Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Ezekiel 2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 2

1 Hag e voe lavaret din: Mab an den, en em zalc'h war da dreid, ha me a gomzo ouzhit.

2 Adal m'en doe komzet ouzhin, ar Spered a zeuas ennon hag a reas din en em zerc'hel war va zreid, hag e klevis an hini a gomze ouzhin.

3 Hag e lavaras din: Mab an den, kas a ran ac'hanout etrezek mibien Israel, etrezek ur vroad disent a zo en em savet em enep. Int hag o zadoù o deus pec'het em enep betek hiziv zoken.

4 Mibien faeüs a zremm ha kaledet a galon ez int. Kas a ran ac'hanout daveto, hag e lavari dezho: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU.

5 Pe e selaouint, pe ne raint ket, rak un ti disent ez int, e ouezint koulskoude ez eus ur profed en o zouez.

6 Met te, mab an den, na'z pez ket aon dirazo, na'z pez ket aon dirak o c'homzoù, petra bennak ma'z out e-touez drez ha spern ha ma chomez e-touez ar c'hruged. Na'z pez ket aon dirak o c'homzoù, bez dizaon dirak o dremmoù, daoust ma'z int un ti disent.

7 Disklêriañ a ri va c'homzoù, pe e selaouint, pe ne raint ket, rak un ti disent ez int.

8 Met te, mab an den, selaou ar pezh a lavaran dit, na vez ket disent evel an ti disent-mañ. Digor da c'henoù ha debr ar pezh a roan dit.

9 Neuze e sellis, ha setu un dorn a oa astennet etrezek ennon o terc'hel ur roll-levr.

10 Displegañ a reas anezhañ dirazon, hag e oa skrivet en diabarzh hag en diavaez. Klemmganoù, goueladegoù ha huanadoù a oa skrivet ennañ.

Lean sinn:



Sanasan