Ezekiel 32 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 32 1 D'an daouzekvet bloaz, d'an daouzekvet miz, d'ar c'hentañ eus ar miz, komz an AOTROU a voe disklêriet din o lavarout: 2 Mab an den, displeg ur c'hlemmgan diwar-benn Faraon roue an Ejipt, hag e lavari dezhañ: Bet out evel ul leon yaouank e-touez ar broadoù, hag evel an euzhvil a zo er morioù. En em deurel a raes ez stêrioù, hag e saotres an doureier gant da dreid, hag e leunie a fank o gwazhioù. 3 Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Astenn rin va roued warnout, en un niver bras a bobloù, hag e tennint ac'hanout em roued. 4 Da zilezel a rin war an douar, da daolin war c'horre ar parkeier, lakaat a rin holl laboused an neñvoù da chom warnout, hag e roin o gwalc'h ac'hanout da loened an douar holl. 5 Lakaat a rin da gig war ar menezioù, hag e leugnin an traoniennoù gant da zismantroù. 6 Dourañ a rin gant da wad, betek ar menezioù, ar vro ma neuñvez ennañ, hag an naozioù a vo leuniet ac'hanout. 7 Pa steuzin ac'hanout, e c'holoin an neñvoù hag e teñvalain o stered, goleiñ a rin an heol a goumoul hag al loar ne roio ken e sklêrijenn. 8 Abalamour dit, e teñvalain an holl c'houlaouennoù a sklêrijenn an neñvoù, hag e skuilhin an deñvalijenn war da vro, eme an Aotrou AOTROU. 9 Hag e nec'hin kalon kalz a bobloù, pa zisklêrin da zistruj e-touez ar broadoù, betek broioù ne'c'h eus ket anavezet. 10 Leuniañ a rin a spont kalz a bobloù diwar da benn, hag o rouaned a vo spouronet en abeg dit pa hejin a-us dezho va c'hleze. Krenañ a raint dalc'hmat, pep hini anezho evit e vuhez, e deiz da lamm. 11 Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Kleze roue Babilon a zeuio warnout. 12 Diskar a rin da engroez dre glezeier ar c'halloudeien, ar re taerañ eus ar broadoù, holl anezho. Hag e tistrujint lorc'h an Ejipt, hag hec'h holl engroez a vo kaset da netra. 13 Hag e tistrujin hec'h holl loened e-kichen an doureier bras. Troad den ebet n'o saotro ken, ha botez loen ebet n'o saotro kennebeut. 14 Neuze e sioulain an doureier, hag e lakain he stêrioù da redek evel eoul, eme an Aotrou AOTROU. 15 Pa em bo lakaet bro an Ejipt da vezañ un dismantr, pa vo ar vro dibourc'het eus kement a leunie anezhi, pa em bo skoet war an holl re a zo o chom enni, e ouezint ez on me an AOTROU. 16 Evel-se emañ ar c'hlemmgan, evit ma servijo da glemmgan warni. Merc'hed ar broadoù a zisplego ar c'hlemmgan-mañ diwar-benn an Ejipt hag hec'h holl engroez, eme an Aotrou AOTROU. 17 D'an daouzekvet bloaz, d'ar pemzek eus ar miz, komz an AOTROU a voe disklêriet din o lavarout: 18 Mab an den, hirvoud diwar-benn engroez an Ejipt, ha taol anezhañ d'an traoñ, hi ha merc'hed ar broadoù galloudus, da zonderioù an douar, gant ar re a ziskenn d'ar poull. 19 Dreist piv emaout e dudi? Diskenn ha gourvez e-touez an diamdroc'hidi. 20 Kouezhañ a raint e-kreiz ar re a zo bet lazhet dre ar c'hleze; ar c'hleze a zo tennet, stlejit anezhi gant hec'h holl engroez. 21 Komz a raio outi ar re nerzhusañ a-douez ar c'halloudeien, a-greiz lec'h ar marv, gant ar re a voe he skoazellerien: diskennet int, gourvezet int, an diamdroc'hidi lazhet dre ar c'hleze. 22 Eno emañ Asiria gant hec'h holl engroez, hag en-dro dezhi he bezioù. Holl int bet lazhet, diskaret gant ar c'hleze. 23 He bezioù en em gav e goueled ar poull, he bodadenn a zo en-dro d'he bez. Holl int bet lazhet, diskaret gant ar c'hleze, int hag a skuilhe ar spont war zouar ar re vev. 24 Eno emañ Elam, hag e holl engroez en-dro d'e vez. Holl int bet lazhet, diskaret gant ar c'hleze, diskennet int diamdroc'h da zonderioù an douar, int hag a skuilhe ar spont war zouar ar re vev, douget o deus o dismegañs gant ar re a ziskenn d'ar poull. 25 E-kreiz ar re skoet d'ar marv eo bet lakaet e wele, gant e holl engroez, hag e vezioù a zo en-dro dezhañ. Lazhet eo bet dre ar c'hleze an holl ziamdroc'hidi-se, int hag a skuilhe ar spont war zouar ar re vev, douget o deus o dismegañs gant ar re a ziskenn d'ar poull. Lakaet eo bet e-touez ar re skoet d'ar marv. 26 Eno emañ Meshek, Tubal hag o holl engroez, hag o bezioù a zo en-dro dezho. Lazhet eo bet dre ar c'hleze an holl ziamdroc'hidi-se, int hag a skuilhe ar spont war zouar ar re vev. 27 N'int ket gourvezet gant ar c'halloudeien kouezhet a-douez an diamdroc'hidi, a zo diskennet da lec'h ar marv gant o armoù-brezel, hag ez eo bet lakaet o c'hlezeier dindan o fennoù, hag o fec'hedoù a c'holo o eskern, rak spouron ar c'halloudeien a zo bet war zouar ar re vev. 28 Te ivez a vo bruzunet e-kreiz an diamdroc'hidi, hag e vi gourvezet gant ar re lazhet dre ar c'hleze. 29 Eno emañ Edom, e rouaned hag e holl briñsed, a zo bet lakaet, en desped d'o nerzh, gant ar re lazhet dre ar c'hleze; gourvezet int gant an diamdroc'hidi, gant ar re a ziskenn d'ar poull. 30 Eno emañ holl briñsed an hanternoz hag an holl Sidoniz, a zo diskennet gant ar re skoet d'ar marv, en desped da spouron o nerzh. Mezhek int, gourvezet diamdroc'h gant ar re lazhet dre ar c'hleze, douget o deus o dismegañs gant ar re a ziskenn d'ar poull. 31 Faraon a welo anezho, hag e vo frealzet diwar-benn e holl engroez, ya Faraon hag e holl arme a vo lazhet dre ar c'hleze, eme an Aotrou AOTROU. 32 Rak me am eus lakaet va spouron war zouar ar re vev, ha Faraon hag e holl engroez a vo gourvezet e-kreiz an diamdroc'hidi, gant ar re lazhet dre ar c'hleze, eme an Aotrou AOTROU. |