Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Ezekiel 13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 13

1 Ha komz an AOTROU a voe disklêriet din o lavarout:

2 Mab an den, profediñ a ri a-enep profeded Israel a zo o profediñ. Lavar d'ar re a zo o profediñ hervez o c'halon o-unan: Selaouit komz an AOTROU:

3 Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Gwalleur d'ar brofeded diskiant a heuilh o spered o-unan, ha n'o deus ket gwelet tra ebet.

4 Israel, da brofeded a zo bet evel lern er gouelec'hioù.

5 N'oc'h ket pignet war ar freuzoù, n'oc'h ket savet ur voger en-dro da di Israel, evit ma chomo start er brezel da zeiz an AOTROU.

6 O gweledigezhioù a zo aner hag o diouganoù touellus, pa lavaront: Disklêriet en deus an AOTROU! Met n'en deus ket an AOTROU kaset anezho, ha lakaet o deus da esperout e vefe sevenet o c'homz.

7 Ha n'hoc'h eus ket gwelet gweledigezhioù aner, ha n'hoc'h eus ket roet diouganoù touellus? Hogen e lavarit: Disklêriet en deus an AOTROU; ha n'em eus ket komzet.

8 Setu perak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Peogwir hoc'h eus lavaret traoù aner hag hoc'h eus roet gweledigezhioù touellus, setu em eus droug ouzhoc'h, eme an Aotrou AOTROU.

9 Va dorn a vo war ar brofeded o deus gweledigezhioù aner ha diouganoù touellus. Ne gemerint ken perzh e bodadenn va fobl, ne vint ken enskrivet war varilhoù ti Israel, ned aint ken war zouar Israel, hag e ouiot ez on me an Aotrou AOTROU.

10 Abalamour, ya, abalamour ma tiankont va fobl, en ur lavarout: Peoc'h! pa n'eus ket a beoc'h, hag unan a sav ur voger, hag egile a c'holo anezhi gant pri-raz,

11 lavar d'ar re a c'holo anezhi gant pri-raz ez aio d'an traoñ. Ur glav bras a savo, ha c'hwi grizilhennoù, c'hwi a gouezho, hag ur gorventenn a darzho.

12 Ha setu, ar voger a ya d'an traoñ. Ha ne vo ket lavaret deoc'h: Pelec'h emañ ar pri-raz ho poa lakaet warni?

13 Setu perak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Em fulor e lakain da darzhañ ur gorventenn, hag em c'hounnar e vo ur glav bras ha grizilhennoù aet en egar, evit distrujañ holl.

14 Diskar a rin ar voger hoc'h eus goloet gant pri-raz, he zaolin d'an douar, he diazez a lakain en noazh, mont a raio d'an traoñ, hag e viot distrujet en he c'hreiz, hag e ouiot ez on me an AOTROU.

15 Sevenet e vo va c'hounnar a-enep ar voger hag a-enep ar re o devo he goloet gant pri-raz, hag e lavarin deoc'h: N'emañ ken ar voger, ha n'emañ ken ar re o deus he goloet,

16 profeded Israel o deus profedet diwar-benn Jeruzalem hag o deus bet eviti gweledigezhioù a beoc'h, pa n'eus ket a beoc'h, eme an Aotrou AOTROU.

17 Ha te, mab an den, tro da zremm ouzh merc'hed da bobl a zo o profediñ hervez o c'halon o-unan, hag e profedi a-enep dezho.

18 Lavar: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Gwalleur d'ar re a zo o wriat pluegoù evit an daouarzorn, hag a ra gouelioù evit pennoù tud a bep ment, evit touellañ an eneoù. Hag e touellfec'h eneoù va fobl, hag e savetefec'h hoc'h eneoù-c'hwi?

19 Hag e tizenorfec'h ac'hanon e-kichen va fobl evit dornadoù heiz hag evit tammoù bara, o lakaat da vervel eneoù na zleont ket mervel, hag o lakaat da vevañ eneoù na zleont ket bevañ, en ur douellañ evel-se va fobl a selaou ar gaou?

20 Setu perak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu em eus droug ouzh ho pluegoù, a douellit ganto an eneoù evit o lakaat da nijal kuit. Hag e fregin anezho diouzh ho tivrec'h, hag e tieubin an eneoù hoc'h eus touellet evit o lakaat da nijal kuit.

21 Fregañ a rin ho kouelioù, hag e tieubin va fobl diouzh ho taouarn, ha ne vint ken etre ho taouarn da vezañ touellet, hag e ouiot ez on me an AOTROU.

22 Dre ma hoc'h eus glac'haret gant ho kevier kalon an den reizh na'm eus ket tristaet, ha dre ma hoc'h eus kennerzhet daouarn an den drouk evit na zistroio ket eus e hent fall da gavout ar vuhez,

23 n'ho po ken a weledigezhioù aner ha ne lavarot ken a ziouganoù, hag e tieubin va fobl diouzh ho taouarn, hag e ouiot ez on me an AOTROU.

Lean sinn:



Sanasan