Ezekiel 47 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 47 1 Hag e kasas ac'hanon en-dro da zor an ti. Ha setu, dour a zeue er-maez a-zindan treuzoù an ti ouzh ar sav-heol, rak talbenn an ti a selle etrezek ar sav-heol, hag an dour a ziskenne a-zindan kostez dehou an ti, er c'hreisteiz d'an aoter. 2 Hag e kasas ac'hanon er-maez dre zor an hanternoz, hag e reas din treiñ dre an hent diavaez betek an nor diavaez, war an hent a selle etrezek ar sav-heol. Ha setu, an dour a rede eus ar c'hostez dehou. 3 Pa'z eas an den war-raok war-zu ar sav-heol, e talc'he en e zorn ur gordenn, hag e vuzulias mil ilinad, hag e reas din tremen a-dreuz an dour: an dour a zeue betek va daouufern. 4 Hag e vuzulias c'hoazh mil ilinad, hag e reas din tremen a-dreuz an dour: an dour a zeue betek va daoulin. Hag e vuzulias c'hoazh mil, hag e reas din tremen a-dreuz an dour, a zeue betek va divgroazell. 5 Hag e vuzulias c'hoazh mil, hag e oa ur froud na c'hellen ket treuziñ, rak an doureier o doa kresket, hag e oa ret neuñviñ; ar froud na c'helled ket treuziñ. 6 Neuze e lavaras din: Mab an den, ha gwelet ec'h eus? Hag e renas ac'hanon war ribl ar froud. 7 Pa oan deuet en-dro, setu, war an daou ribl eus ar froud e oa kalz a wez. 8 Hag e lavaras din: An doureier-se a ya da rannvro ar sav-heol, hag e tiskennint er blaenenn, hag ez aint er mor. Pa vint en em daolet er mor, e zoureier a zeuio da vezañ yac'h. 9 Pep boud bev a fiñv a vevo en holl lec'hioù ma redo an daou froud, hag e vo kalz a besked. Pa zeuio ar froud, yac'haet e vo an doureier, ha pep tra a vevo e-lec'h ma redo. 10 Pesketaerien en em zalc'ho war ar ribloù, hag e vo stegnet rouedoù adalek En-Gedi betek En-Eglaim. Ar pesked a vo hervez o rumm, evel pesked ar Mor Bras, gwall-niverus. 11 E baludoù hag e boulloù ne vint ket yac'haet, lezet e vint evit an holen. 12 E-kichen ar froud-se, war e ribloù, ouzh an daou du, e kresko gwez-frouezh a bep seurt, na weñvo ket o delioù ha na baouezo ket o frouezh. Bep miz e roint frouezh nevez, rak e teuio an doureier eus ar santual. O frouezh a vo ur boued hag o delioù a vo louzeier. 13 Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu harzoù ar vro en devo daouzek meuriad Israel da hêrezh; Jozef en devo div lodenn. 14 Hoc'h hêrezh a vo deoc'h, d'an eil ha da egile, savet em eus va dorn he reiñ d'ho tadoù, hag e kouezho ar vro-se en hêrezh deoc'h. 15 Setu harzoù ar vro ouzh tu an hanternoz: Adalek ar Mor Bras, hent Hetlon betek Zedad, 16 Hamad, Berota, Sibraim, a zo etre harz Damask hag harz Hamad, Hazer-Hattikon etrezek harz Havran. 17 An harz a vo adalek ar mor e Hazar-Enan, harz Damask, an hanternoz tre, hag harz Hamad. Setu kostez an hanternoz. 18 Ouzh tu ar sav-heol: Adalek etre Havran, Damask, Galaad ha bro Israel, ar Jordan. Muzuliañ a reot adalek harz an hanternoz betek Mor ar Sav-heol. Setu kostez ar sav-heol. 19 Ouzh tu ar c'hreisteiz: Ouzh ar c'hreisteiz, adalek Tamar betek doureier Meriba e Kadesh, a-hed ar froud betek ar Mor Bras. Setu kostez ar c'hreisteiz. 20 Ouzh tu ar c'huzh-heol: Ar Mor Bras, adalek harz ar c'hreisteiz betek digor Hamad. Setu kostez ar c'huzh-heol. 21 Hag e lodennot ar vro-se etrezoc'h, hervez meuriadoù Israel. 22 He lodennañ a reot dre ar sord, evidoc'h hag evit an diavaezidi o chom en ho touez hag a vo tad da vibien en ho touez. Bez' e vint evidoc'h evel an henvroidi e-touez mibien Israel, hag o devo un hêrezh ganeoc'h e-touez meuriadoù Israel. 23 Hag e roiot d'an diavaeziad e hêrezh er meuriad a vo o chom ennañ, eme an Aotrou AOTROU. |