Ezekiel 40 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 40 1 D'ar pempvet bloaz warn-ugent eus hon harlu, da zeroù ar bloaz, d'an dekvet eus ar miz, d'ar pevarzekvet bloaz goude ma oa bet tapet kêr, en deiz-se, dorn an AOTROU a voe warnon, hag e tezougas ac'hanon di. 2 Va degas a reas e gweledigezhioù doueel da vro Israel, hag em lakaas war ur menez uhel-meurbet, ma en em gave warnañ ouzh ar c'hreisteiz evel savadurioù ur gêr. 3 Va lakaat a reas da vont e-barzh, ha setu un den, a oa e zoare evel doare an arem. Ur gordenn lin hag ur walenn da vuzuliañ a oa en e zorn, hag en em zalc'he ouzh an nor. 4 An den-se a lavaras din: Mab an den, sell gant da zaoulagad, selaou gant da zivskouarn, laka evezh ouzh an holl draoù ez an da ziskouez dit, rak degaset out bet amañ evit ma o diskouezin dit. Ro da anavezout da di Israel kement e weli. 5 Setu e oa ur voger a-ziavaez oc'h ober tro glok an ti. An den en doa en e zorn ur walenn da vuzuliañ a c'hwec'h ilinad, pep ilinad o vuzuliañ ur palvad muioc'h eget an ilinad ordinal (ar walenn-mañ 3,6 m). Hag e vuzulias ledander ar voger, a oa ur walenn, hag an uhelder, a oa ur walenn. 6 Hag ez eas etrezek dor ar sav-heol, hag e pignas an derezioù evit muzuliañ treuzoù an nor, ur walenn a ledander, hag an treuzoù all, ur walenn a ledander. 7 Pep kambr he doa ur walenn a hirder hag ur walenn a ledander. Etre ar c'hambroù e oa ur pennad a bemp ilinad. Treuzoù an nor, ouzh borzh an nor, en diabarzh, a vuzulie ur walenn. 8 Hag e vuzulias porzh an nor, en diabarzh, ur walenn. 9 Hag e vuzulias porzh an nor, eizh ilinad, hag he fostoù, daou ilinad, ha porzh an nor a oa war-zu an diabarzh. 10 Kambroù dor ar sav-heol a oa en niver a deir ouzh un tu ha teir ouzh an tu all, gant an hevelep braster evit o zeir, hag ar postoù a bep tu o doa an hevelep muzul. 11 Hag e vuzulias ledander toull an nor, dek ilinad, hag hirder an nor, trizek ilinad. 12 Dirak ar c'hambroù e oa ur pennad a un ilinad ouzh an tu, hag un ilinad ouzh an tu all. Pep kambr he doa c'hwec'h ilinad ouzh un tu ha c'hwec'h ilinad ouzh an tu all. 13 Hag e vuzulias an nor, eus toenn ur gambr da doenn eben, al ledander a oa pemp ilinad warn-ugent, toull unan a oa a-dal da doull eben. 14 Hag e vuzulias ar postoù, tri ugent ilinad, e-kichen al leurenn a oa en-dro d'an nor. 15 Eus diaraog an nor-vont betek diaraog porzh an nor diabarzh e oa hanter-kant ilinad. 16 Bez' e oa prenestroù kaelet ouzh ar c'hambroù hag ouzh o fostoù, en diabarzh eus an nor, tro-dro. Bez' e oa prenestroù ivez ouzh ar porzhioù, tro-dro, en diabarzh. Ha war ar postoù e oa palmezennoù. 17 Hag e kasas ac'hanon d'al leurenn diavaez, ha setu e oa kambroù hag ur pavezad lakaet tro-dro d'al leurenn. Tregont kambr a oa ouzh ar pavezad. 18 Ar pavezad a oa ouzh kostez an dorojoù a glote gant hirder an dorojoù; ar pavezad izelañ e oa. 19 Hag e vuzulias al ledander adalek diaraog an nor izelañ betek diaraog al leurenn diabarzh, en diavaez, kant ilinad ouzh ar sav-heol hag ouzh an hanternoz. 20 Hag e vuzulias hirder ha ledander an nor a selle etrezek hanternoz al leurenn diavaez. 21 He c'hambroù, en niver a deir ouzh un tu ha teir ouzh an tu all, he fostoù hag he forzhioù o doa an hevelep muzul ha re an nor gentañ, hanter-kant ilinad a hirder ha pemp ilinad warn-ugent a ledander. 22 He frenestroù, he forzhioù hag he falmezennoù o doa an hevelep muzul hag an nor a selle etrezek ar sav-heol. Hag e oa seizh derez da bignat eno, ar porzh o vezañ dirazo. 23 Dor al leurenn diabarzh en em gave dirak dor an hanternoz hag ar sav-heol. Hag e vuzulias eus un nor d'eben, kant ilinad. 24 Hag e renas ac'hanon war-zu ar c'hreisteiz, e-lec'h ma oa dor ar c'hreisteiz. Hag e vuzulias he fostoù hag he forzhioù, o doa an hevelep muzulioù. 