Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Ezekiel 16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 16

1 Komz an AOTROU a voe disklêriet din o lavarout:

2 Mab an den, ro da anavezout da Jeruzalem hec'h euzhusterioù.

3 Lavar: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU ouzh Jeruzalem: Dre da orin ha da c'hanedigezh out eus bro Ganaan. Da dad a oa un Amorean, ha da vamm a oa un Hititez.

4 Da'z kanedigezh, an deiz ma'z out bet ganet, kordenn da vegel n'eo ket bet troc'het, n'out ket bet gwalc'het en dour evit bezañ naetaet, n'out ket bet holenet gant holen, na mailhuret gant mailhuroù.

5 Lagad ebet n'en deus bet truez ouzhit evit ober unan eus an traoù-se dre drugarez ouzhit, met e voes taolet war c'horre ur park dre zispriz evit da vuhez d'an deiz ma'z out bet ganet.

6 Evel ma tremenen en da gichen, e welis ac'hanout gourvezet en da wad, hag e lavaris: Bev en da wad! Ya, lavaret em eus: Bev en da wad!

7 Da gresket em eus dre zekviliadoù evel geot er parkeier, ha liesaet ec'h eus, brasaet ec'h eus, deuet out da vezañ hollgaer. Da zivronn en em zoareas, da vlev en em astennas, met en noazh e oas, noazh-bev.

8 Evel ma tremenen en da gichen, e welis ac'hanout, ha setu, da oad a oa an oad da zimeziñ. Hag ec'h astennis warnout pleg va mantell, hag e c'holois da noazhder. Hag e touis dit, hag e ris un emglev ganit, eme an Aotrou AOTROU, ha din e oas.

9 Da walc'het em eus en dour, lamet em eus ar gwad diwarnout, ha da olevet em eus gant eoul.

10 Da wisket em eus a vroderezh, da arc'henet gant kroc'hen, da c'hourizet gant lin fin, da c'holoet gant seiz.

11 Da ginklet em eus a vragerizoù, lakaet em eus troioù-brec'h ouzh da zaouarn, ur gelc'henn en-dro da'z kouzoug,

12 ur walenn war da fri, bizeier ouzh da zivskouarn, ur gurunenn hollgaer war da benn.

13 Evel-se e voes kinklet gant aour ha gant arc'hant, da wiskamant a oa a lin fin, a seiz hag a vroderezh. Flour bleud, mel hag eoul a oa da voued, ha deuet out da vezañ kaer-kenañ. Ober a rejout berzh betek ar rouantelezh.

14 Da vrud en em skignas e-touez ar broadoù en abeg da'z kaerded, rak peurvat e oa abalamour da'm c'haerded am boa lakaet warnout, eme an Aotrou AOTROU.

15 Met fiziet ec'h eus en da gaerded ha gastaouet en abeg da'z anv, ha koufonet ec'h eus da c'hastaouerezh da bep tremeniad oc'h en em reiñ dezhañ.

16 Kemeret ec'h eus diwar da zilhad, ha kinklet ec'h eus da uhellec'hioù gant livioù a bep seurt evit gastaouiñ eno, un dra ne oa ket c'hoarvezet ha ne c'hoarvezo ken.

17 Kemeret ec'h eus da draoù hollgaer graet gant va aour ha va arc'hant am boa roet dit, ha graet ec'h eus diouto skeudennoù tud evit gastaouiñ ganto.

18 Kemeret ec'h eus da zilhad a vroderezh evit goleiñ anezho, ha kinniget ec'h eus dezho va eoul ha va ezañs.

19 Ha va bara am boa roet dit, ar flour bleud, an eoul hag ar mel a roen dit da zebriñ, ac'h eus kinniget evel un aberzh a c'hwezh dudius. Setu ar pezh a c'hoarvezas, eme an Aotrou AOTROU.

20 Kemeret ec'h eus da vibien ha da verc'hed az poa ganet din, hag aberzhet ec'h eus anezho da vezañ lonket. Ha re nebeut e oa da c'hastaouerezh?

