Ezekiel 17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 17 1 Komz an AOTROU a voe disklêriet din o lavarout: 2 Mab an den, kinnig un divinadell, lavar ur barabolenn da di Israel. 3 Lavar: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Un erer bras, gant divaskell bras hag ur stuc'henn hir, goloet a bluñv fonnus ha liesliv, a zeuas d'al Liban hag a dapas brank uhelañ ar sedrezenn. 4 Diframmañ a reas penn ar skourrigoù hag e gasas d'ur vro a varc'hadourien. E lakaat a reas en ur gêr a goñvers. 5 Hag e kemeras eus had ar vro a blantas en un douar frouezhus. E lakaat a reas e-kichen kalz a zoureier, sanket evel un halegenn. 6 Hag e vountas, hag e teuas da vezañ ur skod-gwini izel met astennet, gant skourroù troet etrezek an erer ha gwrizioù dindanañ. Dont a reas da vezañ ur winienn o reiñ brankoù hag o vountañ broustennoù. 7 Bez' e oa un erer bras all gant divaskell bras ha pluñv stank. Ha setu, ar winienn a astennas he gwrizioù etrezek ennañ hag a droas he skourroù etrezek ennañ, evit bezañ douraet gantañ, o pellaat diouzh al lec'h ma oa plantet. 8 Ha koulskoude e oa plantet en un douar frouezhus, e-kichen kalz a zoureier, en doare da vountañ skourroù ha dougen frouezh ha dont da vezañ ur winienn kaer. 9 Lavar: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Hag e raio berzh? An erer kentañ, ha ne ziframmo ket he gwrizioù, ha na droc'ho ket he frouezh evit ma tisec'hint? Holl zelioù e skourroù a zisec'ho, ha ne vo ket ezhomm eus ur vrec'h nerzhus nag eus kalz a dud evit he distagañ diouzh he gwrizioù. 10 Setu, plantet eo, met hag e raio berzh? Pa stoko outañ avel ar sav-heol, ha ne zisec'ho ket? Disec'hañ a raio war al lec'h m'eo bet plantet ennañ. 11 Komz an AOTROU a voe disklêriet din o lavarout: 12 Lavar d'an ti disuj-mañ: Ha n'ouzoc'h ket petra eo an dra-se? Lavar: Setu, roue Babilon a zo aet da Jeruzalem hag en deus tapet he roue hag he friñsed, hag o c'haset en deus gantañ da Vabilon. 13 Kemeret en deus un diskennad eus ar roue, graet en deus emglev gantañ, e lakaet en deus d'ober le, ha tapet en deus galloudeien ar vro, 14 evit ma vefe izelaet ar rouantelezh ha na c'hellfe ket adsevel, met ma padfe en ur virout e emglev. 15 Met hemañ a zo en em savet a-enep dezhañ o kas kannaded d'an Ejipt, evit ma vefe roet dezhañ kezeg hag un niver bras a dud. Hag e raio berzh? Hag en em saveteo an hini a ra hevelep traoù? Torret en deus an emglev, hag e tec'hfe kuit? 16 Me a zo bev, eme an Aotrou AOTROU; a-dra-sur, e bro ar roue en deus e lakaet da ren, ha m'en deus disprizet e le ha torret e emglev, tost outañ, e-kreiz Babilon eo e varvo. 17 Ha Faraon gant un arme vras ha soudarded niverus, ne raio netra evitañ er brezel, pa vo savet tosennoù ha graet kreñvlec’hioù, evit lakaat da vervel tud niverus. 18 Disprizet en deus al le ha torret an emglev. Ha setu, goude bezañ roet e zorn, an holl draoù-se en deus graet: n'en em saveteo ket. 19 Setu perak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Me a zo bev, va le en deus disprizet ha va emglev en deus torret, me a lakaio kement-se da gouezhañ war e benn. 20 Astenn a rin va roued warnañ, tapet e vo em antell, hag en kasin da Vabilon, e-lec'h ma varnin anezhañ evit ar pec'hedoù en deus graet em c'heñver. 21 An holl dec'hidi eus e holl armeoù a gouezho dre ar c'hleze, hag e stlabezin an nemorant d'an holl avelioù. Hag e ouiot ez on me an AOTROU am eus komzet. 22 Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Kemer a rin va-unan brank uhelañ ar sedrezenn brasañ, hag e plantin anezhañ. Eus penn e skourroù e troc'hin unan tener a blantin war ur menez uhel ha savet. 23 War venez uhelañ Israel e plantin anezhañ. Hag e vounto skourroù hag e tougo frouezh hag e teuio da vezañ ur sedrezenn kaer. Laboused a bep pluñv a chomo dindani; e skeud he brankoù e teuint da chom. 24 Holl wez ar parkeier a ouezo ez eo me an AOTROU am bo izelaet ar wezenn uhel, uhelaet ar wezenn izel, ha lakaet da zisec'hañ ar wezenn c'hlas ha da c'hlasaat ar wezenn sec'h. Me an AOTROU am eus komzet, hag ober a rin. |