Ezekiel 24 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 24 1 D'an navet bloaz, d'an dekvet miz, d'an dekvet deiz eus ar miz, komz an AOTROU a voe disklêriet din o lavarout: 2 Mab an den, skriv anv an deiz-mañ evidout da-unan, ya an deiz-mañ, rak roue Babilon a dosta ouzh Jeruzalem en deiz-mañ. 3 Kinnig ur barabolenn d'an ti disent, ha lavar dezho: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Laka ar gaoter, laka-hi, ha skuilh enni dour. 4 Dastum enni an tammoù, an holl dammoù mat, morzhed ha skoaz, ha leugn anezhi a eskern eus an dibab. 5 Kemer un dañvad eus an dibab, ha laka ur bern eskern da zeviñ dindani, laka da virviñ a-verv-bras evit ma poazho ivez an eskern a zo e-barzh. 6 Setu perak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Gwalleur d'ar gêr wadsec'hedik, kaoter leun a vergl, hag he mergl na zistag ket diouti! Lam tamm ha tamm diouti, hep tennañ d'ar sord. 7 Rak he gwad a zo en he c'hreiz, e lakaet he deus war ar roc'h noazh, n'he deus ket e skuilhet war an douar evit e c'holeiñ gant poultrenn. 8 Evit lakaat va fulor da bignat hag evit sevel an dial, em eus lakaet he gwad war ar roc'h noazh, evit na vefe ket goloet. 9 Setu perak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Gwalleur d'ar gêr wadsec'hedik, me ivez a raio un tantad. 10 Dastum koad, enaou an tan, poazh ar c'hig holl, mesk gant spisoù, ha ra vo poazhet an eskern. 11 Ha laka anezhi goullonderet war ar glaou, evit ma tommo ha ma teuio hec'h arem da vezañ devus, ma teuzo en he diabarzh he hudurniezh, ha ma vo kuzumet he mergl. 12 Skuizhañ a ra gant he gevier, he mergl bras n'eo ket distaget diouti, mont a raio he mergl d'an tan. 13 Drougiezh 'zo en da loustoni. Pa em eus klasket da c'hlanaat, n'out ket deuet da vezañ glan, ha neuze ne vi ken glanaet eus da loustoni, ken na'm bo sevenet va c'hounnar a-enep dit. 14 Me an AOTROU am eus komzet, hag e c'hoarvezo, henn ober a rin. Ned in ket war-dreñv, ha ne'm bo na truez na keuz. Barnet e vi hervez da hentoù hag hervez da oberoù, eme an Aotrou AOTROU. 15 Komz an AOTROU a voe disklêriet din o lavarout: 16 Mab an den, setu, a-daol-trumm e tilamin diganit plijadur da zaoulagad. Met ne zougi ket kañv, ne oueli ket, ne lezi ket da zaeroù da redek. 17 Hirvoud er sioulded, na zoug ket ar c'hañv evel ma vez graet d'an ordinal d'ar re varv, stag da dulban warnout, laka da votoù ouzh da dreid, na guzh ket da varv, na zebr ket bara ar re all. 18 Diouzh ar mintin e komzis ouzh ar bobl, ha d'abardaez e varvas va gwreg; hag e ris d'antronoz evel ma oa bet gourc'hemennet din. 19 Ar bobl a lavaras din: Ha ne zisklêri ket deomp petra eo evidomp ar pezh a rez? 20 Lavarout a ris dezho: Komz an AOTROU a voe disklêriet din o lavarout: 21 Lavar da di Israel: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu, emaon o vont da zisakrañ va santual, lorc'h ho kalloud, plijadur ho taoulagad, ar pezh a gar hoc'h eneoù. Hag ho mibien hag ho merc'hed hoc'h eus lezet a gouezho dre ar c'hleze. 22 Neuze e reot evel m'em eus graet, ne guzhot ket ho parv, ne zebrot ket bara ar re all, 23 ho tulbanoù a vo war ho pennoù, ho potoù ouzh ho treid, ne zougot ket kañv, ne ouelot ket, met skoet e viot a langis en abeg d'ho tireizhder, hag e huanadot an eil gant egile. 24 Ezekiel a vo evidoc'h un arouez, ober a reot hervez kement en deus graet. Ha pa c'hoarvezo kement-se, e ouiot ez on me an Aotrou AOTROU. 25 Ha te mab an den, en deiz ma lamin o nerzh diganto, levenez o gloar, plijadur o daoulagad, an dra a zo staget o eneoù outi, o mibien hag o merc'hed, 26 en deiz-se, un tec'had a zeuio da'z c'havout da zisklêriañ kement-se da'z taoulagad. 27 En deiz-se da c'henoù a zigoro d'an tec'had, hag e komzi ha ne vi ken mut, hag e vi evito un arouez, hag e ouezint ez on me an AOTROU. |