Ezekiel 27 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 27 1 Komz an AOTROU a voe disklêriet din o lavarout: 2 Te, mab an den, displeg ur c'hlemmgan a-enep Tir, 3 ha lavar da Dir: Te, hag a zo o chom war vord ar mor, hag a ra kenwerzh gant ar pobloù eus inizi niverus, evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Tir, lavaret ec'h eus: Me a zo peurvat a gaerder! 4 Da harzoù a zo e kalon ar morioù, ar re o deus da savet o deus peurc'hraet da gaerder. 5 Graet o deus da lambruskoù gant siprez eus Senir, kemeret o deus sedrez eus al Liban evit ober da wernioù, 6 graet o deus da roeñvoù gant derv eus Basan, ha da c'horre-bourzh gant olifant sterniet e beuz eus inizi Kittim. 7 Lin fin eus an Ejipt gant broderezh en deus servijet dit da ouelioù ha da vanniel, gwisket ec'h eus dilhad limestra ha tane eus inizi Elisha. 8 Tud eus Sidon hag Arvad a zo bet da roeñverien. O Tir, ar re ijinusañ en da greiz a zo bet da sturien. 9 Henaourien eus Gebal hag he micherourien ijinus a zo bet en da greiz evit dresañ da freuzoù. Holl listri ar mor hag o martoloded a zo bet en da greiz evit ober kenwerzh gant da varc’hadourezh. 10 Tud eus Persia, Lud ha Pud a zo bet ez armead evel soudarded; ispilhet o deus en da di ar skoed hag an tokarn, splannder o deus roet dit. 11 Mibien Arvad a zo bet gant da soudarded war da vogerioù tro-dro, ha tud kadarn a zo bet en da dourioù, ispilhet o deus ar skoed war da vogerioù tro-dro, peurc'hraet o deus da gaerder. 12 Tarsiz he deus graet kenwerzh ganit en abeg da'z pinvidigezhioù a bep seurt, o pourvezañ da varc'hadoù gant arc'hant, houarn, staen ha plom. 13 Javan, Tubal ha Meshek a zo bet da varc'hadourien, oc'h eskemm sklaved ha listri arem ouzh da varc'hadourezh. 14 Tud eus ti Togarma o deus pourvezet da varc'hadoù gant kezeg-tenn, kezeg-brezel ha muled. 15 Mibien Zedan a zo bet da varc'hadourien; kenwerzh gant inizi niverus a zo bet etre da zaouarn, hag ec'h eus resevet en donezon kerniel olifant hag ebena. 16 Siria he deus graet kenwerzh ganit en abeg da fonnusted da draoù; pourvezet he deus da varc'hadoù gant emrodez, tane, broderezh, lin fin, koural ha rubiz. 17 Juda ha bro Israel a zo bet da varc'hadourien, oc'h eskemm gwinizh eus Minnid, pastezerezh, mel, eoul ha balzam ouzh da varc'hadourezh. 18 Damask he deus graet kenwerzh ganit en abeg da fonnusted da draoù ha da'z pinvidigezhioù a bep seurt, o reiñ dit gwin eus Helbon ha gloan gwenn. 19 Ha Dan ha Javan, adalek Uzal, o deus pourvezet da varc'hadoù gant houarn-goveliañ, spisoù ha raoskl. 20 Dedan a zo bet da varc'hadourien e mezheroù prizius evit pignat war varc'h. 21 Arabia hag holl briñsed Kedar o deus graet kenwerzh etre da zaouarn o werzhañ dit deñved, meot ha bouc'hed. 22 Marc'hadourien Seba ha Raema a zo bet da varc'hadourien, o pourvezañ da varc'hadoù gant gwellañ louzoù-frondus, mein prizius a bep seurt hag aour. 23 Haran, Kanne hag Eden, gant marc'hadourien Seba, Asiria ha Kilmad a zo bet da varc'hadourien. 24 Da varc'hadourien int bet e traoù eus an dibab, e dilhad limestra, e broderezh, e mezheroù prizius lakaet e koufroù ereet gant kerdin ha graet gant koad sedrez, degaset war da varc'hadoù. 25 Listri Tarsiz o deus mordoet evit da genwerzh. Leuniet out bet, e barr da vrud ez out bet e kalon ar morioù. 26 Da roeñverien o deus da gaset war an doureier bras. Avel ar sav-heol en deus freuzet ac'hanout e kalon ar morioù. 27 Da binvidigezhioù, da varc'hadoù, da genwerzh, da vartoloded, da sturierien, da zreserien-freuz, merourien da genwerzh, da holl dud a vrezel a oa du-se, an holl engroez a oa en da greiz, a gouezho e kalon ar morioù en devezh da lamm. 28 Gant trouz kriadenn da sturien, e kreno an douaroù tro-dro. 29 An holl re a embreg ar roeñv, ar vartoloded hag holl sturierien ar mor a ziskenno eus o listri hag en em zalc'ho war an douar, 30 hag e lakaint o mouezh da vezañ klevet warnout, hag e c'harmint c'hwerv, hag e taolint poultr war o fenn, hag en em ruilhint el ludu, 31 hag e touzint o fenn en abeg dit, hag en em c'hourizint a seier, hag e ouelint warnout gant c'hwervoni en o ene, ha gant ur glac'har bras, 32 hag e tisplegint ur c'hlemmgan warnout en ur hirvoudiñ, hag e klemmint diwar da benn: Piv a voe evel Tir, didrouz e-kreiz ar mor? 33 Pa'z ae en tu all d'ar morioù da varc’hadourezh, ec'h eus leuniet pobloù niverus, dre vrasted da binvidigezhioù ha da genwerzh ec'h eus pinvidikaet rouaned an douar, 34 ha bremañ ez out freuzet dre ar morioù, e donder an doureier, da varc’hadourezh ha da holl engroez a zo kouezhet ganit. 35 Holl dud an inizi a zo spouronet en abeg dit, o rouaned a zo spontet euzhus, o dremmoù a zo trejeboulet. 36 Marc'hadourien ar pobloù a c'hwitell warnout, deuet out da vezañ ur saouzan, ha ne vi ken, biken! |