Ezekiel 36 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 36 1 Mab an den, profediñ a ri diwar-benn menezioù Israel, hag e lavari: Menezioù Israel, selaouit ouzh komz an AOTROU: 2 Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Peogwir en deus lavaret an enebour a-enep deoc'h: A! A! An uhelennoù kozh-se a zo deuet da vezañ hon dalc'h, 3 en abeg da-se e profedi hag e lavari: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Peogwir, ya, peogwir hoc'h eus bet lakaet en glac'har ha lonket a bep tu, evit ma vefec'h perc'hennet gant ar broadoù all, ha ma vefec'h sujet da deod ha dismegañs an dud, 4 en abeg da-se, menezioù Israel, selaouit ouzh komz an Aotrou AOTROU: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU d'ar menezioù ha d'ar c'hrec'hioù, d'ar froudoù ha d'an traoniennoù, d'al lec'hioù distrujet ha digenvez, d'ar c'hêrioù dilezet a zo bet roet d'ar preizh ha d'ar goapaerezh d'ar broadoù tro-dro, 5 en abeg da-se, evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: A-dra-sur, e tan va gwarizi em eus komzet a-enep ar broadoù all hag a-enep Edom, o deus en em roet dezho o-unan va bro da berc'hennañ, gant levenez en o c'halon ha dismegañs en o ene, evit ober anezhi un douar digor d'ar preizh. 6 Setu perak e profedi diwar-benn bro Israel, hag e lavari d'ar menezioù ha d'ar c'hrec'hioù, d'ar froudoù ha d'an traoniennoù: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu, komzet em eus em gwarizi hag em fulor, rak douget hoc'h eus dismegañs ar broadoù. 7 Setu perak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Sevel em eus va dorn, ar broadoù a zo tro-dro deoc'h a zougo o-unan o dismegañs. 8 Ha c'hwi menezioù Israel, e lakaiot ho skourroù da greskiñ hag e roiot ho frouezh evit va fobl Israel, rak an traoù-se a zo prest d'en em gavout. 9 Rak setu, e teuan d'ho kavout hag e troan etrezek ennoc'h, hag e viot labouret hag hadet. 10 Liesaat a rin warnoc'h an dud, holl di Israel, ar c'hêrioù a vo annezet, hag al lec'hioù gwastet a vo adsavet. 11 Liesaat a rin warnoc'h an dud hag al loened, a gresko hag a frouezho. Me a raio deoc'h bezañ o chom evel gwechall, hag e rin deoc'h muioc'h a vad eget en deroù, hag e ouiot ez on me an AOTROU. 12 Hag e lakain tud da gerzhout warnoc'h, va fobl Israel, int a berc'henno ac'hanoc'h hag e viot o hêrezh, ha n'o distrujot ken. 13 Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Peogwir e vez lavaret deoc'h: Debriñ a rez tud, ha distrujet ec'h eus da vroad, 14 en abeg da-se, ne zebri ken tud ha ne zistruji ken da vroad, eme an Aotrou AOTROU. 15 Ne roin ken dit da glevout dismegañs ar broadoù, ne zougi ken fae ar pobloù, ne lakain ken da vroad da gouezhañ, eme an Aotrou AOTROU. 16 Ha komz an AOTROU a voe disklêriet din o lavarout: 17 Mab an den, re di Israel, pa oant o chom en o bro, o deus e saotret dre o hent hag o oberoù. O hent a zo deuet da vezañ dirazon evel dic'hlanded ur wreg e mare saotradur he mizioù. 18 Hag em eus skuilhet va fulor warno, en abeg d'ar gwad o deus lakaet da redek war ar vro, ha d'an idoloù m'o deus he saotret ganto. 19 O stlabezet em eus e-touez ar broadoù, hag int bet strewet e meur a vro. O barnet em eus hervez o hent hag hervez o oberoù. 20 Pa'z int en em gavet e-touez ar broadoù ma oant aet en o c'hreiz, disakret o deus va anv santel, en doare ma veze lavaret diouto: Pobl an AOTROU eo, ha koulskoude ez int deuet er-maez eus e vro. 21 Met fellet eo bet din espern va anv santel, a zo bet disakret gant ti Israel e-touez ar broadoù ma oant aet en o c'hreiz. 22 Setu perak, lavar da di Israel: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Ne ran ket kement-mañ en abeg deoc'h, ti Israel, met en abeg da'm anv santel hoc'h eus disakret e-touez ar broadoù ma oant aet en o c'hreiz. 23 Santelaat a rin va anv bras, a zo bet disakret e-touez ar broadoù, hoc'h eus disakret en o zouez, hag ar broadoù a ouezo ez on me an AOTROU, eme an Aotrou AOTROU, pa vin santelaet ennoc'h dindan o daoulagad. 24 Hag e tennin ac'hanoc'h a-douez ar broadoù, hag ho tastumin eus an holl vroioù, hag e tegasin ac'hanoc'h en ho pro. 25 Skuilhañ a rin warnoc'h doureier glan, hag e viot glanaet. Ho klanaat a rin eus hoc'h holl loustoni hag eus hoc'h holl idoloù. 26 Hag e roin deoc'h ur galon nevez, hag e lakain ur spered nevez en ho tiabarzh. Dilemel a rin ar galon vaen diouzh ho korf, hag e roin deoc'h ur galon kig. 27 Lakaat a rin va Spered en ho tiabarzh, hag e rin deoc'h kerzhout em reolennoù ha mirout va barnedigezhioù, evit ober diouto. 28 Hag e viot o chom er vro am eus roet d'ho tadoù, hag e viot va fobl hag e vin ho Toue. 29 Ho tieubiñ a rin eus hoc'h holl loustoni, hag e c'halvin ar gwinizh, hag e kreskin anezhañ, ne gasin ken an naonegezh warnoc'h. 30 Hag e kreskin frouezh ar gwez ha trevad ar parkeier, evit ma ne zougot ken dismegañs an naonegezh e-touez ar broadoù. 31 Soñj ho po eus hoc'h hentoù fall hag eus hoc'h oberoù ne oant ket mat, hag euzh ho po ouzhoc'h hoc'h-unan en abeg d'ho direizhder ha d'hoc'h euzhusterioù. 32 Ne ran ket kement-se abalamour deoc'h, eme an Aotrou AOTROU, ra vo anavezet ganeoc'h! Bezit mezhek ha pinous diouzh hoc'h hentoù, o ti Israel! 33 Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: En deiz m'ho klanain eus hoc'h holl zireizhder, ar c'hêrioù a vo annezet, hag al lec'hioù gwastet a vo adsavet. 34 An douar glac'haret a vo labouret, el lec'h ma oa ur glac'har dirak daoulagad an dremenidi. 35 Hag e vo lavaret: An douar glac'haret-mañ a zo deuet evel liorzh Eden, hag ar c'hêrioù gwastet, glac'haret ha distrujet-mañ a zo kreñvaet ha tudet. 36 Hag ar broadoù a vo manet en-dro deoc'h a ouezo eo me an AOTROU am eus adsavet al lec'hioù distrujet ha plantet ar vro glac'haret. Me an AOTROU am eus komzet, hag ober a rin. 37 Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: C'hoazh en em lezin kaout truez ouzh ti Israel, evit ober kement-mañ dezho: Kreskiñ a rin an dud evel un tropell. 38 Ar c'hêrioù gwastet a vo leun a engroezioù tud, heñvel ouzh tropelloù santel, heñvel ouzh tropelloù Jeruzalem e-pad ar gouelioù, hag e ouezint ez on me an AOTROU. |