Ezekiel 23 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 23 1 Komz an AOTROU a voe disklêriet din o lavarout: 2 Mab an den, bez' e oa div vaouez, merc'hed d'an hevelep mamm. 3 Gastaouiñ a rejont en Ejipt, gastaouiñ a rejont en o yaouankiz, o divronn a voe gwasket, askre o gwerc’hded a voe tarzhet. 4 An hini henañ a oa anvet Ohola, hag he c'hoar Oholiba. Din e oant, hag e c'hanjont mibien ha merc'hed. An hini anvet Ohola eo Samaria, hag Oholiba eo Jeruzalem. 5 Ohola a gastaouas, ha koulskoude e oa din, hag e karas hec'h amourouzien, hec'h amezeien asiriat 6 gwisket a limestra, gouarnerien ha pennoù-bras, tud yaouank kaer holl anezho, marc'hegerien pignet war gezeg-red. 7 Koufonet he deus he gastaouerezh dezho, d'an dibab eus mibien Asiria, ha d'an holl re he deus karet, en em saotret he deus gant o holl idoloù. 8 N'he deus ket dilezet he gastaouerezh eus an Ejipt, pa o doa kousket ganti en he yaouankiz, tarzhet o doa askre he gwerc’hded ha skuilhet o hudurnez warni. 9 Setu perak em eus he lakaet etre daouarn hec'h amourouzien, etre daouarn mibien Asiria ma kare. 10 Dizoloet o deus he noazhder, tapet o deus he mibien hag he merc'hed, he lakaet o deus da vervel dre ar c'hleze. Deuet eo da vezañ brudet e-touez ar maouezed, goude ar barnedigezhioù graet warni. 11 He c'hoar Oholiba a welas kement-se, ha gwashoc'h e voe egeti, en ur ober muioc'h a c'hastaouerezh eget he c'hoar en he riboderezh. 12 Karout a reas mibien eus Asiria, gouarnerien ha pennoù-bras, hec'h amezeien gwisket kaer, marc'hegerien pignet war gezeg-red, tud yaouank kaer holl anezho. 13 Hag e welis he doa en em saotret, ha ma heulient o-daou an hevelep hent. 14 Mont a reas ouzhpenn en he gastaouerezh, rak, en ur welout skeudennoù tud war ar voger, skeudennoù eus ar Galdeiz livet e ruz, 15 o tougen gourizoù war o divgroazell, tulbanoù neuennus war o fenn, gant doare renerien evel mibien Vabilon ganet e Kaldea, 16 ec'h orgedas outo adalek sell kentañ he daoulagad, hag e kasas kannaded dezho da Galdea. 17 Mibien Vabilon a zo deuet d'he c'havout da c'hourvez hec'h orged, ha saotret o deus anezhi gant o gastaouerezh. Hi en em saotras ganto, hag e tistagas hec'h ene diouto. 18 Evel-se e tizoloas he gastaouerezh hag e tizoloas he noazhder. Hag e tistagas va ene diouti, evel m'en doa distaget va ene diouzh he c'hoar. 19 Rak liesaet he deus he gastaouerezh, o soñjal en deizioù he yaouankiz, pa c'hastaoue e bro Ejipt. 20 Hag ec'h orgedas ouzh hec'h amourouzien, ma oa o c'hig evel kig ezen hag o darempredoù evel darempredoù gant mirc'hi. 21 Distroet out da fallagriezh da yaouankiz, pa darzhe an Ejipsianed askre da werc’hded evit divronn da yaouankiz. 22 Setu perak, Oholiba, evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu e savan da amourouzien a-enep dit, ar re en deus distaget da ene diouto, hag e tegasin anezho a bep tu a-enep dit, 23 mibien Vabilon hag an holl Galdeiz, Pekod, Shoa, Koa hag an Asiriz ganto, tud yaouank kaer holl anezho, gouarnourien ha pennoù-bras, aotrounez ha tud vrudet, pignet war gezeg-red holl anezho. 24 Dont a raint a-enep dit, gant armoù, kirri hag ijinoù-ruilh, ha pobloù e niver bras, hag e lakaint a-enep dit a bep tu skoedoù bras, skoedoù bihan ha tokarnoù. Hag e roin dezho ar varnedigezh, hag e varnint ac'hanout hervez o barnedigezhioù. 25 Hag e lakain va gwarizi a-enep dit, hag e raint dit gant fulor. Troc'hañ a raint dit da fri ha da zivskouarn, hag ar pezh vano ac'hanout a gouezho dre ar c'hleze, tapout a raint da vibien ha da verc'hed, hag ar pezh a vano ac'hanout a vo pulluc'het gant an tan. 26 Diwiskañ a raint da zilhad dit, hag e lamint kuit da vragerizoù a lakaez. 