Ezekiel 39 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 39 1 Te eta, mab an den, ro da brofediezh ouzh Gog ha lavar: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu em eus droug ouzhit, Gog, priñs Rosh, Meshek ha Tubal. 2 Da zistreiñ a rin, da ren a rin, da lakaat a rin da bignat eus penn an hanternoz, hag e tegasin ac’hanout war venezioù Israel. 3 Hag e torrin da wareg eus da zorn kleiz, hag e rin da'z piroù kouezhañ eus da zorn dehou. 4 Kouezhañ a ri war venezioù Israel, te ha da holl vagadoù hag ar pobloù a vo ganit. Da roet em eus da voued d'an evned-preizh a bep seurt ha da loened ar parkeier. 5 Kouezhañ a ri war c'horre an douar, rak komzet em eus, eme an Aotrou AOTROU. 6 Kas a rin tan e Magog hag e-touez ar re a zo o chom e surentez en inizi, hag e ouezint ez on me an AOTROU. 7 Hag e lakain va anv santel da vezañ anavezet e-touez va fobl Israel, ne zisakrin ken va anv santel, hag e ouezo ar broadoù ez on me an AOTROU, Sant Israel. 8 Setu e teu an traoù-se, hag e c'hoarvezont, eme an Aotrou AOTROU. An deiz eo, am eus komzet diwar e benn. 9 Tud kêrioù Israel a yelo er-maez, a enaouo an tan hag a zevo an armoù, ar skoedoù bras, an skoedoù bihan, ar gwaregi, ar biroù, ar goafioù hag al lañsoù, hag e raint tan ganto e-pad seizh vloaz. 10 Ne vo ket degaset koad eus ar parkeier, ne vo ket troc'het koadegoù, rak e raint tan gant an armoù-se. Diwiskañ a raint ar re o doa o diwisket, hag e preizhint ar re o doa o freizhet, eme an Aotrou AOTROU. 11 En deiz-se e roin da C'hog ur bez en Israel, Traonienn an Dremenidi, e sav-heol d'ar mor. Eno e vo harzet hent ouzh an dremenidi, hag e vo sebeliet Gog hag e holl engroez, hag e vo galvet Traonienn Engroez Gog. 12 Ti Israel a vezio anezho e-pad seizh miz, evit glanaat ar vro. 13 Holl dud ar vro a vezio anezho, hag e vo brud a gement-se, d'an deiz ma vo roet gloar din, eme an Aotrou AOTROU. 14 Hag e lakaint a-du tud na raint nemet redek ar vro evit beziañ, gant sikour an dremenidi, ar re a vo manet war c'horre an douar, evit e c'hlanaat. Hag e vint o klask e-pad seizh miz leun. 15 Tremen a raint er vro, ha pa welo unan anezho eskern un den, e lakaio eno un arouez, ken n'o devo an toullerien-vezioù e sebeliet e Traonienn Engroez Gog. 16 Hag e vo ivez anvet kêr Hamona, hag e vo glanaet ar vro. 17 Ha te, mab an den, evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Lavar da laboused a bep rumm, ha da holl loened ar parkeier: En em zastumit ha deuit, en em zastumit a bep tu evit an aberzh a ran evidoc'h, un aberzh bras war venezioù Israel, hag e tebrot kig hag ec'h evot gwad. 18 Kig ar c'halloudeien a zebrot, gwad priñsed an douar a evot, maouted, oaned, bouc'hed, leueoù, holl anezho lartaet e Basan. 19 Druzoni a zebrot betek ma ho po ho kwalc'h, gwad a evot betek ma viot mezv, eus an aberzh a rin evidoc'h. 20 Leuniet e viot ouzh va zaol a gezeg, a sterniadoù, a c'halloudeien, a vrezelourien, eme an Aotrou AOTROU. 21 Hag e lakain va gloar e-touez ar broadoù, hag an holl vroadoù a welo va barnedigezh am bo graet, ha penaos e lakain va dorn warno. 22 Hag e ouezo ti Israel ez on me an AOTROU o Doue, adalek an deiz-se hag en amzer da zont. 23 Hag e ouezo ar broadoù ez eo aet ti Israel en harlu en abeg d'e zireizhder, rak pec'het o deus a-enep din. Setu perak em eus kuzhet va dremm outo, hag em eus o lakaet etre daouarn o enebourien, hag ez int kouezhet holl dre ar c'hleze. 24 Graet em eus dezho hervez o saotradur hag hervez o fec'hedoù, ha kuzhet em eus va dremm outo. 25 Setu perak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Bremañ e kasin en-dro dalc'hidi Jakob, hag em bo truez eus holl di Israel, hag e vin gwarizius ouzh va anv santel, 26 goude m'o devo douget o dismegañs hag an holl bec'hedoù o deus pec'het drezo em c'heñver, pa oant o chom e surentez en o bro hep den ebet d'o spontañ. 27 Pa gasin anezho en-dro a-douez ar pobloù, ha pa zastumin anezho eus broioù o enebourien, e vin santelaet drezo dirak daoulagad kalz a vroadoù. 28 Hag e ouezint ez on me an AOTROU o Doue, pa em bo o degaset d'o bro hep ma chomo hini anezho war-lerc'h, goude ma'z int aet en harlu. 29 Ha ne guzhin ken va dremm outo, rak em bo skuilhet va Spered war di Israel, eme an Aotrou AOTROU. |