Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Ezekiel 35 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 35

1 Komz an AOTROU a voe disklêriet din o lavarout:

2 Mab an den, tro da zremm ouzh Menez Seir, hag e profedi a-enep dezhi.

3 Lavar: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu em eus droug ouzhit Menez Seir, hag ec'h astennin va dorn a-enep dit, hag e lakain ac'hanout da vezañ un digenvez hag ur gouelec'h.

4 Kas a rin da get da gêrioù hag e vi un digenvez, hag e ouezi ez on me an AOTROU.

5 Dre ma ec'h eus bet ur gasoni beurbadus, ha ma ec'h eus roet mibien Israel da c'halloud ar c'hleze da zeiz o glac'har, da vare ma oa deuet o direizhder da benn,

6 en abeg da-se, me a zo bev, eme an Aotrou AOTROU, e lakain ac'hanout e gwad, hag ar gwad a redo war da lerc'h.

7 Lakaat a rin Menez Seir da vezañ un digenvez hag ur gouelec'h, hag e lamin kuit ar re a zeu hag ar re a ya.

8 Leuniañ a rin e venezioù gant e dud lazhet. Ar re skoet d'ar marv dre ar c'hleze a gouezho war da grec'hioù, ez traoniennoù hag ez holl stêrioù.

9 Da lakaat a rin da vezañ un digenvez peurbad, da gêrioù ne vint ken annezet, hag e ouiot ez on me an AOTROU.

10 Peogwir ec'h eus lavaret: An div vroad hag an div vro a vo din, hag o ferc'hennimp, petra bennak ma'z oa an AOTROU eno,

11 en abeg da-se, me a zo bev, eme an Aotrou AOTROU, e rin dit hervez da gounnar ha da fulor ac'h eus diskouezet ez kasoni outo, hag en em roin da vezañ anavezet en o zouez, pa varnin ac'hanout.

12 Hag e ouezi am eus me an AOTROU klevet an dismegañsoù ac'h eus disklêriet a-enep menezioù Israel o lavarout: Drastet int, roet int deomp da voued.

13 Daeet hoc'h eus ac'hanon gant ho kenoù, ha liesaet hoc'h eus ho komzoù a-enep din, ha klevet em eus.

14 Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Pa laouenaio an douar holl, da lakaat a rin da vezañ un digenvez.

15 Evel ma'z out bet laouenaet diwar-benn hêrezh ti Israel pa voe drastet, evel-se e rin dit. Te a vo drastet Menez Seir, gant Edom en e bezh, hag e ouezint ez on me an AOTROU.

Lean sinn:



Sanasan