Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Ezekiel 25 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 25

1 Komz an AOTROU a voe disklêriet din o lavarout:

2 Mab an den, tro da zremm ouzh mibien Ammon, hag e profedi a-enep dezho.

3 Lavar da vibien Ammon: Selaouit ouzh komz an Aotrou AOTROU: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Peogwir ec'h eus lavaret: A! A! a-enep va santual pa voe disakret, hag a-enep bro Israel pa voe glac'haret, hag a-enep ti Juda pa'z eas d'an harlu,

4 en abeg da-se e roan ac'hanout da vibien ar sav-heol e perc'henniezh. Lakaat a raint o c'hamp en da greiz hag e raint du-se o annez, debriñ a raint da frouezh hag ec'h evint da laezh.

5 Hag e lakain Rabba da vezañ ur peuriñ evit ar c'hañvaled, ha bro mibien Ammon ur c'hraou evit an deñved, hag e ouiot ez on me an AOTROU.

6 Rak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Peogwir ec'h eus stlaket da zaouarn ha skoet da zreid, ha laouenaet faeüs en da ene diwar-benn bro Israel,

7 en abeg da-se ec'h astennan va dorn warnout, da reiñ a ran evel preizh d'ar broadoù, da lemel a ran kuit a-douez ar pobloù, da zistrujañ a ran a-douez ar broioù, da lazhañ a ran, hag e ouezi ez on me an AOTROU.

8 Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Peogwir o deus lavaret Moab ha Seir: Setu, emañ ti Juda evel an holl vroadoù,

9 en abeg da-se e tigoran kostez Moab, an hini ouzh he c'hêrioù, he c'hêrioù-harz, kaerder ar vro, Bet-Jeshimod, Baal-Meon, Kirjataim,

10 da vibien ar sav-heol, gant mibien Ammon. O reiñ a ran dezho e perc'henniezh, evit na vo ken renket mibien Ammon e-touez ar broadoù.

11 Hag e rin va barnedigezhioù a-enep Moab, hag e ouezint ez on me an AOTROU.

12 Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Peogwir eo en em roet Edom d'ar veñjañs e-keñver ti Juda, ha deuet kablus oc'h en em veñjiñ warno,

13 evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Astenn a ran va dorn war Edom, lemel a ran tud ha loened dioutañ, en lakaan da vezañ ur gouelec'h, eus Teman betek Dedan e kouezhint dre ar c'hleze.

14 Hag e sevenin va veñjañs war Edom dre zorn va fobl Israel. Graet e vo a-enep Edom hervez va c'hounnar hag hervez va fulor, hag ec'h anavezint va veñjañs, eme an Aotrou AOTROU.

15 Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Peogwir eo en em roet ar Filistined d'ar veñjañs, oc'h en em veñjiñ faeüs en o ene, betek distrujañ holl dre gasoni peurbadus,

16 evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Astenn a ran va dorn war ar Filistined, lakaat a ran ar Geretiz d'ar marv, distrujañ a ran an nemorant a zo war vord ar mor.

17 Hag e sevenin ur veñjañs vras warno dre gastizoù a fulor, hag e ouezint ez on me an AOTROU, pa sevenin va veñjañs warno.

Lean sinn:



Sanasan