Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Ezekiel 20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 20

1 D'ar seizhvet bloaz, d'ar pempvet miz, d'an dekvet eus ar miz, hiniennoù eus henaourien Israel a zeuas da c'houlennata an AOTROU hag a azezas dirazon.

2 Komz an AOTROU a voe disklêriet din o lavarout:

3 Mab an den, komz ouzh henaourien Israel ha lavar dezho: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Evit va goulennata eo oc'h deuet? Me a zo bev, ne vin ket goulennataet ganeoc'h, eme an Aotrou AOTROU.

4 Ha ne varni ket anezho, mab an den, ha ne varni ket anezho? Ro da anavezout dezho euzhusterioù o zadoù,

5 ha lavar dezho: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: An deiz ma em eus dibabet Israel, ma em eus savet va dorn dirak lignez ti Jakob, ma'z on en em roet da anavezout dezho e bro Ejipt, ha ma em eus savet va dorn dirazo o lavarout: Me eo an AOTROU ho Toue,

6 en deiz-se em eus savet va dorn dirazo, evit tennañ anezho eus bro Ejipt etrezek ur vro am boa klasket evito, ur vro a zever gant laezh ha mel, ar gaerañ eus an holl vroioù,

7 hag em eus lavaret dezho: Ra vo taolet kuit gant pep hini ac'hanoc'h an traoù euzhus a zo dirak e zaoulagad, n'en em saotrit ket gant idoloù an Ejipt. Me eo an AOTROU ho Toue.

8 Met en em savjont a-enep din ha ne fellas ket dezho va selaou. Hini anezho ne daolas kuit an traoù euzhus a oa dirak e zaoulagad ha ne zilezas idoloù an Ejipt. Neuze em eus soñjet skuilhañ va fulor warno ha seveniñ va c'hounnar a-enep dezho e-kreiz bro Ejipt.

9 Koulskoude em eus graet abalamour da'm anv, evit na vefe ket disakret dirak daoulagad ar broadoù en em gave en o zouez, hag e oan en em roet dezho da anavezout dirazo, evit o zennet eus bro Ejipt.

10 O zennet em eus eta eus bro Ejipt, hag o degaset em eus d'ar gouelec'h.

11 Roet em eus dezho va reolennoù ha diskouezet va barnedigezhioù, ha ma ra hervezo an den e vevo drezo.

12 Roet em eus dezho ivez va deizioù sabad da vezañ un arouez etrezon-me hag int, evit ma oufent ez on me an AOTROU a santela anezho.

13 Met ti Israel en em savas a-enep din er gouelec'h, ne gerzhjont ket hervez va reolennoù, taolet o deus kuit va barnedigezhioù, ha ma ra hervezo an den e vevo drezo, disakret o deus va deizioù sabad en un doare dreistmuzul. Neuze em eus soñjet skuilhañ va fulor warno er gouelec'h, evit o c'has da netra.

14 Koulskoude em eus graet abalamour da'm anv, evit na vefe ket disakret dirak daoulagad ar broadoù em boa o zennet dirazo.

15 Savet em eus va dorn dirazo er gouelec'h, na gasfen ket anezho d'ar vro am boa roet dezho, ur vro a zever gant laezh ha mel, ar gaerañ eus an holl vroioù,

16 peogwir o doa taolet kuit va barnedigezhioù, n'o doa ket kerzhet hervez va reolennoù, disakret o doa va deizioù sabad, rak o c'halon a yae war-lerc'h o idoloù.

17 Met va lagad a espernas anezho evit tremen hep o distrujañ, ha ne'm eus ket o c'haset da netra er gouelec'h.

18 Lavaret em eus d'o mibien er gouelec'h: Na gerzhit ket hervez kustumoù ho tadoù, na virit ket o gizioù, n'en em saotrit ket gant o idoloù.

19 Me eo an AOTROU ho Toue, kerzhit em reolennoù, mirit va barnedigezhioù evit ober diouto.

20 Santelait va deizioù sabad, a vint un arouez etrezon-me ha c'hwi, evit ma ouiot ez on me an AOTROU ho Toue.

21 Met ar vibien en em savas a-enep din, ne gerzhjont ket hervez va reolennoù, ne virjont ket va barnedigezhioù evit ober diouto, ha ma ra hervezo an den e vevo drezo, disakret o deus va deizioù sabad. Neuze em eus soñjet skuilhañ va fulor warno ha seveniñ va c'hounnar a-enep dezho er gouelec'h.

22 Koulskoude em eus tennet va dorn, ha graet em eus-se abalamour da'm anv, evit na vefe ket disakret dirak daoulagad ar broadoù, em boa o zennet dirak o daoulagad.

