Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Ezekiel 19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 19

1 Ha te, displeg ur c'hlemmgan war briñsed Israel,

2 ha lavar: Piv oa da vamm? Ul leonez gourvezet e-touez al leoned, o sevel he re vihan e-touez al leonedigoù.

3 Hag e savas unan eus he re vihan, a zeuas da vezañ ul leonig; deskiñ a reas drailhañ e breizh, hag e tebras tud.

4 Ar broadoù a glevas diwar e benn, hag e voe tapet en o foull, hag e kasjont anezhañ ereet da vro Ejipt.

5 O welout he doa gortozet, hag e oa kollet hec'h esperañs, hi a gemeras unan all eus he re vihan, hag a reas ul leonig anezhañ.

6 Kerzhout a reas e-touez al leoned, hag e teuas da vezañ ul leonig; deskiñ a reas drailhañ e breizh, hag e tebras tud.

7 Rivinet en deus o falezioù, ha distrujet o c'hêrioù, hag ar vro ha kement a oa enni a voe spouronet o klevout e yudadennoù.

8 A-enep dezhañ en em lakaas ar broadoù eus an holl rannvroioù tro-war-dro, hag e ledjont warnañ o roued, hag e voe tapet en o foull.

9 Lakaat a rejont anezhañ ereet en ur gaoued evit e gas da roue Babilon hag e lakaat en ur c'hreñvlec'h. Evel-se ne vo ket klevet e vouezh ken war venezioù Israel.

10 Da vamm a oa evel ur winienn ez kwad, plantet e-kichen an doureier; frouezhus e oa gant brankoù e-leizh, en abeg d'an doureier fonnus.

11 Hag he doa skourroù kreñv da vezañ bizhier evit rouaned. He ment a oa uhel gant brankoù stank, gwelet e oa en hec'h uhelder, hi hag he skoultroù niverus.

12 Met tennet eo bet gant fulor ha taolet d'an douar, avel ar sav-heol he deus disec'het he frouezh, he skourroù kreñv a zo bet torret ha disec'het, an tan en deus pulluc'het anezho.

13 Ha bremañ ez eo plantet er gouelec'h, en un douar krin ha sec'hedek.

14 An tan a zo deuet eus ur skoultrig eus he brankoù, devet en deus he frouezh, ha n'he deus ken a skourr kreñv da vezañ ur vazh-roue. Evel-se emañ ar c'hlemmgan, evit ma servijo da glemmgan.

Lean sinn:



Sanasan