Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Ezekiel 44 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 44

1 Hag e tegasas ac'hanon en-dro etrezek dor diavaez ar santual, hini ar sav-heol, ha serret e oa.

2 An AOTROU a lavaras din: An nor-mañ a vo serret ha ne vo ket digoret, den ne zeuio drezi, rak an Aotrou Doue Israel a zo aet drezi. Chom a raio serret.

3 Ar priñs hepken, evel m'eo priñs, a c'hello azezañ enni da zebriñ bara dirak an AOTROU. Mont a raio dre hent porzh an nor-mañ, hag e yelo er-maez dre an hevelep hent.

4 Hag e kasas ac'hanon etrezek dor an hanternoz, dirak an ti. Hag e sellis, ha setu, gloar an AOTROU a leunie ti an AOTROU, hag e kouezhis war va dremm.

5 An AOTROU a lavaras din: Mab an den, taol evezh, sell gant da zaoulagad, selaou gant da zivskouarn kement ez an da lavarout dit diwar-benn holl reolennoù ti an AOTROU hag e holl lezennoù. Ha taol evezh ouzh digor an ti hag ouzh holl doulloù-dor ar santual.

6 Hag e lavari d'ar re zisent, da di Israel: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Ti Israel, a-walc'h gant hoc'h holl euzhusterioù!

7 Lakaet hoc'h eus mibien an diavaezidi, tud diamdroc'h a galon ha diamdroc'h a gig, da zont e-barzh va santual ha da saotrañ va zi, kinniget hoc'h eus va bara, al lard hag ar gwad, torret hoc'h eus va emglev gant hoc'h holl euzhusterioù.

8 N'hoc'h eus ket miret servij va santual, met lakaet hoc'h eus mirerien all evit va servij em santual.

9 Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Mab diavaeziek ebet, diamdroc'h a galon ha diamdroc'h a gig, ned aio em santual, hini ebet eus mibien an diavaezidi a zo e-touez mibien Israel.

10 Hag al Levited, o deus pellaet diouzhin pa ziheñche Israel hag o deus diheñchet diouzhin evit heuliañ o idoloù, a zougo o direizhder.

11 Koulskoude e vint servijerien em santual, evit eveshaat ouzh dorojoù an ti ha servijañ en ti: lazhañ a raint evit ar bobl al loskaberzh hag an aberzhoù all, hag en em zalc'hint dirazo da servijañ anezho.

12 Peogwir o deus servijet anezho dirak o idoloù, hag o deus graet da di Israel kouezhañ en direizhder, en abeg da-se em eus savet va dorn en o enep, eme an Aotrou AOTROU, hag e tougint o direizhder.

13 Ne dostaint ket ouzhin evel aberzhour din, ne dostaint ket ouzh va zraoù santel el lec'hioù santel-meurbet, met e tougint o dismegañs hag o euzhusterioù o deus graet.

14 O lakaat a rin da virout servij va zi, evit al labourioù hag an holl bezh a vo d'ober ennañ.

15 Met an aberzhourien Levited, mibien Zadok, o deus miret servij va santual, pa o deus diheñchet diouzhin mibien Israel, int a dostaio ouzhin evit va servijañ hag en em zalc'ho dirazon evit kinnig din lard ha gwad, eme an Aotrou AOTROU.

16 Int a zeuio em santual hag a dostaio ouzh va zaol evit va servijañ, hag e virint va servij.

17 Pa zeuint e-barzh dre zorojoù al leurenn diabarzh, e wiskint dilhad lin. N'o devo ket a c'hloan warno e-pad ma servijint ouzh dorojoù al leurenn diabarzh hag e-barzh an ti.

18 Tulbanoù lin o devo war o fenn, ha brageier lin war o divgroazell; n'en em c'hourizint ket en abeg d'ar c'hwez.

19 Pa'z aint d'al leurenn diavaez, d'al leurenn diavaez etrezek ar bobl, e tiwiskint o dilhad ma o deus servijet ganto, hag o lakaint er c'hambroù santel, hag e wiskint dilhad all, evit na santelaint ket ar bobl gant o dilhad.

20 Ne douzint ket o fenn, ha ne lezint ket o blev da greskiñ, met e troc'hint o blev.

21 Aberzhour ebet ne evo gwin pa'z aio d'al leurenn diabarzh.

22 Ne gemerint ket da wreg un intañvez, nag unan gaset kuit, met e kemerint gwerc'hezed eus gouenn ti Israel, pe un intañvez a oa bet d'un aberzhour diagent.

23 Hag e kelennint da'm fobl an diforc'h etre sakr ha disakr, hag e roint dezho da ziverzout an dic'hlan diouzh ar glan.

24 Pa c'hoarvezo un tabut bennak, en em zalc'hint d'ar varn, hag e varnint hervez va barnedigezhioù. Hag e virint va lezennoù ha va reolennoù em holl c'houelioù, hag e santelaint va deizioù sabad.

25 Ned aint ket etrezek un den marv, en aon da vezañ saotret, met e c'hellint en em saotrañ evit un tad, ur vamm, ur mab, ur verc'h, ur breur, ur c'hoar n'he devo bet pried ebet.

26 Goude bezañ bet glanaet, e vo kontet dezhañ seizh devezh.

27 D'an deiz ma'z aio d'ar santual, d'al leurenn diabarzh evit ober ar servij er santual, e kinnigo e aberzh-dic'haouiñ, eme an Aotrou AOTROU.

28 Hag o devo un hêrezh: Me eo o hêrezh. Ne roiot dalc'h ebet dezho en Israel, Me eo o dalc'h.

29 Debriñ a raint an donezonoù, an aberzhoù-dic'haouiñ hag an aberzhoù a gablusted; kement tra lakaet da verz en Israel a vo dezho.

30 Frouezh kentañ eus an holl rummoù hag eus an holl brofoù savet, a bep seurt, a vo d'an aberzhourien. Hag e roiot d'an aberzhourien lodenn gentañ ho toaz, evit ma chomo ar vennozh war ho ti.

31 An aberzhourien ne zebrint ket ar c'hig eus ul loen marvet anezhañ e-unan pe diframmet, labous pe pevarzroadeg.

Lean sinn:



Sanasan