Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Ezekiel 4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 4

1 Ha te, mab an den, kemer ur vrikenn, laka anezhi dirazout, ha tres warni ur gêr, Jeruzalem.

2 Neuze e lakai ar seziz warni, hag e ri kreñvlec'hioù a-enep dezhi, hag e savi tosennoù a-enep dezhi, hag e lakai ur c'hamp en-dro dezhi, ha tourterezioù tro-dro.

3 Kemer ivez ur blakenn-houarn, a lakai evel ur voger-houarn etrezout hag ar gêr. Hag e troi da zremm a-enep dezhi, hag e vo evel sezizet, hag e arsailhi anezhi. Kement-se a vo un arouez evit ti Israel.

4 Goude e c'hourvezi war da du kleiz, hag e lakai warnañ direizhder ti Israel. Dougen a ri o direizhder kement a zeizioù ha ma vi gourvezet warnañ.

5 Hag e kontin dit un niver a zeizioù kevatal da hini bloavezhioù o direizhder, e-pad tri c'hant dek deiz ha pevar-ugent e tougi direizhder ti Israel.

6 Pa ez po peursevenet an deizioù-se, e c'hourvezi ar wech-mañ war da du dehou, hag e tougi direizhder ti Juda e-pad daou-ugent devezh, un devezh evit ur bloavezh, rak e kontan dit un devezh evit ur bloavezh.

7 Hag e troi da zremm a-enep Jeruzalem sezizet, da vrec'h a vo dizoloet, hag e profedi a-enep dezhi.

8 Setu e lakaan ereoù warnout, ha ne droi ket eus un tu war egile betek ma ez po peursevenet deizioù da seziz.

9 Kemer a ri ivez gwinizh, heiz, fav, fer, mell ha yell, hag o lakai en ur pod, hag e ri ganto evidout bara, hervez niver a zeizioù e c'hourvezo war da du; debriñ a ri dioutañ e-pad tri c'hant dek devezh ha pevar-ugent.

10 Ar voued a zebri a vo eus pouez ugent sikl bemdez; debriñ a ri gwech ha gwech all.

11 Dour a evi dre vuzul, ur c'hwec'hvedenn a hin; evañ a ri gwech ha gwech all.

12 Debriñ a ri ivez gwestell heiz, a boazhi war deil kaoc'h tud, dirak o daoulagad.

13 Hag an AOTROU a lavaras: Evel-se e tebro mibien Israel o bara dic'hlan e-touez ar broadoù am bo o c'haset en o zouez.

14 Neuze e lavaris: A! AOTROU Aotrou! Setu, va ene n'eo ket bet saotret, adalek va yaouankiz betek vremañ ne'm eus debret na gorf marv na loen diframmet, ha kig dic'hlan ebet n'eo aet em genoù.

15 Hag e lavaras din: Setu e roan dit kaoc'h ejen e-lec'h kaoc'h tud, ha war gement-se e ri da vara.

16 Hag e lavaras din: Mab an den, setu, ez an da derriñ bazh ar bara e Jeruzalem. Debriñ a raint bara dre bouez hag er glac'har, evañ a raint dour dre vuzul hag er spouron,

17 dre ma vanko dezho bara ha dour, hag e vint souezhet gant an eil ha gant egile, o koazhañ en abeg d'o direizhder.

Lean sinn:



Sanasan