Ezekiel 46 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 46 1 Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Dor al leurenn diabarzh, an hini a sell etrezek ar sav-heol, a vo serret e-pad ar c'hwec'h devezh labour, met digoret e vo d'an deiz sabad, ha digoret e vo da zeiz al loar nevez. 2 Ar priñs a yelo e-barzh dre hent porzh an nor diavaez, hag en em zalc'ho e-kichen post an nor, e-pad ma kinnigo an aberzhourien e loskaberzh hag e aberzhoù a drugarekadennoù. Hag ec'h azeulo war dreuzoù an nor, hag ez aio kuit, met an nor ne vo ket serret betek an abardaez. 3 Pobl ar vro a azeulo an AOTROU ouzh toull an nor-se da zeizioù ar sabad ha d'al loarioù nevez 4 Al loskaberzh a ginnigo ar priñs d'an AOTROU d'an deiz sabad a vo c'hwec'h oan disi hag un tourz disi, 5 hag e zonezon a vo un efa dre dourz, e zonezon evit an oaned a vo evel ma c'hello reiñ, gant un hin a eoul dre efa. 6 Da zeiz al loar nevez e kinnigo ur c'hole yaouank disi, c'hwec'h oan hag un tourz, a vo disi, 7 hag e kinnigo evel donezon un efa dre gole, un efa dre dourz, evit an oaned evel ma c'hello reiñ, gant un hin a eoul dre efa. 8 Pa'z aio ar priñs e-barzh, e yelo e-barzh dre hent porzh an nor, hag ez aio kuit dre an hevelep hent. 9 Met pa'z aio pobl ar vro dirak an AOTROU evit ar gouelioù, an hini a yelo e-barzh dre hent dor an hanternoz evit azeuliñ a yelo kuit dre hent dor ar c'hreisteiz, hag an hini a yelo e-barzh dre hent dor ar c'hreisteiz a yelo kuit dre hent dor an hanternoz, ne zistroio ket dre hent an nor ma oa aet e-barzh drezi, met ez aio kuit dre an hini rag-enep. 10 Ar priñs a yelo e-barzh en o zouez pa'z aint e-barzh. Ha pa'z aint kuit, e yelo ivez. 11 D'al lidoù ha d'ar gouelioù, an donezon a vo un efa dre gole, un efa dre dourz, hag evit an oaned evel ma c'hello reiñ, gant un hin a eoul dre efa. 12 Mar kinnig ar priñs ul loskaberzh a volontez vat pe aberzhoù a drugarekadennoù a volontez vat d'an AOTROU, e vo digoret dezhañ an nor a sell etrezek ar sav-heol, hag e kinnigo e loskaberzh hag e aberzhoù a drugarekadennoù evel ma ra d'an deiz sabad. Hag ez aio kuit, ha pa vo aet er-maez e vo serret an nor. 13 Bemdez e kinnigi ul loskaberzh d'an AOTROU, un oan eus ur bloaz, disi. E ginnig a ri bep beure. 14 Kinnig a ri ivez gantañ un donezon bep beure, ur c'hwec'hvedenn eus un efa (1/6 efa 5 l), hag un drederenn eus un hin (1/3 hin 2 l) eoul evit mezañ ar flour bleud. Un donezon d'an AOTROU eo, da viken, ur reolenn beurbad. 15 Kinniget e vo an oan, an donezon hag an eoul bep beure, evel ul loskaberzh peurbad. 16 Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Pa raio ar priñs ur prof diwar e hêrezh da unan eus e vibien, kement-se a vo d'e vibien, o dalc'h a vo evel hêrezh. 17 Met mar ra ur prof diwar e hêrezh da unan eus e servijerien, kement-se a vo dezhañ betek bloavezh ar frankiz, hag e tistroio d'ar priñs. E hêrezh a vo nemet d'e vibien, chom a raio ganto. 18 Ar priñs ne gemero netra diwar hêrezh ar bobl o diwiskañ anezho eus o dalc'h. Diwar e zalc'h eo e roio un hêrezh d'e vibien, evit na vo den ebet eus va fobl kaset kuit eus e dalc'h. 19 Hag e kasas ac'hanon dre an digor a oa ouzh kostez an nor, da gambroù santel an aberzhourien, etrezek an hanternoz. Ha setu e oa ul lec'h er foñs etrezek ar c'huzh-heol. 20 Hag e lavaras din: Amañ emañ al lec'h ma lakaio an aberzhourien da virviñ kig an aberzhoù a gablusted hag an aberzhoù-dic'haouiñ, ha ma lakaint da boazhañ an donezonoù, evit na gasint ket anezho d'al leurenn diavaez ha na santelaint ket ar bobl. 21 Hag e kasas ac'hanon er-maez d'al leurenn diavaez, hag e reas din tremen dre bevar c'horn al leurenn. Ha setu, e oa ul leurennig e pep korn eus al leurenn. 22 E pevar c'horn al leurenn e oa leurennoùigoù kloz, a zaou-ugent ilinad a hirder ha tregont a ledander. O fevar holl o doa an hevelep muzul, er c'hornioù. 23 Ur voger tro-dro a gloze anezho o-fevar, ha dindan ar mogerioù, tro-dro, e oa graet oaledoù. 24 Hag e lavaras din: Amañ emañ ar c'heginoù, e-lec'h ma vo lakaet da virviñ gant servijerien an ti aberzhoù ar bobl. |