Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Ezekiel 43 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 43

1 Hag e renas ac'hanon d'an nor, an nor a selle etrezek ar sav-heol.

2 Ha setu, gloar Doue Israel a zeue eus tu ar sav-heol, e vouezh a oa evel ar vouezh eus kalz a zoureier, hag an douar a lugerne gant e c'hloar.

3 Ar weledigezh am boa neuze a oa heñvel ouzh ar weledigezh am boa bet pa oan deuet da zistrujañ ar gêr. Hag ar gweledigezhioù-se am boa bet, a oa evel ar weledigezh am boa bet tost da stêr Kebar.

4 Gloar an AOTROU a yeas e-barzh an ti dre hent an nor a selle etrezek ar sav-heol.

5 Ar Spered am savas hag am c'hasas d'al leurenn diabarzh. Ha setu, gloar an AOTROU a leunie an ti.

6 Hag e klevis unan bennak a gomze ouzhin a-ziabarzh an ti, hag un den en em zalc'he em c'hichen.

7 Hag e lavaras din: Mab an den, amañ emañ lec'h va zron, lec'h solioù va zreid, ma vin o chom ennañ da viken, e-touez mibien Israel. Ti Israel ne saotro ken va anv santel, nag int nag o rouaned, dre o gastaouerezh, na dre gorfoù marv o rouaned war o uhellec'hioù.

8 Lakaet o deus o zreuzoù tost ouzh va zreuzoù, o fostoù tost ouzh va fostoù, ken na voe nemet ur voger etrezon-me hag int. Saotret o deus va anv santel dre an traoù euzhus o deus graet, hag em c'hounnar em eus kuzumet anezho.

9 Bremañ e pellaint diouzhin o gastaouerezh ha korfoù marv o rouaned, hag e vin o chom en o zouez da viken.

10 Te, mab an den, diskouez an ti-mañ da di Israel, ma vint mezhek eus o holl zireizhderioù, ha ma vuzuilhint ar raktres.

11 Mard int mezhek eus kement o deus graet, ro dezho da anavezout doare an ti, e neuziadur, e doulloù-dor, e zigoroù, e holl zoareennoù, e holl reolennoù, e holl zoareoù, e holl lezennoù. Skriv anezho dindan o daoulagad, evit ma virint e holl zoareennoù hag e holl reolennoù ha ma raint diouto.

12 Setu lezenn an ti: War lein ar menez, e holl dakad bevennet a zo santel-meurbet. Evel-se eo lezenn an ti.

13 Setu amañ muzulioù an aoter, en ilinadoù, pep ilinad o vuzuliañ ur palvad muioc'h eget an ilinad ordinal. He diazez en deus un ilinad a uhelder, un ilinad a ledander, hag ar rizenn war e drolinenn ur rahouennad. Evel-se eo sichenn an aoter.

14 Adalek an diazez war an douar betek ar framm izelañ ez eus daou ilinad, hag al ledander a zo un ilinad. Adalek ar framm bihan betek ar framm bras ez eus pevar ilinad, hag al ledander a zo un ilinad.

15 Krec'h an oaled en deus pevar ilinad, ha diouzh an oaled e sav pevar c'horn.

16 Oaled an aoter he deus daouzek ilinad a hirder ha daouzek ilinad a ledander, ur c'harrez peurvat e oa dre he fevar c'hostez.

17 Ar framm en deus pevarzek ilinad a hirder ha pevarzek ilinad a ledander war e bevar c'hostez. Ar rizenn en-dro he deus un hanter ilinad, hag an diazez un ilinad tro-dro. An derezioù a zo troet ouzh ar reter.

18 Hag e lavaras din: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu amañ ar reolennoù diwar-benn an aoter d'an deiz ma vo graet, evit ma vo kinniget loskaberzhoù ha ma vo sparfet gwad warni.

19 Hag e roi ur c'hole yaouank evel aberzh-dic'haouiñ d'an aberzhourien, al Levited a zo eus gouenn Zadok hag a dosta ouzhin evit va servijañ, eme an Aotrou AOTROU.

20 Hag e kemeri eus e wad, a lakai war he fevar c'horn, war bevar c'hogn ar framm ha war ar rizenn tro-dro. Evel-se e c'hlanai anezhi hag e ri an dic'haou eviti.

21 Hag e kemeri ar c'hole evit an aberzh-dic'haouiñ, hag e vo devet el lec'h lakaet a-du evit-se en ti, er-maez eus ar santual.

22 D'an eil deiz e kinnigi ur bouc'h eus ar givri, disi, evel aberzh-dic'haouiñ. Hag e vo glanaet an aoter evel ma vo bet glanaet gant ar c'hole.

23 Pa ez po echuet glanaat anezhi, e kinnigi ur c'hole yaouank disi, hag un tourz eus an tropell, disi.

24 O c'hinnig a ri dirak an AOTROU; an aberzhourien a daolo holen warno, hag a ginnigo anezho evel loskaberzh d'an AOTROU.

25 E-pad seizh devezh ec'h aberzhi bemdez ur bouc'h evel aberzh-dic'haouiñ. Hag e vo aberzhet ivez ur c'hole yaouank hag un tourz eus an tropell, disi.

26 E-pad seizh devezh e ri an dic'haou evit an aoter hag e c'hlanai anezhi, hag e vo kensakret.

27 Pa vo tremenet an devezhioù-se, adalek an eizhvet deiz ha da c'houde, pa aberzho an aberzhourien o loskaberzhoù hag o aberzhoù a drugarekadennoù war an aoter-mañ, me a vo a-du ganeoc'h, eme an Aotrou AOTROU.

Lean sinn:



Sanasan