Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Ezekiel 3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 3

1 Hag e lavaras din: Mab an den, debr ar pezh a gavez, debr ar roll-mañ, ha kae da gomz ouzh ti Israel.

2 Hag e tigoris va genoù, hag e reas din debriñ ar roll-se.

3 Hag e lavaras din: Mab an den, laka da gof da zebriñ ha leugn da vouzelloù gant ar roll-mañ a roan dit. Hag e tebris anezhañ, hag e voe dous da'm genoù evel mel.

4 Hag e lavaras din: Mab an den, kae etrezek ti Israel, ha disklêr dezho va c'homzoù.

5 Rak n'eo ket etrezek ur bobl teñval he yezh pe estren he zeod ez out kaset, met etrezek ti Israel,

6 n'eo ket etrezek bobloù niverus teñval o yezh pe estren o zeod, na gomprenez ket o c'homzoù. Ar re-se, a-dra-sur, a selaoufe ac'hanout, ma em bije da gaset etrezek enno.

7 Met ti Israel ne fello ket dezhañ da selaou, rak ne fell ket dezhañ va selaou; rak holl di Israel a zo faeüs a zremm ha kaledet a galon.

8 Setu, kaletaet em eus da zremm a-enep o dremmoù, ha kaletaet em eus da dal a-enep o zalioù.

9 Lakaet em eus da dal heñvel ouzh diamant, kaletoc'h eget ar roc'h. Na'z pez ket aon dirazo, bez dizaon dirak o dremmoù, daoust ma'z int un ti disent.

10 Hag e lavaras din: Mab an den, degemer en da galon ha selaou gant da zivskouarn an holl gomzoù a lavarin dit.

11 Kae, kae etrezek ar re zalc'het, etrezek mibien da bobl, komz outo, ha pe e selaouint, pe ne raint ket, e lavari dezho: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU.

12 Ar Spered a savas ac'hanon, hag e klevis a-dreñv din trouz un hast bras: Benniget ra vo gloar an AOTROU, eus e chomlec'h!

13 Hag e klevis trouz eskell ar bevien o skeiñ an eil gant eben, ha trouz ar rodoù en o c'hichen, ha trouz un hast bras.

14 Ar Spered am savas hag am dezougas, hag ez aen kuit c'hwerv, gant fulor em spered. Met dorn an AOTROU a oa gant galloud warnon.

15 Dont a ris neuze da re zalc'het e Tel-Abib, d'ar re a oa o chom tost da stêr Kebar, hag e chomis d'al lec'h ma choment, hag e chomis eno en o zouez, souezhet bras, e-pad seizh devezh.

16 A-benn seizh deiz, komz an AOTROU a voe disklêriet din o lavarout:

17 Mab an den, lakaet em eus ac'hanout da c'hedour war di Israel. Selaou a ri komz va genoù, hag e kemenni anezho eus va ferzh.

18 Pa lavarin d'an hini drouk: Mervel a ri! ma ne gemennez ket anezhañ, ma ne gomzez ket ouzh an hini drouk, evit e aliañ da zistreiñ eus e hent fall evit saveteiñ e vuhez, an den drouk-se a varvo en e zireizhder, met me a c'houlenno e wad eus da zorn.

19 Met mar kemennez an hini drouk, ha ma ne zistro ket eus e zrougiezh hag eus e hent fall, e varvo en e zireizhder, met te a saveteo da ene.

20 Ha mar distro an hini reizh diwar e reizhder ha ma ra an droug, e lakain ur maen-kouezh dirazañ hag e varvo. Dre ma na'z po ket e gemennet, e varvo en e bec'hed ha ne vo ket meneget e zireizhder en doa graet, ha me a c'houlenno e wad eus da zorn.

21 Met mar kemennez an hini reizh evit na bec'ho ket, ha ma ne bec'h ket, a-dra-sur e vevo dre ma ec'h eus e gemennet, ha te a saveteo da ene.

22 Dorn an AOTROU a voe eno warnon, hag e lavaras din: Sav, kae d'ar blaenenn, hag eno e komzin ouzhit.

23 Sevel a ris hag ez is d'ar blaenenn, ha setu gloar an AOTROU en em zalc'has eno, evel m'em boa e welet tost da stêr Kebar. Hag e kouezhis war va dremm.

24 Ar Spered a zeuas ennon hag a reas din en em zerc'hel war va zreid. Hag e lavaras din: Kae, hag en em serr e-barzh da di.

25 Mab an den, setu ma vo lakaet warnout kerdin, hag e vi ereet ganto, ha ne c'helli ket mont er-maez en o zouez.

26 Stagañ a rin da deod ouzh da staon, hag e vi mut, ha ne c'helli ket o repren, rak un ti disent ez int.

27 Met pa gomzin ouzhit, e tigerin da c'henoù, evit ma lavari dezho: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU. Ra selaouo an hini a fello dezhañ selaou, ra ne selaouo ket an hini na fello ket dezhañ henn ober, rak un ti disent ez int.

Lean sinn:



Sanasan