Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Ezekiel 30 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 30

1 Komz an AOTROU a voe disklêriet din o lavarout:

2 Mab an den, ro da brofediezh ha lavar: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Yudit: Devezh paour!

3 Rak tost eo an deiz, ya tost eo deiz an AOTROU, deiz a goumoul, deiz ar broadoù e vo.

4 Ar c'hlere a zeuio war an Ejipt, spouron a vo e Kush, pa gouezho en Ejipt ar re skoet d'ar marv, ha pa vo lamet kuit hec'h engroez ha distrujet he diazezoù.

5 Kush, Pud ha Lud, an holl Arabia ha Kub, hag holl vibien bro an emglev, a gouezho ganto dre ar c'hleze.

6 Evel-henn e komz an AOTROU: Skoazellerien an Ejipt a gouezho, ha lorc'h he nerzh a vo izelaet. Adalek Migdol betek Sien, e kouezhint dre ar c'hleze en he c'hreiz, eme an Aotrou AOTROU.

7 Hag e vint glac'haret e-touez ar broioù glac'haret, he c'hêrioù a vo e-touez kêrioù rivinet.

8 Hag e ouezint ez on me an AOTROU, pa em bo lakaet an tan en Ejipt, ha pa vo brevet hec'h holl skoazellerien.

9 En deiz-se e yelo kannaded eus va ferzh war listri da spontañ Kush en he surentez, hag e vo spouron en o zouez evel e devezh an Ejipt, rak setu, dont a ra.

10 Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Kas a rin da netra engroez an Ejipt dre zorn Nebukadnezar roue Babilon.

11 Eñ hag e bobl gantañ, ar spontusañ eus ar broadoù, a vo degaset da zistrujañ ar vro. Tennañ ar raint o c'hlezeier a-enep an Ejipsianed, hag e leugnint ar vro a dud skoet d'ar marv.

12 Hag e tisec'hin ar stêrioù, hag e lakain ar vro etre daouarn tud drouk; gwastañ a rin ar vro hag ar pezh a zo ennañ dre zorn diavaezidi. Me an AOTROU am eus komzet.

13 Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Distrujañ a rin an idoloù, kas a rin da netra falsdoueoù eus Nof, ne vo priñs ebet ken e bro Ejipt, hag e skuilhin ar spont e bro Ejipt.

14 Hag e kwastin Patroz, an tan a lakain e Zoan, ha va barnedigezhioù a rin war No.

15 Skuilhañ a rin va fulor war Sin, kreñvlec'h an Ejipt, hag e kasin da netra engroez No.

16 An tan a lakain en Ejipt, Sin a vo tapet gant glac'haroù bras, No a vo roget gant freuzoù a bep seurt, ha Nof a vo argadet e kreiz an deiz.

17 Tud yaouank kaer eus On ha Pi-Besed a gouezho dre ar c'hleze; int o-unan a yelo d'ar prizonerezh.

18 E Tapanez e teñvalaio an deiz, pa dorrin yev an Ejipt, ha pa baouezo lorc'h he nerzh. Ur goabrenn he goloio hag he merc'hed a yelo d'ar prizonerezh.

19 Ober a rin va barnedigezhioù war an Ejipt, hag e ouezint ez on me an AOTROU.

20 D'an unnekvet bloaz, d'ar c'hentañ miz, d'ar seizhvet eus ar miz, komz an AOTROU a voe disklêriet din o lavarout:

21 Mab an den, torret em eus brec'h Faraon roue an Ejipt, ha setu, n'eo ket bet bandennet evit he fareañ, n'eo ket bet paket evit hec'h eren hag he startaat, hag evit ma c'hellfe kregiñ ar c'hleze.

22 Setu perak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu em eus droug ouzh Faraon roue an Ejipt, hag e torrin dezhañ e zivrec'h, an hini yac'h hag an hini dorret, hag e lakain ar c'hleze da gouezhañ eus e dorn.

23 Strewiñ a rin an Ejipsianed e-touez ar broadoù, hag o stlabezin er broioù.

24 Nerzhekaat a rin divrec'h roue Babilon, hag e lakain va c'hleze en e zorn, met e torrin divrec'h Faraon, a laosko hirvoudoù dirazañ evel un den gloazet d'ar marv.

25 Nerzhekaat a rin divrec'h roue Babilon, met e kouezho divrec'h Faraon. Hag e ouezint ez on me an AOTROU, pa em bo lakaet va c'hleze e dorn roue Babilon, ha p'en devo e astenn war-zu bro Ejipt.

26 Hag e strewin an Ejipsianed e-touez ar broadoù, hag o stlabezin er broioù, hag e ouezint ez on me an AOTROU.

Lean sinn:



Sanasan