21 Drouklazhet ec'h eus va mibien, evit o reiñ en ur lakaat anezho da dremen dre an tan evito.

22 E-kreiz da holl euzhusterioù ha da c’hastaouerezh, ne'c'h eus ket bet soñj eus amzer da yaouankiz, pa oas en noazh, noazh-bev, ha gourvezet en da wad.

23 Ha goude da holl oberoù fallakr, - gwalleur, gwalleur dit! eme an Aotrou AOTROU,

24 savet ec'h eus un dosenn, graet ec'h eus un uhellec'h war bep leurgêr,

25 e digor kement straed ec'h eus savet da uhellec'h ha dizenoret da gaerded, rak digoret ec'h eus da dreid da bep tremeniad ha liesaet da c’hastaouerezh.

26 Gastaouet ec'h eus gant mibien an Ejipt, da amezeien o deus ur c'horf nerzhus, ha liesaet da c’hastaouerezh evit va c'hounnariñ.

27 Ha setu, astennet em eus va dorn a-enep dit, bihanaet em eus al lodenn merket dit, da zilezet em eus da youl ar re a gasa ac'hanout, merc'hed ar Filistined o deus mezh eus da hent fall.

28 Gastaouet ec'h eus ivez gant mibien an Asiriz, dre ma ne'z poa ket da walc'h. Ya, gastaouet ec'h eus ganto, ha ne'c'h eus ket bet da walc'h c'hoazh.

29 Liesaet ec'h eus da c’hastaouerezh e bro Ganaan, betek Kaldea, ha ne'c'h eus ket bet da walc'h c'hoazh.

30 Pegen gwan eo da galon, eme an Aotrou AOTROU, pa ec'h eus graet an holl draoù-se e doare ur c'hast disklêriet!

31 Pa saves da dosenn e digor kement straed, pa raes da uhellec'h war bep leurgêr, n'out ket zoken bet evel ur c'hast a c'houlenn ur gopr.

32 Bet out ur wreg avoultrerez a zegemer diavaezidi e-lec'h he fried.

33 Ur gopr a vez roet d'an holl c'histi, met te ac'h eus roet profoù da'z holl amourouzien; graet ec'h eus roioù dezho, evit ma teujent a bep tu da'z kavout evit da c'hastaouerezh.

34 Hag out bet ar c'hontrol d'ar maouezed all gant da c'hastaouerezh: ne glasked ket ac'hanout, hag e roes ur gopr, pa ne veze roet hini ebet dit. Bet out ar c'hontrol d'ar re all.

35 Setu perak, avoultrerez, selaou komz an AOTROU:

36 Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Peogwir ec'h eus koufonet da deñzor ha dizoloet da noazhder en ur c'hastaouiñ gant da amourouzien ha gant da holl idoloù euzhus, hag en abeg da wad da vibien ac'h eus roet dezho,

37 setu, ma a zastumo da holl amourouzien, ma'c'h eus kavet plijadur ganto, an holl re ac'h eus karet hag an holl re ac'h eus kasaet, me a zastumo anezho a-enep dit a bep tu, hag e tizoloin da noazhder dirazo, hag e welint da noazhder.

38 Hag e varnin ac'hanout evel ma vez barnet an avoultrerezed hag a re a skuilh gwad. Hag e laoskin ac'hanout da wad va fulor ha va gwarizi.

39 Da lakaat a rin etre o daouarn, hag e tiskarint da dosennoù, hag e tisc'hraint da uhellec'hioù. Diwiskañ a raint da zilhad, lemel a raint kuit da draoù hollgaer, hag e vi lezet en noazh, noazh-bev.

40 Hag e lakaint da bignat a-enep dit un engroez, a veinataio ac'hanout gant kailh, hag a doullo ac'hanout gant o c'hlezeier.

41 Deviñ a raint da diez dre an tan, hag e raint a-enep dit barnoù dirak un niver bras a vaouezed. Me a lakaio termen da'z kastaouerezh, ha ne roi ken goproù.

42 Sevenet e vo va c'hounnar a-enep dit hag en em denno va gwarizi diwarnout, hag e vin e peoc'h ha ne gounnarin ken.

43 Dre na'c'h eus ket bet soñj eus amzer da yaouankiz, ha ma ec'h eus va fuloret gant an holl draoù-se, setu e lakain da hent da gouezhañ war da benn, eme an Aotrou AOTROU, ha n'ouzhpenni ken an drougiezh war da holl euzhusterioù.

