Ezekiel 18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 18 1 Komz an AOTROU a voe disklêriet din o lavarout: 2 Petra a fell deoc'h lavarout pa zistagit ar c'hrennlavar-mañ diwar-benn bro Israel: An tadoù o deus debret rezin trenk, ha dent ar vibien a zo tozonet? 3 Me a zo bev, eme an Aotrou AOTROU, n'ho po ken lec'h da zistagañ ar c'hrennlavar-mañ en Israel. 4 Setu, an holl eneoù a zo din, ene an tad evel ene ar mab, o-daou a zo din. Ene ar pec'her eo an hini a varvo. 5 An den a zo reizh hag a ra an eeunder ha ar reizhder, 6 na zebr ket war ar menezioù, na sav ket e zaoulagad etrezek idoloù ti Israel, na zizenor ket gwreg e nesañ, na dosta ket ouzh ur vaouez a zo en he saotradur, 7 na wallgas den, a ro d'an dleour e c'houestl en-dro, na ra ket a laeroñsi, a ro e vara d'an ezhommeg, a c'holo gant un dilhad an hini a zo en noazh, 8 na brest ket gant kampi, na gemer ket en tu all d'ar pezh a zo dleet dezhañ, a zistro e zorn diouzh an direizhder, a varn gant wirionez etre un den hag unan all, 9 a gerzh hervez va reolennoù hag a vir va barnedigezhioù evit ober hervez ar wirionez, an den-se a zo reizh, a-dra-sur e vevo, eme an Aotrou AOTROU. 10 Mar en deus engehentet ur mab taer, a skuilh ar gwad, pe a ra un hevelep tra d'e vreur, 11 ha zoken ma ne ra ket un hevelep tra, met ma tebr war ar menezioù, ma tizenor gwreg e nesañ, 12 ma wallgas ar paour hag an ezhommeg, ma ra laeroñsioù, ma ne ro ket ar gouestl en-dro, ma sav e zaoulagad etrezek idoloù ha ma ra traoù euzhus, 13 ma prest gant kampi, ma kemer en tu all d'ar pezh a zo dleet dezhañ, daoust hag e vevo? Ne vevo ket. Ober a ra an holl euzhusterioù-se, a-dra-sur e varvo, hag e wad a vo warnañ. 14 Met setu, mar en deus engehentet ur mab a wel an holl bec'hedoù en deus graet e dad, a ziwall diouto ha na ra ket kemend-all, 15 na zebr ket war ar menezioù, na sav ket e zaoulagad etrezek idoloù ti Israel, na zizenor ket gwreg e nesañ, 16 na wallgas den, na gemer ket a c'houestl, na ra ket a laeroñsi, a ro e vara d'an ezhommeg, a c'holo gant un dilhad an hini a zo en noazh, 17 a zistro e zorn diouzh ar paour, na gemer ket kampi nag en tu all d'ar pezh a zo dleet dezhañ, a vir va barnedigezhioù hag a gerzh hervez va reolennoù, an den-se ne varvo ket en abeg da zireizhder e dad, a-dra-sur e vevo. 18 E dad en deus gwasket, en deus graet laeroñsi e-keñver e vreur, en deus graet ar pezh n'eo ket mat e-touez e bobl, setu, eñ eo a varvo en abeg d'e zireizhder. 19 Hag e lavarit: Perak ne zougfe ket ar mab direizhder e dad? Dre m'en deus ar mab graet hervez an eeunder hag ar reizhder, miret en deus va reolennoù ha graet diouto; a-dra-sur e vevo. 20 An ene a bec'h eo an ene a varvo. Ar mab ne zougo ket direizhder an tad, hag an tad ne zougo ket direizhder ar mab. Reizhder an den reizh a vo warnañ, fallagriezh an den fall a vo warnañ. 21 Mar distro an den fall diouzh e holl bec'hedoù en deus graet, ma vir va holl reolennoù ha ra ar pezh a zo reizh hag eeun, a-dra-sur e vevo ha ne varvo ket. 22 Ne vo ket meneget a-enep dezhañ an holl zrougoberoù en deus graet, met e vevo en abeg d'ar reizhder en deus graet. 23 Hag e kavfen plijadur e marv an den fall? eme an Aotrou AOTROU. Ha ne vefe ket kentoc'h en e zistro diouzh e hentoù evit ma vevfe? 24 Ha mar distro an hini reizh diouzh e reizhder ha ma ra an droug, hervez an holl euzhusterioù en deus an den fall ar c'hiz d'ober, hag e vevo? Ne vo ket meneget e zireizhder en deus graet, hag en abeg d'e zrougoberoù ha d'e bec'hed en deus graet e varvo. 25 Hag e lavarit: Hent an AOTROU n'eo ket eeun. Selaouit bremañ ti Israel: Ha n'eo ket eeun va hent? Ha n'eo ket kentoc'h hoc'h hentoù n'int ket eeun? 26 Pa zistro an hini reizh diouzh e reizhder hag e ra an droug, e varvo en abeg da-se; en abeg d'e zireizhder en deus graet e varvo 27 Pa zistro an den fall diouzh e fallagriezh en deus graet, hag e ra ar pezh a zo reizh hag eeun, e lakaio e ene da vevañ. 28 O vezañ sellet pizh ha distroet diouzh e holl bec'hedoù en deus graet, a-dra-sur e vevo, ne varvo ket. 29 Hag e lavar ti Israel: Hent an Aotrou AOTROU n'eo ket eeun. O ti Israel, ha n'eo ket eeun va hent? Ha n'eo ket kentoc'h hoc'h hentoù n'int ket eeun? 30 Setu perak e varnin pep hini ac'hanoc'h hervez e hentoù, o ti Israel, eme an Aotrou AOTROU. En em zistroit, addeuit diouzh hoc'h holl bec'hedoù, ha ne zeuio ket an direizhder da vezañ ho maen-kouezh. 31 Taolit pell diouzhoc'h hoc'h holl bec'hedoù hoc'h eus pec'het drezo, grit deoc'h ur galon nevez hag ur spered nevez. Perak e varvfec'h, ti Israel? 32 Ne gavan plijadur ebet e marv an hini a varv, eme an Aotrou AOTROU. En em zistroit, ha bevit! |