Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Ezekiel 12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 12

1 Ha komz an AOTROU a voe disklêriet din o lavarout:

2 Mab an den, emaout o chom e-touez un ti disent, daoulagad o deus evit gwelout ha ne welont ket, divskouarn o deus evit klevout ha ne glevont ket, rak un ti disent ez int.

3 Te neuze, mab an den, gra dit pakadoù evit ermaeziañ, ha kae er-maez e-kreiz an deiz dirak o daoulagad. Kae er-maez, eus al lec'h ma chomez da ul lec'h all, dirak o daoulagad, ha marteze e welint ez int un ti disent.

4 Kas er-maez da bakadoù, evel pakadoù beaj, e-kreiz an deiz dirak o daoulagad. Ha kae er-maez d'abardaez dirak o daoulagad, evel ma ra un den a ya kuit.

5 Dirak o daoulagad e treuzi ar voger, hag e kasi anezho er-maez dre amañ.

6 Dirak o daoulagad e tougi anezho war da skoaz, hag e kasi anezho er-maez pa vo teñval. Goleiñ a ri da zremm evit na weli ket an douar, rak da lakaet em eus evel un arouez evit ti Israel.

7 Ober a ris evel ma oa bet gourc'hemennet din, kas a ris er-maez va fakadoù, evel pakadoù beaj, e-kreiz an deiz; d'abardaez e toullis gant va dorn ar voger; en deñvalijenn e kasis anezho er-maez, hag e tougis anezho war va skoaz dirak o daoulagad.

8 Diouzh ar beure komz an AOTROU a voe disklêriet din o lavarout:

9 Mab an den, ha n'en deus ket lavaret dit ti Israel, an ti disent: Petra a rez?

10 Lavar dezho: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: An diougan-se a zo evit ar priñs a zo e Jeruzalem, kenkoulz hag evit holl di Israel en em gav eno.

11 Lavar: Me a zo un arouez; graet e vo dezho evel ma em eus graet, ermaeziañ a raint, da vont e dalc'hidigezh.

12 Ar priñs a zo en o zouez a zougo e bakad war e skoaz hag a yelo er-maez en deñvalijenn. Ar voger a vo toullet dezhañ, evit e gas er-maez. Goleiñ a raio e zremm, evit na welo ket an douar.

13 Astenn rin va roued warnañ, paket e vo em lasoù, kas a rin anezhañ da Vabilon e vro ar Galdeiz, met ne welo ket anezhi, hag e varvo eno.

14 An holl re a zo en-dro dezhañ, e skoazellerien hag e holl armeoù, a stlabezin d'an holl avelioù, hag e tennin ar c'hleze war o lerc'h.

15 Hag e ouezint ez on me an AOTROU, pa em bo o stlabezet e-touez ar broadoù, hag o strewet e meur a vro.

16 Koulskoude e lezin un niver bihan a dud anezho, a dec'ho dirak ar c'hleze, dirak an naonegezh ha dirak ar vosenn, evit ma tisklêriint o holl euzhusterioù e-touez ar broadoù ma'z aint enno, hag e ouezint ez on me an AOTROU.

17 Ha komz an AOTROU a voe disklêriet din o lavarout:

18 Mab an den, debriñ a ri da vara gant skrijadenn, evañ a ri da zour gant krenijenn ha spouron,

19 hag e lavari da bobl ar vro: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU diwar-benn tud Jeruzalem ha douar Israel: Debriñ a raint o bara gant enkrez hag evañ a raint o dour gant spont, rak e vo diwisket ar vro eus he leunder, en abeg da feulster an holl re a zo o chom enni.

20 Ar c'hêrioù poblet a vo gwastet hag ar vro a vo glac'haret, hag e ouiot ez on me an AOTROU.

21 Ha komz an AOTROU a voe disklêriet din o lavarout:

22 Mab an den, petra eo ar c'hrennlavar-mañ hoc'h eus e bro Israel, hag a zisplegit: An deizioù a bellaio, ha pep gweledigezh a vo kollet?

23 Setu perak, lavar dezho: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Me a lakain ar c'hrennlavar-se da echuiñ, ha ne vo ken graet gantañ en Israel. Met lavar dezho: An deizioù a dosta, hag e vo peurc'hraet pep gweledigezh.

24 Ne vo gweledigezh aner ebet ken na diouganoù touellus e-kreiz ti Israel.

25 Rak me an AOTROU a gomzo, hag ar gomz a lavarin a vo peursevenet, ha ne vo ket daleet. Ya, ti disent, en ho teizioù e lavarin ar gomz hag e peursevenin anezhañ, eme an Aotrou AOTROU.

26 Ha komz an AOTROU a voe disklêriet din o lavarout:

27 Mab an den, ti Israel a lavar: Ar weledigezh a wel a zo a amzer hir, emañ o profediñ evit amzerioù pell.

28 Setu perak, lavar dezho: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Va holl gomzoù ne vint ken daleet, met ar gomz a lavarin a vo peursevenet, eme an Aotrou AOTROU.

Lean sinn:



Sanasan