27 Hag e rin paouez da zrougiezh a-ziouzhit ha da c'hastaouerezh eus bro Ejipt, ne savi ken da zaoulagad war-zu enno, ha na'z po ken soñj eus an Ejipt. 28 Rak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu e lakain ac'hanout etre daouarn ar re a gasaez, etre daouarn ar re en deus distaget da ene diouto. 29 Ober a raint ouzhit gant kasoni, tapout a raint frouezh da labour, hag e tilezint ac'hanout en noazh, noazh-bev. Dizoloet e vo noazhder da avoultriezh, da dorfedoù ha da c'hastaouerezh. 30 Graet e vo an traoù-se dit dre ma ec'h eus gastaouet e-kichen ar broadoù, dre ma ec'h eus en em saotret gant o idoloù. 31 Kerzhet ec'h eus war hent da c'hoar, setu perak e lakain hec'h hanaf en da zorn. 32 Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Evañ a ri hanaf da c'hoar, don ha ledan e vo, bez' e vi un dra vezhus hag ur c'hoapadenn, ha bras eo e endalc'had. 33 Leuniet e vi a vezventi hag a c'hlac'har dre hanaf an distruj hag ar rivin, a zo hanaf da c'hoar Samaria. 34 Evañ a ri anezhañ, hag en goullonderi. Krignat a ri an tammoù outañ, hag e rogi da zivronn, rak komzet em eus, eme an Aotrou AOTROU. 35 Setu perak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Peogwir ec'h eus va ankounac'haet ha va zaolet a-drek da gein, doug te ivez ar boan eus da zrougiezh hag eus da c'hastaouerezh. 36 An AOTROU a lavaras din: Mab an den, ha ne varni ket Ohola hag Oholiba? Disklêr dezho o euzhusterioù, 37 penaos o deus graet avoultrerez hag ez eus gwad war o daouarn; ya, graet o deus avoultrerez gant o idoloù, ha zoken lakaet o deus o mibien da dremen dre an tan, ar re o doa ganet din, evit o debriñ. 38 Setu amañ ar pezh o deus graet c'hoazh din: En un hevelep deiz o deus saotret va santual ha disakret va deizioù sabad. 39 Goude bezañ aberzhet o mibien d'o idoloù, en hevelep deiz ez int aet da'm santual evit e zisakrañ; setu ar pezh o deus graet e-kreiz va zi. 40 Hag ouzhpenn-se, kaset o deus da gerc'hat tud o tont eus ur vro bell, kaset o deus kannaded dezho, ha setu, deuet int. Evito ec'h eus en em walc'het, livet da zremm ha kinklet gant bragerizoù, 41 azezet ec'h eus war ur gwele pompadus, ma oa kempennet un daol dirazañ, ha lakaet ec'h eus va ezañs ha va eoul warni. 42 Eno e veze klevet trouz un engroez laouen, hag e-touez ar bern tud-mañ e voe degaset Sabeaned eus ar gouelec'h, o deus lakaet kelc'hennoù ouzh o daouarn ha kurunennoù kaer war o fennoù. 43 Ha lavaret em eus diwar-benn an hini koshaet gant an avoultriezh: Hag e talc'hint bremañ da c'hastaouiñ ganti, hag hi ganto? 44 Hag e teujont d'he c'havout, evel ma'z eer da gavout ur c'hast; evel-se ez ejont da gavout Ohola hag Oholiba, maouezed leun a zrougiezh. 45 Met tud reizh o barno, evel ma vez barnet avoultrerezed hag evel ma vez barnet ae re a skuilh gwad, rak avoultrerezed ez int ha gwad a zo war o daouarn. 46 Setu perak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Me a lakaio ur strollad da bignat a-enep dezho, hag e vint roet d'an dismegañs ha d'ar preizherezh. 47 Hag ar strollad-mañ a veinataio anezho gant mein, hag o drailho a dammoù gant ar c'hleze; lazhañ a raint o mibien hag o merc'hed, hag e tevint o ziez dre an tan. 48 Hag e rin paouez an drougiezh er vro, hag an holl vaouezed a vo desket tremen hep heñvelout ouzh o drougiezh. 49 Lakaet e vo ho trougiezh da gouezhañ warnoc'h, dougen a reot pec'hedoù hoc'h idoloù, hag e ouiot ez on me an AOTROU. |