25 Hag e oa prenestroù outi hag ouzh he forzhioù, tro-dro, heñvel ouzh ar prenestroù diagent. An hirder a oa hanter-kant ilinad hag al ledander pemp ilinad warn-ugent. 26 Hag e oa seizh derez da bignat eno, ar porzh o vezañ dirazo. War he fostoù e oa palmezennoù, unan ouzh un tu hag eben ouzh an tu all. 27 Al leurenn diabarzh he doa un nor war-zu ar c'hreisteiz, hag e vuzulias eus un nor d'eben, war-zu ar c'hreisteiz, kant ilinad. 28 Hag e kasas ac'hanon d'al leurenn diabarzh dre zor ar c'hreisteiz. Hag e vuzulias dor ar c'hreisteiz, hag he doa an hevelep muzulioù. 29 He c'hambroù, he fostoù hag he forzhioù o doa an hevelep muzulioù. Hag e oa prenestroù ouzh an nor-se hag ouzh ar porzhioù, tro-dro. An hirder a oa hanter-kant ilinad hag al ledander pemp ilinad warn-ugent. 30 Hag e oa porzhioù tro-dro, pemp ilinad warn-ugent a hirder ha pemp ilinad a ledander. 31 He forzhioù a gase d'al leurenn diavaez, war he fostoù e oa palmezennoù, hag e oa eizh derez da bignat eno. 32 Hag e kasas ac'hanon d'al leurenn diabarzh dre zor ar sav-heol. Hag e vuzulias an nor, hag he doa an hevelep muzulioù. 33 He c'hambroù, he fostoù hag he forzhioù o doa an hevelep muzulioù. Hag e oa prenestroù ouzh an nor-se hag ouzh ar porzhioù, tro-dro. An hirder a oa hanter-kant ilinad hag al ledander pemp ilinad warn-ugent. 34 He forzhioù a gase d'al leurenn diavaez, war he fostoù e oa palmezennoù, hag e oa eizh derez da bignat eno. 35 Hag e kasas ac'hanon da zor an hanternoz. Hag e vuzulias anezhi, he doa an hevelep muzulioù, 36 hag he c'hambroù, he fostoù, he forzhioù, hag he frenestroù tro-dro. An hirder a oa hanter-kant ilinad hag al ledander pemp ilinad warn-ugent. 37 He forzhioù a gase d'al leurenn diavaez, war he fostoù e oa palmezennoù, hag e oa eizh derez da bignat eno. 38 Ur gambr a oa hag he dor a zigore ouzh postoù an dorojoù; eno e veze gwalc'het al loskaberzhoù. 39 E porzh an nor e oa div daol ouzh un tu ha div daol ouzh an tu all evit lazhañ warno al loskaberzhoù, an aberzh-dic'haouiñ hag an aberzh a gablusted. 40 Ouzh an tu diavaez, e-lec'h ma pigne an dud, ouzh toull dor an hanternoz, e oa div daol, hag ouzh an tu all war-zu porzh an nor, e oa div daol. 41 Evel-se en em gave peder zaol ouzh un tu ha peder zaol ouzh an tu all d'an nor, eizh taol evit lazhañ warno. 42 Ar beder zaol evit al loskaberzh a oa e mein-ben, un ilinad hanter a hirder, un ilinad hanter a ledander hag un ilinad a uhelder. Lakaet e veze warno ar binvioù evit lazhañ al loskaberzhoù hag an aberzhoù all. 43 Krogoù doareet mat, eus ur palvad a ledander, a oa ivez e-barzh an ti tro-dro, ha kig ar profoù a veze lakaet war an taolioù. 44 Er-maez eus an nor diabarzh e oa kambroù ar ganerien, el leurenn diabarzh, ouzh kostez dor an hanternoz o sellout etrezek ar c'hreisteiz. Unan all a oa ouzh kostez dor ar sav-heol o sellout etrezek an hanternoz. 45 Hag e lavaras din: Ar c'hambroù o sellout etrezek ar c'hreisteiz, a zo evit an aberzhourien a ra servij an ti, 46 hag ar c'hambr o sellout etrezek an hanternoz, a zo evit an aberzhourien a ra servij an aoter. Bez' ez int mibien Zadok, eo ar re, a-douez mibien Levi, a dosta ouzh an AOTROU evit servijañ anezhañ. 47 Hag e vuzulias al leurenn, kant ilinad a hirder ha kant ilinad a ledander, ur garrezenn, hag an aoter a oa dirak an ti. 48 Hag e kasas ac'hanon da borzh an ti, hag e vuzulias postoù ar porzh, pemp ilinad un tu ha pemp ilinad an tu all. Ledander ar porzh a oa tri ilinad un tu ha tri ilinad an tu all. 49 Hirder ar porzh a oa ugent ilinad, e ledander a oa unnek ilinad. Derezioù a oa da bignat eno, hag e-kichen ar postoù e oa kolonennoù, unan ouzh un tu hag eben ouzh an tu all. |