Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Ezekiel 34 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 34

1 Komz an AOTROU a voe disklêriet din o lavarout:

2 Mab an den, profediñ a ri a-enep mêsaerien Israel, profediñ a ri hag e lavari d'ar vêsaerien-se: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Gwalleur da vêsaerien Israel na beuront nemeto o-unan! Ha ne vefe ket ret d'ar vêsaerien peuriñ an tropell?

3 C'hwi a zebr al lard, hag en em wiskit gant ar gloan, hag e lazhit ar pezh a zo druz, ha ne beurit ket an tropell!

4 N'hoc'h eus ket nerzhet ar re zinerzh, n'hoc'h eus ket louzaouet an hini glañv, n'hoc'h eus ket paket an hini dorret hec'h ezel, n'hoc'h eus ket kerc'het an hini zianket, n'hoc'h eus ket klasket an hini gollet, met renet hoc'h eus warno gant kaleter ha rustoni.

5 Stlabezet int bet dre vank a vêsaerien, lakaet int bet da zont da breizh da holl loened ar parkeier, o vezañ stlabezet.

6 Va deñved a zo bet o kantreal war an holl venezioù ha war an holl grec'hioù, va deñved a zo bet stlabezet war holl c'horre an douar, ha n'eus bet den o klask pe o kerc'hat anezho.

7 Neuze, mêsaerien, selaouit ouzh komz an AOTROU:

8 Me a zo bev, eme an Aotrou AOTROU, dre ma'z eo roet va deñved d'ar skrapadeg, hag ez int deuet ur preizh da holl loened ar parkeier, dre vank a vêsaerien, dre ma n'o deus ket klasket va mêsaerien va deñved, met o deus en em beuret o-unan va mêsaerien e-lec'h lakaat va deñved da beuriñ,

9 neuze, mêsaerien, selaouit ouzh komz an AOTROU:

10 Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu em eus droug ouzh ar vêsaerien-se, hag ec'h adc'houlennin va deñved digant o daouarn, hag e harzin outo a beuriñ an deñved, ha n'en em beurint ken o-unan. Hag e tieubin va deñved eus o genoù, ha ne vint ken ur boued evito.

11 Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu me amañ! Adc'houlenn a rin va deñved, hag o c'herc'hin.

12 Evel ma klask ar mêsaer e dropell en deiz ma'z emañ e-kreiz e zeñved stlabezet, evel-se e klaskin va deñved, dastum a rin anezho eus an holl lec'hioù ma vint bet strewet en devezh a goumoul hag a deñvalijenn.

13 O zennañ a rin a-douez ar pobloù, o dastum a rin a-douez ar broioù, o degas a rin d'o bro en-dro, hag o lakain da beuriñ war menezioù Israel, war vord ar gwazhioù-dour, en holl lec'hioù annezet ar vro.

14 Hag o lakain da beuriñ en ur beurvan vat, o chomadur a vo e menezioù uhel Israel. Eno e tiskuizhint en ul lec'h mat hag e peurint ur beurvan druz war venezioù Israel.

15 Me va-unan a beuro va deñved hag o lakaio da ziskuizhañ, eme an Aotrou AOTROU.

16 Klask a rin an hini gollet, degas a rin en-dro an hini zianket, pakañ a rin an hini dorret hec'h ezel, nerzhañ a rin an hini glañv, met e tistrujin ar re lart ha nerzhus. O feuriñ a rin gant skiant.

17 Ha c'hwi, va deñved, evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu e varnan etre oan hag oan, etre maouted ha bouc'hed.

18 Ha re nebeut eo evidoc'h peuriñ ur beurvan vat, evit ma vac'hit dindan ho treid an nemorant eus ho peurvan? Hag evañ doureier sklaer, evit ma saotrit gant ho treid an nemorant?

19 Ha va deñved a zle peuriñ ar pezh a vac'h ho treid, hag evañ ar pezh a zo saotret gant ho treid.

20 Setu perak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu e varnin-me va-unan etre an oan lart hag an oan treut.

21 Peogwir hoc'h eus bountet gant kostez ha skoaz, hag o deus skoet dre ho kerniel war an holl re zinerzh, betek kas anezho er-maez,

22 me a saveteo va deñved, evit na vint ket ur preizh, hag e varnin etre oan hag oan.

23 Hag e lakain warno ur mêsaer hepken, a beuro anezho, David va servijer, hag a beuro anezho, hag a vo e-unan o mêsaer.

24 Me an AOTROU a vo o Doue, ha David va servijer a vo priñs en o c'hreiz. Me an AOTROU am eus komzet.

25 Hag e rin ganto un emglev a beoc'h, hag e kasin kuit al loened gwez eus ar vro, hag e vint o chom e surentez er gouelec'h, hag e kouskint er c'hoadegi.

26 Leuniañ a rin anezho a vennozhioù, int ha tro-dro va c'hrec'h, hag e koulz e lakain glav da gouezhañ: bez' e vint glaveier a vennozh.

27 Gwez ar parkeier a roio o frouezh, an douar a roio e drevad, hag int a vo e surentez en o bro, hag e ouezint ez on me an AOTROU, pa em bo torret koad o yev hag o dieubet eus dorn ar re a sklavelae anezho.

28 Ne vint ken preizh ar broadoù, loened an douar n'o debrint ken, hag e vint o chom e surentez, hep ma vefe den d'o spontañ.

29 Me a savo dezho ur blantadeg brudet, ne varvint ken gant an naon er vro, ne zougint ken dismegañs ar broadoù.

30 Hag e ouezint ez on me an AOTROU o Doue, a zo ganto, hag ez int ti Israel va fobl, eme an Aotrou AOTROU.

31 C'hwi eo va deñved, c'hwi tud, deñved va feurvan, ha me eo ho Toue, eme an Aotrou AOTROU.

Lean sinn:



Sanasan