Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Ezekiel 28 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 28

1 Komz an AOTROU a voe disklêriet din o lavarout:

2 Mab an den, lavar da briñs Tir: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: En em uhelaet eo da galon, hag ec'h eus lavaret: Me 'zo un doue, azezet on war dron Doue e-kreiz ar morioù. Petra bennak ma'z out nemet un den ha nann Doue, ec'h eus lakaet da galon evel kalon un doue.

3 Setu, furoc'h out eget Daniel, sekred ebet n'eo teñval evidout.

4 Dre da furnez ha da skiant ec'h eus daspugnet pinvidigezhioù, ha dastumet aour hag arc'hant ez teñzorioù.

5 Dre vraster da furnez ha dre da genwerzh ec'h eus kresket da binvidigezhioù, hag en abeg da'z pinvidigezhioù eo en em uhelaet da galon.

6 Setu perak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Dre ma ec'h eus lakaet da galon evel kalon un doue,

7 en abeg da-se, setu, e lakain diavaezidi da zont a-enep dit, ar re daerañ eus ar broadoù, hag e tennint o c'hleze a-enep da furnez skedus, hag e saotrint da splannder.

8 Hag e taolint ac'hanout d'ar poull, hag e varvi evel ma varv ar re a zo lazhet e kalon ar morioù.

9 Daoust hag e lavari dirak an hini a lakaio ac'hanout d'ar marv: Me 'zo un doue? N'out nemet un den ha nann Doue etre daouarn an hini a lazho ac'hanout.

10 Hag e varvi eus marv an diamdroc'hidi, dre zorn an diavaezidi, rak komzet em eus, eme an Aotrou AOTROU.

11 Komz an AOTROU a voe disklêriet din o lavarout:

12 Mab an den, displeg ur c'hlemmgan diwar-benn roue Tir, hag e lavari dezhañ: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Bez' e oas siellet e krec'h, leun a furnez, peurvat e kaerder,

13 en em gavet out bet en Eden, e liorzh Doue, goloet gant mein prizius a bep seurt, kornalin, topaz, diamant, krizolit, oniks, yalp, safir, skarboukl, emrodez hag aour. Oberidigezh an taboulinoù hag ar fleütoù a zo bet du-se, kempennet evit an deiz ma voes krouet.

14 Ur cherubin ez out bet, olevet evit diwall; da lakaet em boa war venez santel Doue, kerzhet ec'h eus e-kreiz ar mein-tan.

15 Didamall out bet ez hentoù, abaoe an deiz ma voes krouet, betek ma voe kavet direizhder ennout.

16 E-kreiz fonnusted da genwerzh, leuniet out bet a feulster, ha pec'het ec'h eus. Neuze e taolan ac'hanout, disakr, diouzh menez Doue, hag e tistrujan ac'hanout, cherubin diwaller, a-douez ar mein-tan.

17 Da galon a zo en em uhelaet en abeg da'z kaerder, hag ec'h eus gwashaet da furnez en abeg da'z splannder. Da deurel a rin d'an douar, hag e lakain ac'hanout dirak ar rouaned evit ma sellint ouzhit.

18 Dre fonnusted da zireizhder, dre zislealded da genwerzh, ec'h eus disakret da santualioù. Lakaat a rin da sevel eus da greiz un tan a zebro ac'hanout, hag e lakain ac'hanout da vezañ ludu war an douar, dirak an holl re a sello ouzhit.

19 An holl re a anavez ac'hanout, e-touez ar pobloù, a vo sabatuet diwar da benn; bez' e vi ur saouzan, ha ne vi ken, biken!

20 Komz an AOTROU a voe disklêriet din o lavarout:

21 Mab an den, tro da zremm ouzh Sidon, hag e profedi a-enep dezhi.

22 Lavar: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu em eus droug ouzhit Sidon, hag e vo roet gloar din en da greiz. Hag e ouezint ez on me an AOTROU, pa rin va barnedigezhioù a-enep dezhi, ha ma tiskouezin va santelezh.

23 Kas a rin ar vosenn en he c'hreiz, hag ar gwad en he straedoù. Ar c'hloazidi a gouezho en he c'hreiz dre ar c'hleze a skoio anezhi a bep tu, hag e ouezint ez on me an AOTROU.

24 Ne vo ken un drezenn flemmus evit ti Israel, nag un draenenn gloazus, e-touez ar re a zo tro-dro dezhi hag a zispriz anezhi, hag e ouezint ez on me an Aotrou AOTROU.

25 Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Pa em bo dastumet ti Israel a-douez ar pobloù m'emaint strewet enno, e vin santelaet drezo dirak daoulagad ar broadoù, hag e vint o chom en o bro am eus roet da'm servijer Jakob.

26 Bez' e vint o chom ennañ e surentez, hag e savint tiez, hag e plantint gwini. Ya, bez' e vint o chom ennañ e surentez, pa em bo graet va barnedigezhioù a-enep ar re a zo tro-dro dezho hag o dispriz, e ouezint ez on me an AOTROU o Doue.

Lean sinn:



Sanasan