Ezekiel 31 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 31 1 D'an unnekvet bloaz, d'an trede miz, d'ar c'hentañ eus ar miz, komz an AOTROU a voe disklêriet din o lavarout: 2 Mab an den, lavar da Faraon roue an Ejipt ha d'e engroez: Ouzh piv ez out heñvel ez braster? 3 Setu, Asiria a zo bet evel ur sedrezenn eus al Liban, gant skourroù kaer ha delioù stank o reiñ disheol; bez' e oa uhel a vent, he beg o sevel e-kreiz skoultrigoù fetis. 4 An doureier o deus he lakaet da greskiñ, an donder en deus he lakaet da bignat uhel, he stêrioù a rede en-dro d'al lec'h ma oa plantet, hag e kase e ganolioù war-zu holl wez ar parkeier. 5 Setu perak he deus tremenet hec'h uhelder e-biou da holl wez ar parkeier, liesaet eo bet he skourroù, hag he barroù o deus en em astennet a-drugarez d'an doureier bras he lakae da greskiñ. 6 Holl laboused an neñvoù o deus neizhiet en he skourroù, holl loened ar parkeier o deus kolenet dindan he barroù, hag holl vroadoù bras o deus bet o chom ouzh he skeud. 7 Kaer e oa en he braster ha gant he skourroù astennet, rak e sanke he gwrizioù en doureier don. 8 Sedrez liorzh Doue ne lame digantañ netra eus he kaerder, ar siprez ne hañvalent ket ouzh he skourroù, hag ar plataned ne oant ket heñvel ouzh he barroù. Gwezenn ebet eus liorzh Doue ne oa heñvel outi en he c'haerder. 9 He graet em boa kaer gant he brankoù niverus, hag holl wez Eden e liorzh Doue a oa gwarizius outi. 10 Setu perak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Dre ma oa uhel a vent ha ma save he beg e-kreiz skoultrigoù fetis, dre ma oa lorc’hus he c'halon eus hec'h uhelder, 11 lakaet em eus anezhi etre daouarn ar galloudeg eus ar broadoù, a raio dezhi evel ma tere; he c'haset em eus kuit en abeg d'he zorfedoù. 12 Diavaezidi, ar spontusañ eus ar broadoù, o deus he zroc'het hag he zaolet kuit. He skourroù a zo kouezhet war ar menezioù hag en holl draoniennoù, hag he skoultrigoù a zo bet torret en holl stêrioù ar vro. Holl bobloù an douar o deus en em dennet eus he skeud hag o deus he dilezet. 13 Holl laboused an neñvoù o deus en em zalc'het en he dismantroù, hag holl loened ar parkeier a zo aet etre he barroù, 14 evit na vo ken gwezenn douraet ebet uhel a vent, evit na savo ken he beg e-kreiz skoultrigoù fetis, evit n'en em zalc'ho ken en o uhelder ar re a ev dour. Rak e vint holl lakaet d'ar marv e donderioù an douar, e-touez mibien an dud, gant ar re a ziskenn d'ar poull. 15 Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: En deiz ma tiskennas da lec'h ar marv, lakaet em eus dougen kañv, goloet em eus an donder eviti, harzet em eus ouzh he stêrioù da redek, dalc'het e voe an doureier bras, lakaet em eus al Liban e kañv eviti, hag holl wez ar parkeier a zo bet gwanaet en abeg dezhi. 16 Brañsellet em eus ar broadoù gant trouz he lamm, pa em eus he zaolet da lec'h ar marv gant ar re a ziskenn d'ar poull. Hag holl wez Eden, ar re wellañ hag an dibab eus al Liban, an holl oc'h evañ dour, a voe frealzet e donderioù an douar. 17 Int ivez a zo diskennet ganti da lec'h ar marv, etrezek ar re a zo bet lazhet dre ar c'hleze; he brec'h e oant bet, o chom en he skeud e-touez ar broadoù. 18 Ouzh piv out bet heñvel evel-se, e gloar hag e braster, e-touez gwez Eden? Taolet e vi d'an traoñ gant gwez Eden, e donderioù an douar. Gourvezet e vi e-touez an diamdroc'hidi, gant ar re a zo bet lazhet dre ar c'hleze. Setu Faraon hag e holl engroez, eme an Aotrou AOTROU. |