Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Ezekiel 14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 14

1 Hiniennoù eus henaourien Israel a zeuas da'm c'havout hag a azezas dirazon.

2 Ha komz an AOTROU a voe disklêriet din o lavarout:

3 Mab an den, an dud-se a zoug o idoloù en o c'halon, dirak o dremm o deus ar pezh o laka da gouezhañ en direizhder. Hag e vefen klasket da vat ganto?

4 Setu perak e komzi outo hag e lavari dezho: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Piv bennak eus ti Israel hag a zoug e idoloù en e galon hag en deus dirak e zremm ar pezh a laka anezhañ da gouezhañ en direizhder, mar deu da gavout ar profed, me an AOTROU a responto dezhañ va-unan, hervez e idoloù niverus,

5 evit tapout re di Israel dre o c'halon o-unan, int hag a zo holl pellaet diouzhin gant o idoloù.

6 Setu perak e lavari da di Israel: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Distroit, distroit diouzh hoc'h idoloù, distroit ho tremmoù diouzh hoc'h holl euzhusterioù.

7 Piv bennak eus ti Israel pe eus an diavaezidi o chom en Israel, hag a bella diouzhin hag a zoug e idoloù en e galon hag en deus dirak e zremm ar pezh a laka anezhañ da gouezhañ en direizhder, mar deu da gavout ar profed evit va goulennata drezañ, me an AOTROU a responto dezhañ va-unan.

8 Hag e troin va dremm a-enep an den-se, evit ma servijo da arouez ha da grennlavar, hag e lamin anezhañ a-douez va fobl. Hag e ouiot ez on me an AOTROU.

9 Ha mard eo touellet ar profed, hag e lavar ur ger bennak, eo me an AOTROU en devo touellet ar profed-se, hag ec'h astennin va dorn en e enep, hag e lamin anezhañ a-douez va fobl Israel.

10 Hag e tougint o direizhder. Direizhder an hini a c'houlennata a vo evel direizhder ar profed,

11 evit ma ne bellaio ken ti Israel diouzhin, ha ma n'en em saotro ken dre o holl disentidigezh, met ma vint va fobl ha ma vin o Doue, eme an Aotrou AOTROU.

12 Ha komz an AOTROU a voe disklêriet din o lavarout:

13 Mab an den, ma pec'h ur vro a-enep din oc'h ober dislealded, ma astennan va dorn en hec'h enep, ma torran bazh ar bara enni, ma kasan dezhi an naonegezh, ma laman diouti tud ha loened,

14 ha ma en em gavfe eno an tri den-mañ, Noe, Daniel ha Job, e savetefent o eneoù en abeg d'o reizhder, eme an Aotrou AOTROU.

15 Ma lakafen loened noazus da dremen er vro, evit he gwastañ betek ma vefe ur gouelec'h, ul lec'h na dremenfe den ken en abeg d'al loened-se,

16 ha ma en em gavfe an tri den-se eno, me a zo bev, eme an Aotrou AOTROU, ne savetefent na mibien na merc'hed, int hepken a vefe saveteet, hag ar vro a teufe da vezañ ur gouelec'h.

17 Pe ma kasfen ar c'hleze war ar vro-se ha ma lavarfen: Ra dremeno ar c'hleze dre ar vro, evit lemel diouti tud ha loened,

18 ha ma en em gavfe an tri den-se eno, me a zo bev, eme an Aotrou AOTROU, ne savetefent na mibien na merc'hed, int hepken a vefe saveteet.

19 Pe ma kasfen ar vosenn war ar vro-se ha ma skuilhfen warni va fulor betek lakaat ar gwad da redek, evit lemel diouti tud ha loened,

20 ha ma en em gavfe eno an tri den-mañ, Noe, Daniel ha Job, me a zo bev, eme an Aotrou AOTROU, ne savetefent na mibien na merc'hed, int hepken a vefe saveteet en abeg d'o reizhder.

21 Rak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Petra bennak ma kasan va fevar barn drouk a-enep Jeruzalem, ar c'hleze, an naonegezh, al loened noazus hag ar vosenn, evit lemel diouti tud ha loened,

22 koulskoude e chomo enni un nemorant a dec'ho, mibien ha merc'hed a vo lakaet da zont er-maez. Setu ma teuint d'ho kavout, hag e welot o hent hag o oberennoù, hag e viot frealzet eus ar gwalleurioù am eus lakaet da gouezhañ war Jeruzalem hag eus kement a zo c'hoarvezet ganti.

23 Ho frealziñ a raint pa ho po gwelet o hent hag o oberennoù. Neuze ec'h anavezot n'em bo ket graet hep abeg an holl bezh am eus graet dezhi, eme an Aotrou AOTROU.

Lean sinn:



Sanasan