Ezekiel 29 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 29 1 D'an dekvet bloaz, d'an dekvet miz, d'an daouzekvet eus ar miz, komz an AOTROU a voe disklêriet din o lavarout: 2 Mab an den, tro da zremm ouzh Faraon roue an Ejipt, hag e profedi a-enep dezhañ hag a-enep an Ejipt a-bezh. 3 Komz ha lavar: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu em eus droug ouzhit Faraon roue an Ejipt, krokodil bras gourvezet e-kreiz da stêrioù, hag a lavar: Va stêr a zo din, me am eus graet anezhi. 4 Lakaat a rin ur c'hrog ouzh da javed, hag e stagin pesked da stêrioù ouzh da skant. Me a denno ac'hanout a-greiz da stêrioù, gant holl besked da stêrioù staget ouzh da skant. 5 Da deurel a rin d'ar gouelec'h, te hag holl besked da stêrioù, hag e kouezhi war c'horre ar maezioù; ne vi na dastumet na tapet, roet e vi e peuriñ da loened an douar ha da laboused an neñv. 6 Hag holl annezidi an Ejipt a ouezo ez on me an AOTROU, rak e vint bet nemet ur vazh korz evit ti Israel. 7 P'o deus kroget ennout gant an dorn, ez out torret hag ec'h eus roget dezho o skoaz a-bezh, ha pa'z int en em harpet warnout, ez out bruzunet hag ec'h eus lakaet o holl lounezhi difiñv. 8 Setu perak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu, e lakain ar c'hleze da zont warnout, hag e tilamin eus da greiz tud ha loened. 9 Bro Ejipt a zeuio da vezañ ur glac'har hag ur rivin, hag e ouezint ez on me an AOTROU, rak lavaret en deus: Ar stêr a zo din, me am eus graet anezhi. 10 Setu perak em eus droug ouzhit hag ouzh da stêrioù, hag e lakain bro Ejipt da vezañ ur rivin bras hag ur glac'har, adalek Migdol betek Sien ha betek harzoù Kush. 11 Troad den ne dremeno enni, ha troad loen ebet ne dremeno kennebeut, hag e-pad daou-ugent vloaz ne vo ket poblet. 12 Lakaat a rin bro Ejipt da vezañ ur glac'har e-touez ar broioù glac'haret, he c'hêrioù a vo distro e-pad daou-ugent vloaz e-touez kêrioù rivinet. Hag e stlabezin an Ejipsianed e-mesk ar broadoù, hag o strewin e meur a vro. 13 Koulskoude evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: A-benn daou-ugent vloaz e tastumin an Ejipsianed a-douez ar pobloù ma vint bet stlabezet enno, 14 hag e tegasin en-dro re zalc'het an Ejipt, hag e rin dezho mont en-dro da vro Batroz, en o bro c'henidik, met e vint eno ur rouantelezh dinerzh. 15 Hag e vo an izelañ eus ar rouantelezhioù, ne savo ken dreist ar broadoù, he dinerzhañ a rin evit na reno ken war ar broadoù. 16 Ne lakaio ken ti Israel e fiziañs enni, hag o devo soñj eus o direizhder pa droent etrezek enni. Hag e ouezint ez on me an Aotrou AOTROU. 17 D'ar seizhvet bloaz warn-ugent, d'ar c'hentañ miz, d'ar c'hentañ eus ar miz, komz an AOTROU a voe disklêriet din o lavarout: 18 Mab an den, Nebukadnezar roue Babilon en deus lakaet e armead d'ober ur servij poanius a-enep Tir. An holl bennoù a zo deuet da vezañ moal hag an holl divskoaz kignet; ha n'en deus bet gopr ebet eus Tir, nag eñ nag e armead, evit ar servij en deus graet a-enep dezhi. 19 Setu perak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu e roan bro Ejipt da Nebukadnezar roue Babilon. Sevel a raio kuit hec'h engroez, hag e kaso gantañ ar preizh, hag e raio riñs; kement-se a vo gopr e armead. 20 Evit paeañ al labour en deus graet a-enep Tir, e roan dezhañ bro Ejipt, rak oberiet o deus evidon, eme an Aotrou AOTROU. 21 En deiz-se e lakain ur c'horn da vountañ da di Israel, hag e tigorin dit da c'henoù en o zouez, hag e ouezint ez on me an AOTROU. |