44 Setu, an holl re a ra gant krennlavarioù, a raio gant ar c'hrennlavar-mañ war da gont: Merc'h he mamm eo!

45 Merc'h da vamm ez out, he deus bet kasoni ouzh he gwaz hag ouzh he mibien. C'hoar da c'hoarezed ez out, o deus bet kasoni ouzh o gwazed hag ouzh o mibien. Ho mamm a oa un Hititez, hag ho tad a oa un Amorean.

46 Da c'hoar henañ eo Samaria; hi hag he merc'hed a zo o chom a-gleiz dit. Da c'hoar yaouankañ hag a zo o chom a-zehou dit, eo Sodom hag he merc'hed.

47 Ne'c'h eus ket hepken kerzhet en o hentoù ha graet an hevelep euzhusterioù, re nebeut e oa kement-se, met en em saotret ec'h eus muioc'h egeto gant da holl hentoù.

48 Me a zo bev, eme an Aotrou AOTROU; Sodom da c'hoar hag he merc'hed n'o deus ket graet ar pezh ac'h eus graet, te, gant da verc'hed.

49 Setu amañ direizhder da c'hoar Sodom: lorc'hentez. Bez' he doa fonnusted a vara ha didalvoudegezh vak, hi hag he merc'hed, met n'he deus ket nerzhekaet dorn an ezhommeg hag ar paour.

50 Deuet int da vezañ lorc'hus, ha graet o deus euzhuster dirazon. Evel-se em eus o distrujet pa em eus gwelet kement-se.

51 Samaria n'he deus ket graet an hanter eus da bec'hedoù. Liesaet ec'h eus da euzhusterioù muioc'h egeto, ha reishaet ec'h eus da c'hoarezed dre an holl euzhusterioù ac'h eus graet.

52 Doug eta, te ivez, an dismegañs ac'h eus roet da'z c'hoarezed, en abeg da'z pec'hedoù a oa euzhusoc'h eget o re. Int en em gav reishoc'h egedout! Bez eta, te ivez, goloet a vezh, ha doug da zismegañs, pa ec'h eus reishaet da c'hoarezed.

53 Me a zegaso en-dro o re zalc'het, re zalc'het Sodom hag he merc'hed, re zalc'het Samaria hag he merc'hed, hag ivez re zalc'het eus da zalc'hidigezh e-touez o re,

54 evit ma tougi da zismegañs ha ma vi goloet a vezh en abeg da gement ac'h eus graet, hag evit ma frealzi anezho.

55 Da c'hoarezed, Sodom hag he merc'hed, a zistroio d'o stad kentañ, Samaria hag he merc'hed a zistroio d'o stad kentañ, neuze te ha da verc'hed a zistroio d'ho stad kentañ.

56 Ne voe ket meneget gant da genoù da c'hoar Sodom en amzer da lorc'hentez,

57 a-raok ma voe dizoloet da zrougiezh, pa oas dismegañset gant merc'hed Siria hag hec'h holl drowardroioù ha gant merc'hed ar Filistined a gasae ac'hanout a bep tu.

58 Dougen a rez warnout da zrougiezh ha da euzhuster, eme an AOTROU.

59 Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Ober a rin dit evel ma ec'h eus graet, pa ec'h eus disprizet al le en ur derriñ an emglev.

60 Koulskoude em bo soñj eus an emglev am eus diazezet ganit en deizioù da yaouankiz, hag e tiazezin ganit un emglev peurbadus.

61 Neuze ez po soñj eus da hentoù, hag e vi mezhek pa zegemeri da c'hoarezed, ar re henañ hag ar re yaouankañ, hag e roin anezho dit evel merc'hed, met nann hervez da emglev.

62 Rak e tiazezin va emglev ganit, hag e ouezi ez on me an AOTROU,

63 evit ma ez po soñj ha ma vi mezhek. En abeg da'z tismegañs, ne zigori ken da c'henoù pa em bo pardonet dit kement ac'h eus graet, eme an Aotrou AOTROU.

Lean sinn:



Sanasan