23 Savet em eus va dorn dirazo er gouelec'h, evit o stlabezañ e-touez ar broadoù hag o strewiñ e meur a vro,

24 dre ma n'o doa ket graet diouzh va barnedigezhioù, dre m'o doa taolet kuit va reolennoù, dre m'o doa disakret va deizioù sabad, ha dre ma oa aet o daoulagad war-lerc'h idoloù o zadoù.

25 Evel-se ivez em eus roet dezho reolennoù divat ha barnedigezhioù ne c'hellent ket bevañ drezo.

26 O saotret em eus en o frofoù, pa lakaent da dremen dre an tan o holl re gentañ-ganet, evit o gwastañ hag evit ma oufent ez on me an AOTROU.

27 Setu perak, mab an den, komz ouzh ti Israel ha lavar dezho: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Ho tadoù o deus dismegañset ac'hanon c'hoazh, diskouezet o deus disentidigezh ouzhin.

28 Derenet em eus anezho d'ar vro am boa savet va dorn he reiñ dezho, ha sellet o deus ouzh pep krec'hienn uhel hag ouzh pep gwezenn vodennek, graet o deus eno o aberzhoù, kinniget o deus eno o frofoù evit va c'hounnariñ, lakaet o deus eno o c'hwezoù-mat, skuilhet o deus eno o sparfadurioù.

29 Lavaret em eus dezho: Petra eo an uhellec'hioù-se ma'z it dezho? Uhellec'h a vez graet anezho betek hiziv.

30 Setu perak, lavar da di Israel: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Hag en em saotrit war hent ho tadoù? Hag e c'hastaouit gant o euzhadennoù?

31 Pa ginnigit ho profoù, pa lakait ho mibien da dremen dre an tan, en em saotrit gant hoc'h holl idoloù betek hiziv. Hag e vin goulennataet ganeoc'h, ti Israel? Me a zo bev, eme an Aotrou AOTROU, ne vin ket goulennataet ganeoc'h.

32 Netra ne c'hoarvezo eus ar pezh a zeu d'ho spered pa lavarit: Bez' e vimp evel ar broadoù hag evel tiegezhioù ar broioù, o servijout ar c'hoad hag ar maen.

33 Me a zo bev, eme an Aotrou AOTROU, hag e renin warnoc'h gant un dorn kreñv, ur vrec'h astennet, ur fulor skuilhet.

34 Hag e tennin ac'hanoc'h a-douez ar pobloù, hag e tastumin ac'hanoc'h eus ar broioù oc'h bet stlabezet enno gant un dorn kreñv, ur vrec'h astennet, ur fulor skuilhet.

35 Ho tegas a rin da c'houelec'h ar pobloù, hag eno ez in e barnedigezh ganeoc'h, dremm ouzh dremm.

36 Evel ma'z on aet e barnedigezh gant ho tadoù e gouelec'h bro Ejipt, evel-se ez in e barnedigezh ganeoc'h, eme an Aotrou AOTROU.

37 Hag e lakain ac'hanoc'h da dremen dindan ar walenn, hag e tegasin ac'hanoc'h e ereoù an emglev.

38 Hag e pellain diouzh ho touez ar re zisent hag ar re en em sav a-enep din. O zennin diouzh ar vo emaint o chom, met ned aint ket war zouar Israel, hag e ouiot ez on me an AOTROU.

39 Ha c'hwi, ti Israel, evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Kit, servijit pep hini e idoloù! Met goude-se e selaouot, ha ne zisakrot ken anv va santelez dre ho profoù ha dre hoc'h idoloù.

40 Met war va menez, war venez uhel Israel, eme an Aotrou AOTROU, eno holl di Israel ha kement a vo er vro am servijo. Eno e kemerin plijadur ganto, eno e klaskin ho profoù, frouezh kentañ ho tonezonoù, gant hoc'h holl draoù santel.

41 Kemer a rin plijadur ennoc'h evel en un ezañs a c'hwezh-vat, pa em bo ho tennet a-douez ar pobloù hag ho tastumet eus ar broioù oc'h bet stlabezet enno. Hag e vin santelaet ennoc'h dirak daoulagad ar pobloù.

42 Hag e ouiot ez on me an AOTROU, pa em bo degaset ac'hanoc'h en-dro war zouar Israel, ar vro am boa savet va dorn he reiñ d'ho tadoù.

43 Eno ho po soñj eus hoc'h hentoù hag eus hoc'h holl oberoù hoc'h eus en em saotret ganto. Heug ho po ouzhoc'h dirak ho taoulagad hoc'h-unan abalamour d'hoc'h holl fallagriezhoù ho po graet.

44 Hag e ouiot ez on me an AOTROU, pa labourin ganeoc'h abalamour da'm anv, ha nann hervez hoc'h hentoù fall hag hoc'h oberoù hudur, o ti Israel, eme an Aotrou AOTROU.

Lean sinn:



Sanasan