Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Ezekiel 26 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 26

1 D'an unnekvet bloaz, d'ar c'hentañ deiz eus ar miz, komz an AOTROU a voe disklêriet din o lavarout:

2 Mab an den, peogwir he deus lavaret Tir a-enep Jeruzalem: A! A! torret eo dor ar pobloù, treiñ a reer etrezek ennon, me en em leunio, gwastet eo,

3 evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu em eus droug ouzhit, Tir, hag e lakain meur a vroad da bignat a-enep dit, evel ma laka ar mor e goummoù da bignat.

4 Distrujañ a raint mogerioù Tir, hag e tiskarint he zourioù. Raklañ a rin he foultr diwarni, hag e rin anezhi evel ur roc'h noazh.

5 Hag e vo war ar mor ul lec'h ma astenner ar rouedoù, rak komzet em eus, eme an Aotrou AOTROU. Hag e vo ur preizh evit ar broadoù.

6 He merc'hed hag a zo war ar maez a vo lazhet dre ar c'hleze, hag e ouezint ez on me an AOTROU.

7 Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu e lakaan da zont eus an hanternoz Nebukadnezar roue Babilon, roue ar rouaned, gant kezeg, kirri, marc'hegerien, hag un niver bras a dud.

8 Lazhañ a raio gant ar c'hleze da verc'hed a zo war ar maez, hag e raio kreñvlec'hioù en da enep, hag e savo tosennoù en da enep, hag e kwinto an diren en da enep.

9 Hag e lakaio e vekanikoù-brezel a-enep da vogerioù, hag e tiskaro da zorojoù gant e vorzholioù.

10 Poultr e gezeg a c'holoio ac'hanout en abeg d'o niver bras. Da vogerioù a greno gant trouz ar marc'hegerien, ar rodoù hag ar c'hirri, pa'z aio dre da dorojoù evel ma'z eer en ur gêr freuzet he moger.

11 Mac'hañ a raio da holl straedoù gant karnioù e gezeg, hag e lazho da bobl gant ar c'hleze, ha savadurioù da c'halloud a vo diskaret d'an douar.

12 Hag e laerint da binvidigezhioù, hag e preizhint da varc’hadourezh, hag e freuzint da vogerioù, hag e tiskarint da diez a blijadur. Hag e taolint kuit da vein, da brennoù ha da zismantroù e-kreiz an doureier.

13 Hag e lakain da baouez trouz da ganaouennoù; ha son da delennoù ne vo ket klevet.

14 Hag e rin ac'hanout evel ur roc'h noazh, ul lec'h evit astenn ar rouedoù, ne vi ken adsavet, rak komzet em eus, eme an Aotrou AOTROU.

15 Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU ouzh Tir: Gant trouz da lamm, pa huanado ar c'hloazidi, pa vo al lazhadeg en da greiz, an inizi a greno.

16 Holl briñsed ar mor a ziskenno diwar o zron, lemel a raint o mantilli, hag e tiwiskint o dilhad a vroderezh. Hag e wiskint ar spont, hag ec'h azezint war an douar, ha da bep mare e krogo ar spont enno; skoet e vint gant an aon en abeg dit.

17 Hag e tisplegint ur c'hlemmgan warnout, hag e lavarint dit: Penaos ez out distrujet, te hag a oa poblet gant tud ar mor, kêr vrudet ha galloudek war vor, te ha da annezidi hag a daole ar spont war ar re a oa o chom eno?

18 An inizi a gren en deiz da lamm, ya, inizi ar mor a zo spouronet diwar-benn da ziwezh.

19 Rak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Pa rin ac'hanout ur gêr wastet, heñvel ouzh ar c'hêrioù n'o deus ket a annezidi, pa lakain an donder da bignat a-enep dit, ha pa c'holoio an doureier bras ac'hanout,

20 da deurel a rin d'an traoñ gant ar re a ziskenn er poull, gant ar bobl a-wechall, hag e lakain ac'hanout e lec'hioù izelañ an douar, e lec'hioù glac'haret pell 'zo gant ar re a ziskenn er poull, evit na vi ken tudet. Mirout a rin ar gloar evit douar ar re vev.

21 Ober a rin ur spont ac'hanout, ha ne vi ken. Klasket e vi, met ne vi ket kavet, biken, eme an Aotrou AOTROU.

Lean sinn:



Sanasan