Ezekiel 37 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 37 1 Dorn an AOTROU a voe warnon, hag a reas din mont er-maez e Spered an AOTROU, hag am lakaas e-kreiz un draonienn a oa leun a eskern. 2 Hag e reas din tremen tost outo, tro-dro, ha setu, un niver bras-meurbet a oa war c'horre an draonienn, hag e oant disec'het holl. 3 Hag e lavaras din: Mab an den, an eskern-se, hag e c'hellint advevañ? Hag e respontis: Aotrou AOTROU, te a oar. 4 Hag e lavaras din: Mab an den, profediñ a ri war an eskern-se hag e lavari: Eskern disec'het, selaouit ouzh komz an AOTROU. 5 Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU ouzh an eskern-mañ: Setu, lakaat a rin ar spered da vont ennoc'h, hag ec'h advevot, 6 nervennoù a lakain warnoc'h, kig a lakain da greskiñ warnoc'h, kroc'hen a astennin warnoc'h, spered a lakain ennoc'h, hag e vevot, hag e ouiot ez on me an AOTROU. 7 Neuze e profedis evel ma oa bet gourc'hemennet din. Hag adalek ma em boe profedet, e voe un trouz, ha setu ur fiñvadeg, hag an eskern a dostaas an eil ouzh egile. 8 Hag e sellis, ha setu an nervennoù hag ar c'hig a zeuas warno, ar c'hroc'hen a c'holoas anezho, met ne oa ket a spered enno. 9 Hag e lavaras din: Profediñ a ri d'ar spered, profediñ a ri, mab an den, hag e lavari d'ar spered: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Spered, deus eus ar pevar avel, ha c'hwezh war al lazhidi-se, evit ma vevint. 10 Neuze e profedis evel ma oa bet gourc'hemennet din, hag ar spered a zeuas enno, hag e vevjont, hag en em zalc'hjont war o zreid. Un arme vras-meurbet e oant. 11 Hag e lavaras din: Mab an den, an eskern-se a zo holl di Israel. Setu e lavaront: Hon eskern a zo deuet da vezañ disec'het, hon esperañs a zo kollet. Fin 'zo deomp! 12 Profediñ a ri hag e lavari dezho: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu e tigorin ho pezioù, hag e tennin ac'hanoc'h er-maez eus ho pezioù, va fobl, hag e tegasin ac'hanoc'h da zouar Israel. 13 Hag e ouiot ez on me an AOTROU, pa zigorin ho pezioù, va fobl, ha pa zennin ac'hanoc'h er-maez eus ho pezioù. 14 Hag e lakain va spered ennoc'h, hag e vevot, hag hoc'h adlakain en ho pro. Hag e ouiot ez on me an AOTROU am eus komzet, hag am eus graet, eme an AOTROU. 15 Ha komz an AOTROU a voe disklêriet din o lavarout: 16 Ha te, mab an den, kemer ur pezh koad ha skriv warnañ: Evit Juda hag evit mibien Israel, e genseurted. Ha kemer ur pezh koad all ha skriv warnañ: Evit Jozef, koad Efraim hag holl di Israel, e genseurted. 17 Tosta anezho an eil ouzh egile evit ober diouto ur pezh koad hepken, hag e vint unanet ez torn. 18 Ha pa c'houlenno ouzhit mibien da bobl, o lavarout: Ha ne zisklêri ket deomp ar pezh a fell dit lavarout dre gement-se? 19 Lavar dezho: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu, e kemerin koad Jozef, a zo e dorn Efraim, ha meuriadoù Israel, e genseurted, unaniñ a rin anezho ouzh koad Juda, evit ober diouto ur pezh koad hepken, hag e vint unan em dorn. 20 Ar pezhioù koad az po skrivet warno a vo ez torn dirak o daoulagad. 21 Lavar dezho: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu, emaon o vont da gemer mibien Israel a-douez ar broadoù ma'z int aet, o dastum a rin a bep tu, hag o degasin en o bro. 22 Hag e rin anezho ur vroad hepken er vro, war venezioù Israel, hag o devo holl ur roue hepken. Ne vint ken div vroad, ne vint ken lodennet e div rouantelezh. 23 N'en em saotrint ken gant o idoloù, gant o euzhusterioù pe gant o holl disentidigezh, hag e tennin anezho eus o holl chomlec'hioù m'o deus pec'het enno, hag o c'hlanain. Hag e vint va fobl, hag e vin o Doue. 24 David va servijer a vo o roue, hag o devo holl ur mesaer hepken. Kerzhout a raint hervez va barnedigezhioù, hag e virint va reolennoù evit ober diouto. 25 Hag e vint o chom er vro am eus roet da Jakob va servijer, ma'z eo bet o chom enni ho tadoù. Bez' e vint o chom enni, int, o mibien ha mibien o mibien, da viken, ha David va servijer a vo o friñs da viken. 26 Hag e rin ganto un emglev a beoc'h, a vo un emglev peurbadus ganto. O diazezañ a rin hag o liesain, hag e lakain va santual en o c'hreiz da viken. 27 Va zabernakl a vo en o zouez, hag e vin o Doue, hag e vint va fobl. 28 Hag ar vroadoù a ouezo ez on me an AOTROU, a santela Israel, pa vo va santual en o c'hreiz evit biken. |