Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Ezekiel 45 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 45

1 Pa rannot dre ar sord ar vro evel hêrezh, e savot evel ur prof d'an AOTROU, ul lodenn eus ar vro a vo santel: pemp mil warn-ugent ilinad a hirder, ha dek mil a ledander. Santel e vo en hec'h holl astennidigezh.

2 Enni e vo evit ar santual ur c'harrez a bemp kant war bemp kant, hag ur pennad frank tro-dro a hanter-kant ilinad.

3 Diwar ar muzulioù-mañ, e vuzuilhi un hirder a bemp mil warn-ugent hag ul ledander a dek mil, hag eno e vo ar santual hag al lec'h santel-meurbet.

4 Homañ a vo lodenn santel ar vro evit an aberzhourien, bez' e vo da servijerien ar santual, a dosta ouzh an AOTROU evit servijañ anezhañ. Ul lec'h e vo evit o ziez, hag ul lec'h santel evit ar santual.

5 Ar pemp mil warn-ugent a hirder war zek mil a ledander a vo d'al Levited a ra servij an ti, evel o dalc'h, gant ugent kambr.

6 Hag e kemerot evel domani-kêr pemp mil a ledander war bemp mil warn-ugent a hirder, a-hed al lodenn santel savet. Evit holl di Israel e vo.

7 Evit ar priñs e virot ul lodenn, ouzh an daou du eus al lodenn santel savet hag eus an domani-kêr, a-dal d'al lodenn santel savet ha d'an domani-kêr, ouzh tu ar c'huzh-heol etrezek ar c'huzh-heol, ouzh tu ar sav-heol etrezek ar sav-heol, war un hirder a-geñver da unan eus al lodennoù, adalek harz ar c'huzh-heol betek harz ar sav-heol.

8 E zouar e vo, e berzh en Israel, ha va friñsed ne waskint ken va fobl. Hag e lezint ar vro da di Israel, hervez e veuriadoù.

9 Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Priñsed Israel, a-walc'h! Lamit kuit an taerder hag ar skraperezh, grit hervez ar barnedigezhioù hag ar reizhder, tennit ho preizherezh diwar va fobl, eme an Aotrou AOTROU.

10 Ra vo reizh ar valañs, ha ra vo reizh an efa, reizh ar bat.

11 An efa hag ar bat o devo an hevelep muzul: ar bat a zalc'ho un dekvedenn eus un homer, hag an efa un dekvedenn eus un homer; diouzh an homer e vo o muzul.

12 Ar sikl a vo ugent gera, hag ar vinenn a vo evidoc'h ugent sikl, pemp sikl warn-ugent ha pemzek sikl.

13 Setu amañ ar prof savet a ginnigot: ur c'hwec'hvedenn eus un efa dre homer ed, hag ur c'hwec'hvedenn eus un efa dre homer heiz.

14 Ha setu ar reolenn evit an eoul, evit ur bat a eoul: un dekvedenn eus ur bat dre bep kor, a zo dek bat pe un homer, rak dek bat a ra un homer.

15 Hag un oan eus an tropell diwar daou c'hant, eus peurvanoù druz Israel, evit un donezon, evit ul loskaberzh, hag evit un aberzh a drugarekadennoù, d'ober dic'haou evito, eme an Aotrou AOTROU.

16 Holl bobl ar vro a vo rediet d'ar prof savet-se evit priñs Israel.

17 Met ret e vo d'ar priñs da reiñ al loskaberzhoù, an donezonoù, an evadkinnigoù, evit al lidoù, al loarioù nevez, an deizioù sabad, evit holl c'houelioù ti Israel. Kinnig a raio an aberzh-dic'haouiñ, an donezon, al loskaberzh hag an aberzh a drugarekadennoù, d'ober dic'haou evit ti Israel.

18 Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: D'ar c'hentañ miz, d'ar c'hentañ deiz eus ar miz, e kemeri ur c'hole yaouank disi, evit glanaat ar santual.

19 An aberzhour a gemero eus gwad an aberzh-dic'haouiñ, hag en lakaio war bostoù an ti, war bevar c'horn framm an aoter, ha war bostoù dor al leurenn diabarzh.

20 Ober a ri er memes doare d'ar seizhvet deiz eus ar miz, evit ar re o devo pec'het diratozh pe dre zievezh. Evel-se e ri dic'haou evit an ti.

21 D'ar c'hentañ miz, d'ar pevarzekvet deiz eus ar miz, e vo ar Pask: Ar gouel a bado seizh devezh, hag e vo debret bara hep goell.

22 En deiz-se, ar priñs a ginnigo evitañ hag evit holl bobl ar vro ur c'hole evel aberzh-dic'haouiñ.

23 E-pad ar seizh devezh eus ar gouel-mañ, e kinnigo evel loskaberzh d'an AOTROU seizh kole ha seizh tourz, disi, bemdez, e-pad ar seizh devezh, hag ivez ur menn-gavr, bemdez, evel aberzh-dic'haouiñ.

24 Hag e kinnigo evel donezon un efa a vleud dre gole, un efa dre dourz, hag un hin a eoul dre efa.

25 D'ar seizhvet miz, d'ar pemzekvet deiz eus ar miz, d'ar gouel, e kinnigo e-pad seizh deiz an hevelep traoù, diwar-benn an aberzh-dic'haouiñ, diwar-benn al loskaberzh, diwar-benn an donezon, ha diwar-benn an eoul.

Lean sinn:



Sanasan