Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Ezekiel 21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 21

1 Komz an AOTROU a voe disklêriet din o lavarout:

2 Mab an den, tro da zremm war-zu ar c'hreisteiz, prezeg etrezek ar c'hreisteiz, hag e profedi a-enep koadeg maezioù ar c'hreisteiz.

3 Lavar da goadeg ar c'hreisteiz: Selaou komz an AOTROU: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu ez an da enaouiñ un tan en da ziabarzh, a zebro en da greiz pep gwezenn c'hlas ha pep gwezenn sec'h. Ar flamm o teviñ ne varvo ket, an holl ziwar c'horre a vo devet eus ar c'hreisteiz d'an hanternoz.

4 Ha pep kig a welo ez eo me an AOTROU am eus e enaouet; ha ne varvo ket.

5 Neuze e lavaris: A! Aotrou AOTROU! Lavarout a reont ac'hanon: An den-mañ ne ra nemet komz dre barabolennoù!

6 Komz an AOTROU a voe disklêriet din o lavarout:

7 Mab an den, tro da zremm ouzh Jeruzalem, prezeg etrezek al lec'hioù santel, hag e profedi a-enep bro Israel.

8 Lavar da vro Israel: Evel-henn e komz an AOTROU: Setu em eus droug ouzhit, hag e tennin va c'hleze diouzh e c'houin, hag e tilamin eus da greiz an den reizh hag an den fall.

9 Dre ma tilamin eus da greiz an den reizh hag an den fall, e tennin va c'hleze diouzh e c'houin a-enep pep kig, eus ar c'hreisteiz d'an hanternoz.

10 Ha pep kig a ouezo ez eo me an AOTROU am eus tennet va c'hleze diouzh e c'houin, ha ned aio ken en-dro ennañ.

11 Ha te, mab an den, hirvoud gant da zivgroazell brevet; en ur glac'har c'herv, hirvoud dirak o daoulagad.

12 Ha pa lavarint dit: Perak e hirvoudez? neuze e lavari: abalamour d'ar c'heloù; pa en em gavo, an holl galonoù a deuzo, an holl zornioù a zinerzho, an holl speredoù a vo mantret, an holl c'hlinoù a zeuio da vezañ dour. Setu erru eo! Eno emañ! eme an Aotrou AOTROU.

13 Ha komz an AOTROU a voe disklêriet din o lavarout:

14 Mab an den, ro da brofediezh ha lavar: Evel-henn e komz an AOTROU: Lavar: Ar c'hleze, ar c'hleze a zo bet lemmet ha lufret.

15 Lemmet eo bet evit lazhadegañ, lufret eo bet evit luc'hediñ. Hag e laouenaimp? Gwalenn va mab eo, a zispriz pep koad.

16 Roet eo bet da lufrañ evit bezañ kemeret en dorn, lemmet eo, levnaet eo, evit bezañ lakaet e dorn al lazher.

17 Kri ha yud, man an den, rak a-enep va fobl eo tennet, a-enep holl briñsed Israel. Roet int d'ar c'hleze, ha va fobl ganto, sko eta war da vorzhed.

18 Ya, an amprouenn a zegouezho; ha petra a c'hoarvezfe hag e vefe kaset da netra ar walenn zisprizus? eme an Aotrou AOTROU.

19 Te eta, mab an den, ro da brofediezh, sko dorn ouzh dorn, ra vo daougementet taolioù ar c'hleze d'an deirvet gwech, kleze al lazhadeg. Kleze al lazhadeg vras eo, mont a ra d'o gwaskañ a bep tu,

20 evit ma teuzo ar c'halonoù ha ma kresko ar c'houzañverien e-kichen an holl zorojoù. Kemeret em eus ar c'hleze gourdrouzus. A! Graet eo evit luc'hediñ, lemmet eo evit lazhadegañ.

21 Dastum da nerzh, sko a-zehoù, tro ha sko a-gleiz, ha da bep tu ma troi.

22 Ha me ivez, me a skoio dorn ouzh dorn, hag e sevenin va c'hounnar, eme an AOTROU.

23 Evel-henn e komz an AOTROU:

24 Te, mab an den, tres daou hent evit an tremen eus kleze roue Babilon, o tont o-daou eus un hevelep bro. Merk un arouez, merk penn an hent a ya betek kêr.

25 Tres unan eus an hentoù ma teuio ar c'hleze drezañ da Rabbad eus mibien Ammon, hag egile ma teuio da Juda, da Jeruzalem ar c'hêr greñvaet.

26 Rak roue Babilon en em zalc'h e kroashent, e penn an daou hent, evit ober divinerezh. Hejañ a ra ar biroù, goulennata a ra an terafim, sellout a ra ouzh an avu.

27 En e zorn dehou emañ ar sord o verkañ Jeruzalem, evit sevel tourterezioù, embann al lazhadeg, leuskel kriadennoù a vrezel, renkañ an tourterezioù a-enep an dorojoù, sevel tosennoù hag ober kreñvlec’hioù.

28 Dirak o daoulagad eo un arouez touellus, int hag o deus le al leoù. Hag eñ a zegaso soñj eus o drougiezh pa vint tapet.

29 Setu perak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Peogwir hoc'h eus degaset soñj eus ho tireizhder, en ur lakaat ho tisentidigezh en noazh, en ur tiskouez ho pec'hedoù en hoc'h holl oberoù, peogwir hoc'h eus bet soñj anezho, e viot tapet gant an dorn-mañ.

30 Ha te, den disakr ha drouk, priñs Israel, deuet eo da zeiz, bremañ hag eo kaset d'e zibenn an direizhder.

31 Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Ra vo lamet an diarenn ha tennet ar gurunenn, cheñchet e vo an traoù, ar pezh a zo izel a vo uhelaet, ar pezh a zo uhel a vo izelaet.

32 A-dammoù, a-dammoù, a-dammoù, me a lakaio anezhi. Met kement-se ne c'hoarvezo nemet pa zeuio an hini en deus ar varnedigezh am bo roet dezhañ.

33 Ha te, mab an den, ro da brofediezh ha lavar: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU diwar-benn mibien Ammon hag o dismegañs: Lavar: Ar c'hleze, ar c'hleze a zo tennet, lufret eo bet evit lazhadegañ, evit kas da netra, evit luc'hediñ,

34 e-pad ma vez gwelet gweledigezhioù touellus evidout ha ma vez divinet gevier evidout, evit da lakaat war c'houzoug ar re zrouk lazhet, rak deuet eo o deiz, bremañ hag eo kaset d'e zibenn an direizhder.

35 Laka da gleze en e c'houin en-dro! El lec'h ma'z out bet krouet, e bro da orin e varnin ac'hanout.

36 Hag e skuilhin warnout va ernez, hag e c'hwezhin warnout tan va gounnar, hag e lakain ac'hanout etre daouarn tud garv, micherourien an distruj.

37 Dont a ri da vezañ preizh an tan, da wad a vo e-kreiz ar vro, ne vo ken soñj ac'hanout, rak me an AOTROU am eus komzet.

Lean sinn:



Sanasan