Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Ezekiel 41 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 41

1 Hag e kasas ac'hanon d'an templ, hag e vuzulias ar postoù, c'hwec'h ilinad a ledander ouzh un tu ha c'hwec'h ilinad ouzh an tu all, ledander an deltenn e oa.

2 Ledander toull an nor a oa dek ilinad; bez' e oa pemp ilinad ouzh un tu eus an nor, ha 5 ilinad ouzh an tu all. Hag e vuzulias e hirder, daou-ugent ilinad, hag e ledander, ugent ilinad.

3 Hag ez eas e-barzh, hag e vuzulias postoù an nor, daou ilinad, an nor, c'hwec'h ilinad, ha ledander an nor, seizh ilinad.

4 Hag e vuzulias, e diaraog an templ, e hirder, ugent ilinad, e ledander, ugent ilinad, hag e lavaras din: Emañ Sant ar sent el lec'h-mañ.

5 Hag e vuzulias moger an ti, c'hwec'h ilinad, ledander ar c'hambroù-kostez a zo tro-dro d'an ti ouzh an tuoù, pevar ilinad.

6 Ar c'hambroù-kostez a oa war dri estaj, tregont dre estaj. Mont a raent en ur voger savet evit ar c'hambroù-mañ tro-dro d'an ti, hag e harpent outi, hep harpañ ouzh moger an ti.

7 Muioc'h e save en estajoù ar c'hambroù, muioc'h e teue da vezañ ledan ar voger tro-dro, rak e oa ur skalieroù biñsek tro-dro d'an ti. Ledander an ti a oa brasoc'h war-grec'h, hag e pigned eus an estaj izelañ d'an estaj uhelañ dre an hini kreiz.

8 Hag e welis an uhelenn tro-dro, a oa an ti warni. Diazezoù ar c'hambroù-kostez a oa ur walenn leun, da lavarout eo c'hwec'h ilinad bras.

9 Tevder ar voger diavaez evit ar c'hambroù-kostez a oa pemp ilinad. Ar pennad etre kambroù-kostez an ti

10 ha ar c'hambroù tro-dro d'an ti a oa ledan a ugent ilinad tro-dro.

11 Dorojoù-mont ar c'hambroù-kostez a skoe war-zu ur pennad goullo, un nor ouzh an hanternoz hag un nor ouzh ar c'hreisteiz. Ledander ar pennad goullo a oa pemp ilinad tro-dro.

12 Ar savadur a oa dirak ar pennad a zisparti, war-zu ar c'huzh-heol, a oa ledan a zek ilinad ha tri-ugent. Tevder ar voger tro-dro a oa pemp ilinad, hag hec'h hirder dek ilinad ha pevar-ugent.

13 Hag e vuzulias an ti, kant ilinad a hirder, hag ar pennad a zisparti, ar savadur hag e voger, kant ilinad a hirder.

14 Ledander talbenn an ti hag ar pennad a zisparti, war-zu ar sav-heol, a oa kant ilinad a hirder.

15 Hag e vuzulias hirder ar savadur dirak ar pennad a zisparti a oa en a-dreñv, hag e bondalezioù a bep tu, kant ilinad. An templ diabarzh, porzhioù al leurenn,

16 ar postoù, an treuzoù, ar prenestroù kaelet, ar pondalezioù tro-dro, en o zri estaj a-dal d'an treuzoù, a oa goloet gant ul lambrusk-koad tro-dro, adalek an douar betek ar prenestroù. Serret e oa ar prenestroù.

17 A-us d'an nor, en diabarzh an ti hag er-maez, an holl voger, tro-dro en diabarzh hag en diavaez, holl a oa hervez ar muzul.

18 Treset e oa cherubined ha palmezennoù, ur balmezenn e oa etre ur cherubin hag ar cherubin all. Pep cherubin en doa daou zremm,

19 dremm un den war-zu palmezenn un tu ha dremm ul leon yaouank war-zu palmezenn an tu all. Evel-se e oa treset ouzh an ti a-bezh, tro-dro.

20 Adalek an douar betek dreist an nor, e oa cherubined ha palmezennoù treset, hag e oa evel-se ivez war voger an templ.

21 Postoù an templ a oa karrezek, evel talbenn ar santual. Stumm an hini kentañ a oa stumm an eil.

22 An aoter-goad a oa uhel a dri ilinad hag hir a daou ilinad. He c'hornioù, hec'h hed hag he c'hostezioù a oa e koad. Hag e lavaras din: Amañ emañ an daol a zo dirak an AOTROU.

23 An templ hag ar santual o devoa div zor.

24 Hag an dorojoù o doa daou stalaf a blege, daou stalaf evit un nor ha daou evit an hini all.

25 Treset e oa cherubined ha palmezennoù war zorojoù an templ, evel war ar mogerioù. War dalbenn ar porzh, en diavaez, e oa ur brenn-goad.

26 Hag e oa ivez prenestroù kaelet ha palmezennoù ouzh un tu hag ouzh an tu all eus kostezioù ar porzh, hag ouzh kambroù-kostez an ti, gant prennoù-koad.

Lean sinn:



Sanasan