Ezekiel 22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 22 1 Komz an AOTROU a voe disklêriet din o lavarout: 2 Ha te, mab an den, hag e varni? Hag e varni kêr wadsec'hedik? Ha ne roi ket dezhi da anavezout hec'h holl euzhusterioù? 3 Lavar: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Kêr hag a skuilh gwad en da greiz, evit ma teuio da zeiz, te hag a ra idoloù en da enep evit bezañ saotret, 4 kablus out deuet gant ar gwad ac'h eus skuilhet, hag en em saotret ac'h eus gant an idoloù ac'h eus graet. Diaraoget ec'h eus da zeizioù, hag aet out betek dibenn da vloavezhioù, setu perak e ran ac'hanout un dismegañs evit ar broadoù, ur c'hoapadenn evit an holl vroioù. 5 Ar re a zo tost hag ar re a zo pell a raio goap ac'hanout, te hag a zo saotret da vrud hag a zo leun a ziroll. 6 Setu en da greiz, priñsed Israel, pep hini hervez e nerzh, en deus en em staget da skuilhañ gwad. 7 Disprizet eo bet tad ha mamm en da greiz, mac'het eo bet an diavaeziad en da greiz, gwasket eo bet an emzivad hag an intañvez en da greiz, 8 disprizet ac'h eus va zraoù santel, ha disakret va deizioù sabad, 9 droukkomzerien a zo bet en da greiz evit skuilhañ gwad, tud eus da greiz o deus debret war ar menezioù, tud eus da greie o deus graet traoù euzhus, 10 noazhder an tad a zo bet dizoloet en da greiz, gwallet eo bet ar vaouez e mare he saotradur en da greiz, 11 unan en deus graet euzhuster gant gwreg e nesañ, unan all en deus en em saotret gant e verc'h-kaer dre wadserc'h, unan all en deus gwallet e c'hoar, merc'h e dad, en da greiz, 12 degemeret eo bet donezonoù en da greiz evit skuilhañ gwad, kemeret ac'h eus kampi hag uzurerezh, diwisket ac'h eus da nesañ gant feulster, ha me, va ankounac'haet ec'h eus, eme an Aotrou AOTROU. 13 Ha setu, skoet em eus dorn ouzh dorn en abeg da'z kwallc'hoant ac'h eus diskouezet ha da'z kwad a zo bet skuilhet en da greiz. 14 Da galon, daoust hag e talc'ho, da zaouarn, daoust hag e chomint start, d'an deizioù ma labourin en da enep? Me an AOTROU am eus komzet, hag ober a rin. 15 Da stlabezañ a rin e-touez ar broadoù, da strewiñ a rin e meur a vro, hag e tilamin da saotradur diouzhit. 16 Hag e vi vilaet drezout da-unan dirak daoulagad ar broadoù, hag e ouezi ez on me an AOTROU. 17 Komz an AOTROU a voe disklêriet din o lavarout: 18 Mab an den, ti Israel a zo deuet evidon da vezañ mergl. Holl int arem, staen, houarn ha plom en teuzlestr; mergl arc'hant ez int. 19 Setu perak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Dre ma'z oc'h deuet holl da vezañ mergl, setu e tastumin ac'hanoc'h e-kreiz Jeruzalem. 20 Evel ma vez dastumet arc'hant, arem, houarn, plom ha staen en teuzlestr, ha ma vez c'hwezhet an tan a-raok o zeuziñ, evel-se e tastumin ac'hanoc'h em c'hounnar hag em fulor, hag e lakain ac'hanoc'h eno d'ho teuziñ. 21 Dastum a rin ac'hanoc'h, hag e c'hwezhin a-enep deoc'h tan va fulor, hag e viot teuzet en he c'hreiz. 22 Evel ma vez teuzet arc'hant en teuzlestr, evel-se e viot teuzet en he c'hreiz, hag e ouiot ez on me an AOTROU am eus skuilhet va fulor warnoc'h. 23 Komz an AOTROU a voe disklêriet din o lavarout: 24 Mab an den, lavar dezhi: Te a zo un douar ha n'eo ket bet glanaet, na douraet gant glav en deiz an ernez. 25 Bez' ez eus un irienn en he c'hreiz, a-berzh he frofeded a zo heñvel ouzh leoned o yudal hag o tiframmañ o freizh. Debret o deus eneoù, tapet o deus teñzorioù ha traoù prizius, liesaet o deus intañvezed en he c'hreiz. 26 Hec'h aberzhourien o deus torret va lezenn ha disakret va zraoù santel. N'o deus ket graet a ziforc'h etre an dra santel hag an dra voutin, n'o deus ket roet da anavezout etre an dra dic'hlan hag an dra c'hlan, kuzhet o deus o daoulagad diouzh va deizioù sabad, hag on bet disakret en o zouez. 27 He fennoù-bras en he c'hreiz a zo bet heñvel ouzh bleizi o tiframmañ o freizh, en ur skuilhañ gwad ha en ur goll eneoù evit gounidoù direizh. 28 He frofeded o deus o induet gant pri-raz; gweledigezhioù touellus ha diouganoù gaouiat o deus bet en ur lavarout: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU, met an AOTROU n'en doa ket komzet. 29 Pobl ar vro o deus en em roet d'ar gwaskerezh, graet o deus laeroñsi, mac'het o deus ar glac'haret hag ar paour, gwasket o deus an diavaeziad a-enep pep reizhder. 30 Klasket em eus en o zouez unan bennak a adsavfe ar voger, hag en em zalc'hfe war ar freuz dirazon evit ar vro, evit na zistrujin ket anezhi, met ne'm eus kavet den. 31 Setu perak em eus skuilhet warno va fulor, pulluc'het em eus anezho gant tan va c'hounnar, hag e lakain o hentoù war o fenn, eme an Aotrou AOTROU. |