Ezekiel 11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 11 1 Ar Spered a savas ac'hanon hag a zegasas ac'hanon da zor ar sav-heol eus ti an AOTROU, d'an hini troet etrezek ar sav-heol. Ha setu ouzh toull an nor, e oa pemp den warn-ugent, hag en o zouez e welis Jaazania mab Azur ha Pelatia mab Benaja, pennoù ar bobl. 2 Hag e lavaras din: Mab an den, setu aze an dud o deus soñjoù drouk hag a ro kuzulioù fall er gêr-mañ, 3 o lavarout: N'eo ket an eur da sevel tiez; houmañ eo ar gaoter, ha ni eo ar c'hig. 4 Setu perak e profedi a-enep dezho, ya profediñ a ri mab an den. 5 Spered an AOTROU a gouezhas warnon hag a lavaras din: Evel-henn e komz an AOTROU: Evel-se hoc'h eus komzet, ti Israel, hag ar pezh a zeu d'ho spered a anavezan. 6 Liesaet hoc'h eus ho muntridi er gêr-mañ, leuniet hoc'h eus he straedoù a gorfoù marv. 7 Setu perak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Ho muntridi hoc'h eus astennet en he c'hreiz eo ar c'hig, hag hi eo ar gaoter. Met c'hwi, lakaet e viot da vont e-maez eus he c'hreiz. 8 Aon hoc'h eus rak ar c'hleze, ha me a lakaio ar c'hleze da zont warnoc'h, eme an Aotrou AOTROU. 9 Lakaet e viot da vont e-maez eus he c'hreiz, ho lakain etre daouarn diavaezidi, hag e rin va barnedigezhioù a-enep deoc'h. 10 Kouezhañ a reot dre ar c'hleze, barn a rin ac'hanoc'h war harzoù Israel, hag e ouiot ez on me an AOTROU. 11 Hi ne vo ket evidoc'h ar gaoter, ha ne viot ket enni ar c'hig, war harzoù Israel eo e varnin ac'hanoc'h. 12 Hag e ouiot ez on me an AOTROU, rak n'hoc'h eus ket kerzhet hervez va reolennoù, na miret va barnedigezhioù, met graet hoc'h eus hervez barnedigezhioù ar broadoù a zo en-dro deoc'h. 13 Evel ma profeden, Pelatia mab Benaja a varvas. Neuze e kouezhis war va dremm hag e kriis a vouezh uhel o lavarout: A! Aotrou AOTROU! Ha fellout a ra dit kas da netra nemorant Israel? 14 Ha komz an AOTROU a voe disklêriet din o lavarout: 15 Mab an den, da vreudeur, da vreudeur, tud da gerentiezh, hag holl di Israel, eo ar re o deus lavaret dezho tud Jeruzalem: Pellait diouzh an AOTROU, deomp-ni eo ar vro-mañ roet da hêrezh. 16 Setu perak, lavar dezho: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Petra bennak ma o dalc'han pell e-touez ar broadoù, petra bennak ma em eus o stlabezet e meur a vro, koulskoude e vin evito ur santual bihan er broioù ma'z int aet enno, 17 ha setu perak, lavar dezho: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Dastum a rin ac'hanoc'h a-douez ar broadoù, bodañ a rin ac'hanoc'h eus ar broioù e-lec'h ma hoc'h bet stlabezet, hag e roin deoc'h douar Israel. 18 Mont a raint ennañ, hag e tilamint eus e greiz an holl draoù kasaus hag an holl draoù euzhus. 19 Reiñ a rin dezho un hevelep kalon, hag e lakain enno ur spered nevez; lemel a rin ar galon vein eus o c'hig, hag e roin dezho ur galon gig, 20 evit ma gerzhint em reolennoù ha ma virint va barnedigezhioù ha ma raint hervezo; hag e vint va fobl, hag e vin o Doue 21 Hag evit ar re a zo o c'halon o kerzhout war-lerc'h o zraoù kasaus hag o zraoù euzhus, e lakain o hentoù war o fenn, eme an Aotrou AOTROU. 22 Ar cherubined a zisplegas o eskell, gant ar rodoù en o c'hichen, ha gloar Doue Israel a oa warno, en nec'h. 23 Gloar an AOTROU a savas diwar greiz kêr hag en em zalc'has war ur menez a zo ouzh sav-heol kêr. 24 Ar Spered a savas ac'hanon hag a zegasas ac'hanon da Galdea, e-kichen ar re zalc'het, e gweledigezh dre Spered Doue. Hag ar weledigezh am boa gwelet a tec'has kuit a-zirazon. 25 Neuze e lavaris d'ar re zalc'het an holl draoù en doa an AOTROU diskouezet din. |