzh harz Benjamin, eus ar sav-heol d'ar c'huzh-heol, e vo lodenn Simeon. 25 Ouzh harz Simeon, eus ar sav-heol d'ar c'huzh-heol, e vo lodenn Isakar. 26 Ouzh harz Isakar, eus ar sav-heol d'ar c'huzh-heol, e vo lodenn Zabulon. 27 Ouzh harz Zabulon, eus ar sav-heol d'ar c'huzh-heol, e vo lodenn C'had. 28 Ouzh harz Gad, war-zu ar c'hreisteiz: Ouzh ar c'hreisteiz, an harz a vo adalek Tamar betek doureier Meriba e Kadesh, a-hed ar froud betek ar Mor Bras. 29 Honnezh eo ar vro a lodennot dre ar sord en hêrezh da veuriadoù Israel, hag ar re-se eo o lodennoù, eme an Aotrou AOTROU. 30 Setu amañ monedigezhioù kêr: Ouzh tu an hanternoz, ar muzul a vo pevar mil pemp kant ilinad, 31 ha dorojoù kêr a vo anvet hervez meuriadoù Israel: teir dor ouzh an hanternoz, unan anvet dor Ruben, unan anvet dor Juda, unan anvet dor Levi. 32 Ouzh tu ar sav-heol, pevar mil pemp kant, ha teir dor, unan anvet dor Jozef, unan anvet dor Venjamin, unan anvet dor Zan. 33 Ouzh tu ar c'hreisteiz, pevar mil pemp kant, ha teir dor, unan anvet dor Simeon, unan anvet dor Isakar, unan anvet dor Zabulon. 34 Ouzh tu ar c'huzh-heol, pevar mil pemp kant, ha teir dor, unan anvet dor C'had, unan anvet dor Aser, unan anvet dor Neftali. 35 An dro he devo triwec'h mil ilinad, hag adalek hiziv, anv kêr a vo: An AOTROU a zo amañ. |