Ezekiel 15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 15 1 Komz an AOTROU a voe disklêriet din o lavarout: 2 Mab an den, koad ar winienn, ha talvezout a ra muioc'h eget pep koad all, pe eget ur skourr e-touez gwez ar goadeg? 3 Hag e vez kemeret koad dioutañ evit ober un oberenn bennak? Hag e vez kemeret un ibil dioutañ evit ispilhañ un dra bennak? 4 Setu, taolet eo en tan da vezañ devet, ha pa vez devet e zaou benn gant an tan, e greiz a zo dija entanet. Ha mat e vefe d'ul labour bennak? 5 Setu, pa oa en e bezh, ne veze graet labour ebet gantañ, pegement nebeutoc'h c'hoazh pa vez devet ha losket gant an tan. Hag e vefe graet ul labour bennak gantañ? 6 Setu perak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Evel koad ar winienn e-touez gwez ar goadeg, am eus roet d'an tan da vezañ devet, evel-se e roin tud Jeruzalem. 7 Hag e troin va dremm a-enep dezho; pa vint deuet er-maez eus an tan, an tan a devo anezho c'hoazh. Hag e ouiot ez on me an AOTROU, pa droin va dremm a-enep dezho. 8 Ober a rin ur gouelec'h eus ar vro, dre ma o deus graet dislealded, eme an Aotrou AOTROU. |