Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Ezekiel 42 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 42

1 Hag e kasas ac'hanon er-maez d'al leurenn diavaez, dre hent an hanternoz, hag em c'hasas d'ar c'hambroù a oa dirak ar pennad a zisparti ha dirak ar savadur, ouzh an hanternoz.

2 War an dalbenn ma oa dor an hanternoz, an hirder a oa kant ilinad; al ledander a oa hanter-kant ilinad.

3 A-dal d'an ugent ilinad eus al leurenn diabarzh, hag a-dal da bavezad al leurenn diavaez, e oa pondalezioù, ur bondalez a-us d'an hini all, war dri estaj.

4 Dirak ar c'hambroù e oa un alez a zek ilinad a ledander en diabarzh, hag ur wenodenn eus un ilinad. O dorojoù a oa troet ouzh an hanternoz.

5 Ar c'hambroù uhelañ a oa bihanoc'h eget ar re izelañ hag ar re greiz eus ar savadur, rak ar pondalezioù a lame lec'h diganto.

6 Tri estaj a oa, met ne oa ket kolonennoù evel kolonennoù al leurenn. Setu perak, adalek an douar, an trede estaj a oa enkoc'h eget an estaj izelañ hag an estaj kreiz.

7 Ar voger diavaez, a oa e-kichen ar c'hambroù, war-zu al leurenn diavaez, dirak ar c'hambroù, he doa hanter-kant ilinad a hirder,

8 rak hirder ar c'hambroù war al leurenn diavaez a oa hanter-kant ilinad, met diouzh tu an templ e oa kant ilinad.

9 Dindan ar c'hambroù-se e oa an nor-vont ouzh tu ar sav-heol, hag e teued eno eus al leurenn diavaez.

10 War ledander moger al leurenn, war-zu ar sav-heol, e oa kambroù, a-dal d'ar pennad a zisparti ha d'ar savadur.

11 Dirazo e oa un alez, evel dirak ar c'hambroù troet ouzh an hanternoz. An hevelep hirder hag an hevelep ledander he doa; he digoroù, he neuziadur hag he dorojoù a oa heñvel.

12 Evel-se ivez e oa gant dorojoù ar c'hambroù troet ouzh ar c'hreisteiz. E penn an alez, an alez a-dal da voger ar sav-heol, e oa un nor evit mont e-barzh drezi.

13 Hag e lavaras din: Kambroù an hanternoz ha kambroù ar c'hreisteiz, ar re a zo dirak ar pennad a zisparti, eo ar c'hambroù santel; eno, an aberzhourien hag a dosta ouzh an AOTROU a zebro an traoù santel-meurbet. Eno e lakaint an traoù santel-meurbet, an donezonoù, an aberzhoù-dic'haouiñ, an aberzhoù a gablusted, rak al lec'h-mañ a zo santel.

14 Pa vo deuet an aberzhourien e-barzh, ned aint ket eus al lec'h santel d'al leurenn diavaez, met eno e lezint o dilhad ma reont ar servij ganto, rak santel int, hag e wiskint dilhad all evit tostaat ouzh ar bobl.

15 Goude bezañ echuet muzuliañ an ti diabarzh, e reas din mont er-maez dre hent dor ar sav-heol, hag e vuzulias a-dro-war-dro.

16 Muzuliañ a reas tu ar sav-heol gant ar walenn da vuzuliañ, hag e oa pemp kant gwalenn tro-dro, gant ar walenn da vuzuliañ.

17 Hag e vuzulias tu an hanternoz, pemp kant gwalenn tro-dro, gant ar walenn da vuzuliañ.

18 Hag e vuzulias tu ar c'hreisteiz, pemp kant gwalenn, gant ar walenn da vuzuliañ.

19 Treiñ a reas etrezek tu ar c'huzh-heol, hag e vuzulias pemp kant gwalenn gant ar walenn da vuzuliañ.

20 Hag e vuzulias pevar tu ar voger-dro, pemp kant gwalenn a hirder ha pemp kant gwalenn a ledander. Hag e servije da zisrannañ al lec'h santel diouzh al lec'h disakr.

Lean sinn:



Sanasan